Skol Vreizh

Votre panier




Votre panier est actuellement vide.

   

Vous êtes ici : Accueil Komzoù brezhoneg
Komzoù brezhoneg

Komzoù brezhoneg a zo un heuliad pennadoù video enrollet gant Lors Jouin evit dastum kmozoù gant tud brezhoneg, hag evit kaout un tañva deus liester ar parlantoù hag an taolioù-mouezh e brezhoneg.

Komzoù brezhoneg est une série de vidéos tournées par Lors Jouin pour recueillir, auprès de bretonnants natifs, un échantillon des parlers et des accents qui font la diversité de la langue bretonne.


NOUVEAU: Le projet Komzoù Brezhoneg lance une campagne de financement participatif !

Vous pouvez contribuer au financement du projet en adressant vos dons sur LE POT COMMUN.



Komzou-20140828THE2



Michel Gauthier, deus Leskoed-Gouareg

Michel Gauthier, deus Leskoed-Gouareg

Michel Gauthier a blij dezhañ chaseal. Ur wezh ez eus emgavet gantañ un dra dic'hortoz, en ur vont war-lec'h ul louarn !

Lennit amañ da heul
 
Victor Tromeur, deus Brasparzh

Victor Tromeur, deus Brasparzh

Victor Tromeur a oa soner er baloù. Displeg a ra deomp penaos e veze aozet ar baloù goude ar brezel, ha pegen fall e veze gwelet ar sonerion gant ar veleion, argaset ganto a-wechoù memeus : ar re-se o doa kalz a levezon c'hoazh war ar maezioù d'ar poent-se...

Lennit amañ da heul
 
Daniel Bieuzent, deus Silieg

Daniel Bieuzent, deus Silieg

Daniel Bieuzent a oa kalvez ha aozer meurb, da heul e dad. Kontañ a ra deomp peseurt koad a veze prenet gantañ evit ober meurbl, fenestroù, savadurioù-kalvez...

Lennit amañ da heul
 
Jean Moullec, deus Perret

Jean Moullec, deus Perret

Jean Moullec a zo deus Perret, 'kichen forest Kaniskan, hag e gont deomp penaos e laoure ar glaouerien a oa o chom eno.

Lennit amañ da heul
 
Jean-Michel Le Cunff, deus Lokmac'hloù

Jean-Michel Le Cunff, deus Lokmac'hloù

Jean-Michel Le Cunff 'zo bet maer Lokmac'hloù, hag e gont deomp penaos e oa c'hwec'h chapel (ha kemet 'rall a bardonioù) war ar a barrez gwezh-all, ha petra 'zo c'hoarvezet gant lod anezho abaoe.

Lennit amañ da heul
 
Jeanne Dilly, deus ar Gemene

Jeanne DILLY, deus ar Gemene

Jeanne Dilly a zo bet o sikour tud ar Resistañs, skoazell anezho, reiñ dezho bod ha boued, hag a-wechoù ivez, dañsal ganto !

Lennit amañ da heul
 
Jean-Yves Bothorel, deus Botmeur

Jean-Yves Bothorel, deus Botmeur

Jean-Yves Bothorel a gont deomp penaos ez ae an dud d'ar bal en amzer e yaouankiz, tro-dro da Votmeur, ar Fouilhez, Landelo...

Lennit amañ da heul
 
Robert Blanchard, deus an Uhelgoad

Robert BLANCHARD, deus an Uhelgoad

Robert Blanchard en deus kontet deomp en eñvorennoù deus brezel an Aljeri, ha dreist-holl an darempredoù en doa eno gant ar soudarded all.

Lennit amañ da heul
 
Jeannette Diraison, ar C'hloastr-Pleiben

Jeannette DIRAISON, deus ar C'hloastr Pleiben

Jeannette Diraison a zo bet o terc'hel ur preti a aoze frikoioù eured, hag e kont deomp petra he deus bet gwelet, traoù fentus ha traoù souezhus a-wechoù !

Lennit amañ da heul
 
Joseph Furic, Lennon

Joseph FURIC, deus Lennon

Joseph Furic a zo bet maer e Lennon, hag e tispleg deomp penaos en doa en em lakaet war ar renk, gant ma vefe ul listenn zigor.

Lennit amañ da heul
 
<< Début < Précédent 1 2 3 4 5 6 Suivant > Fin >>

Page 2 sur 6

Auteurs

paypal