Skol Vreizh

Votre panier




Votre panier est actuellement vide.

   

Vous êtes ici : Accueil Komzoù brezhoneg Jean-Michel Le Cunff, deus Lokmac'hloù
Jean-Michel Le Cunff, deus Lokmac'hloù

Jean-Michel Le Cunff, deus Lokmac'hloù

Jean-Michel Le Cunff 'zo bet maer Lokmac'hloù, hag e gont deomp penaos e oa c'hwec'h chapel (ha kemet 'rall a bardonioù) war ar a barrez gwezh-all, ha petra 'zo c'hoarvezet gant lod anezho abaoe.

Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :

Lors : Bon ... ha mod-all ba ba parrez Lokmac'hlaoù zo pardonioù hoah ?

Jean-Michel : Ya

Lors : Toud ...toud zo chomet ...

Jean-Michel : E, pas re pas re ... nann, ké bout ... bout zo pet un amzer, an traoù-sen n'int ket koh 'ba 'raok er bleadaoù mil ... dek ha tri-uigent bennek 'vezè ... 'vezè pardonioù, meit 'vezè ket groeit kalz a fest ebet koa

Lors : A bon ?

Jean-Michel : Ha troioù mil nav c'hant ha ... poar ha poar-uigent, heñ, zo komañset gober festaoù uit kampenn ane'he koa « hein », ké lo-kaer ar chapeliaoù-se 'vezè 'oé arri fall koa heñ...

Lors : A ya ?

Jean-Michel : Ya

Lors : Set' aveit ... aveit dastumet argant ...

Jean-Michel : Ya, uit uit kampenn ane'he, koa

Lors : Ha kampenn ane'he...

Jean-Michel : Me 'lara, me 'lara meur a weh ‘n doenn ar re-se 'zo bet groeit get krampoueh !

Lors : A a a a, ha gwir é ?

Jean-Michel : Beñ ya ké 'n argant ar c'hrampoueh a zikoure ... bochad 'labour zo bet groeit, 'fin pas pas pas ... 'ba Lokmac'hlaoù, 'ba partoud koa zo bet groeit 'else ur sort ... kampenn ur bochad chapeliaoù ur sort, koa « hein ».

Lors : A ya ... ha chetu ba...

Jean-Michel : Ha neuzen d'er c'hours-se, neuzen zo bet inon 'ba Sant Chouchan, « hein », Sant Ujen, Kerlinat ha, ha Longueville koa, ar hent 'N-iol aze koa ... an tri-se 'oé koa med bremañ, ba, ba Sant Chouchan n'eus kalz a dra ken, ha Kerlinad eué, ké an dud 'gouha 'r ré 'r ré 'noé zo 'n im okup' en traoù-se, ha Longueville 'kerha hoah mad an traoù ur sort, koa

Lors : Ya

Jean-Michel : Ya ya ké re yaouank zo 'ba, 'ba 'r c'hornad-se koa, ur bochad tud zo 'barh karter-se koa

Lors : Ya ya ya

Jean-Michel : ya, a' mod-'rell 'oé 'vezè chapeliaoù 'rell « hein », inon er chapel vian 'zo 'bar' vourc'h... just 'ba'r vourc'h 'else ha hinan 'oé 'barh amañ eué

Lors : Ha sant, sant piv 'bar'r vourc'h neun ?

Jean-Michel : 'Ba vourc'h Sant... Santez Elena

Lors : Santez Elena, hag amañ ?

Jean-Michel : E Santa... Santez Kristina

Lors : Kristina ... set' 'oé pemp ...pemp ...pemp chape,l pemp pardon, pas ?

Jean-Michel : O zur wac'h d'er c'hours-se, d'er c'hours-se o ya, med pell zo koa, pell zo !

Lors : Gweherell, koa

Jean-Michel : Ya ya ya, beñ ya, ké hinan 'r chapel-mañ zou bet fondet, 'zo bet fondet, hag er main zo bet kaset da ... da ... da Santez-Anna-ar-C'hoed ba... ba Berne... ba Pontkelleg koa

Lors : A ya

Jean-Michel : Ya, ha neoah 'oé ket, 'oé ket fall « hein » 'oé ket fall an'hi, o en doenn 'oé fall un tamm, med moaien 'oé kampenn an'hi aes koa « hein »

Lors : A ya

Jean-Michel : Meit d'er c'hours-se en dud ... ppfff....'ouient ket nê dihun' koa « hein »

Lors : Nann

Jean-Michel : Me 'wele ma zud 'oé ...ma zud-kaer 'vezè 'oé 'barh amañ dija, ar re-se 'wele an traoù kuit, 'n dra-se rae poen dehe, med boñ doeint ket kalz a dra da lâret koa...

Lors : Beñ nann, med just wac'h da biv 'oé ar chapel ?

Jean-Michel : Beñ d'er barrez anfiñ d'er... komun koa

Lors : A, d'ar gomun !

Jean-Michel : Meit ni joñja else marse un dé benneg er person hineh 'noé d'ober argant, ha o meit des ket 'met gwerhein er main-se ha pof... 'else 'mañ bet bet graet an traoù zur wac'h, koa, « ah ouais »

Lors : A ya, peus ket bet gouiet ?

Jean-Michel : Nann, meit oen ket mein 'barh amañ hoah !

Lors : A, nann nann nann...

Jean-Michel : Ha m'eus klasket 'ba' 'r, 'ba 'r « mairie » just wac'h, ma oé un dra benneg, « hein », n'eus ket nitae, neus ket nitae merchet « hein »

Lors : A, nitae merchet ?

Jean-Michel : 'N d'e-se zo bet groeit else, koa, « hein », ya

Lors : Ha memes 'ba, 'ba, 'ba 'r presbitoer pe ... n'oc'h ket bet ' welet ?

Jean-Michel : Nann, ké bremañ n'eus ket presbitoer kén, hañ, toud en traoù-se 'zo eit da Gemene ha marse 'maint bet kollet, ouian ket koa

Lors : Pe marse 'ba Gwened pe ...

Jean-Michel : Marse 'ba Gwened, ya, marse ur sort, ya marse ur sort ...ha neoah er chapel-mañ 'oé, 'oé brav passap, « hein » ya, 'oé ket ur chapel bras med ... pé voein distaget me 'ziskoien ur foto doh

Lors : A ya ya ya ya ya ... brav é hag set'

Jean-Michel : Ya ha ...pardon'

Lors : Nann nann nann laret

Jean-Michel : Hag un erell 'oé hoah Sant-Jili ... e meit houneh 'oé 'tre, 'tre Lokmac'hlaou ha Gemene, meit a barrez Lokmac'hlaoù ur sort koa « hein », meit houneh zo bet distrujet ba, ba 'men 'mañ vered 'r Gemene bremañ

Lors : A ya

Jean-Michel : Ha un dra farsus 'oé ké daou ... daou beleg « hein » inon ... 'n hain Gemene ha 'n hain Lokmac'hlaoù 'rae 'n ouverenn bep kours aze koa, meit un dé benneg beleg, anfiñ person « hein », Lokmac'hlaoù 'noé chañchet an alvé, set' an ell n'helle ket dont kén !

Lors : A a a a a,  set' 'oé bet trouz 'trehe koa !

Jean-Michel : O mac'hat koa, mac'hat

Lors : Med a ya set’ ... set' benn ar fin ma vé kontet hounah...

Jean-Michel : Ya

Lors : Rae hwueh, hwueh chapel ?

Jean-Michel : Ya

Lors : Evit parrez Lokmac'hlaoù, koa

Jean-Michel : Ha 'ba, 'ba ur ur chato 'zo 'ba aze, 'oé inon hoah 'n d'e-se vé laret « chapelle domestique » koa

Lors : A ya

Jean-Michel : Ya

Lors : Set' 'rae seih 'tre tout koa


Testenn e brezhoneg skrivet, adlennet gant Francis Favereau ha Paskal an Intañv :

Lors : Bon ... ha mod-all e-barzh ... e-barzh parrez Lokmac'hlaoù a zo pardonioù c'hoazh ?

Jean-Michel : Ya

Lors : Toud ... tout a zo chomet ?

Jean-Michel : « euh » pas re, pas re ... kar bout ... bout a zo bet un amzer, an traoù-se n'int ket kozh ... e-barzh ... a-raok ar bloavezioù mil ... dek ha tri-ugent bennak a veze ... a veze pardonioù, mes ne veze ket graet kalz a fest ebet, koa

Lors : A bon ?

Jean-Michel : Ha troioù mil nav c'hant ha ... pevar ha pevar-ugent, heñ, a zo komañset ober festoù evit kempenn anezhe koa heñ, kar lod-kaer ar chapelioù-ze a veze ... e oa erru fall, koa heñ

Lors : A ya

Jean-Michel : Ya

Lors : Setu evit ... evit dastum arc'hant

Jean-Michel : Ya evit ... evit kempenn anezhe koa

Lors : Ha, kempenn anezhe ?

Jean-Michel : Me a lar ... me a lar meur a wech, toenn ar re-se a zo bet graet gant krampouezh !

Lors : A a a a, ha gwir eo ?

Jean-Michel : Beñ ya, kar arc'hant ar c'hrampouezh a sikoure ... bochad labour a zo bet graet... fin, pas pas pas ... e-barzh Lokmac'hlaoù, e-barzh partout koa, a zo bet graet evel-se ur sort ...kempenn ur bochad chapelioù ur sort, koa heñ

Lors : A ya ... ha setu e-barzh

Jean-Michel : Ha neuze, d'ar c'houlz-se neuze, a zo bet unan e-barzh Sant Chouchan, heñ, Sant Ujen, Kerlinad ha, ha Longueville koa, war hent An Ignol aze koa ... an tri-se a oa, koa, mes bremañ e-barzh, e-barzh Sant Chouchan n'eus kalz a dra ken, ha Kerlinad ivez kar an dud a gozha, ar re, ar re o doa ...a zo en em okupiñ diouzh an traoù-se, ha Longueville e kerzh c'hoazh mat an traoù ur sort koa

Lors : Ya

Jean-Michel : Ya ya, kar re yaouank a zo e-barzh, e-barzh ar c'hornad-se koa, ur bochad tud a zo e-barzh karter-se koa

Lors : Ya ya ya

Jean-Michel : Ya, ha mod-all e oa ... a veze chapelioù arall, heñ, unan, ur chapel vihan zo e-barzh ar vourc'h ... just e-barzh ar vourc'h evel-se, hag unan a oa e-barzh amañ ivez

Lors : Ha sant ... sant piv e-barzh ar vourc'h, neuzen ?

Jean-Michel : E-barzh ar vourc'h sant ... santez Elena

Lors : Santez Elena, hag amañ ?

Jean-Michel : « Euh » santa... santez Kristina

Lors : Kristina setu e oa pemp...pemp... pemp chapel, pemp pardon, pas ?

Jean-Michel : O sur awalc'h d'ar c'houlz-se ... d'ar c'houlz-se, o ya mes pell a zo, koa, pell zo !

Lors : Gwezharall

Jean-Michel : Ya ya ya, beñ ya kar unan ar chapel-mañ a zo bet fondet ... a zo bet fondet hag ar mein zo bet kaset da ... da ... da Santez-Anna ar c'hoad, e-barzh, e-barzh Berne, e-barzh Pontkalleg koa

Lors : A ya ?

Jean-Michel : Ya, ha newazh ne oa ket ... ne oa ket fall, heñ, ne oa ket fall anezhi ... o, an doenn e oa fall un tamm, mes moaien e oa kempenn anezhi aes, koa heñ

Lors : A ya

Jean-Michel : Mes d'ar c'houlz-se an dud ...... pppfff ....ne ouient ket anezhe dihun koa heñ

Lors : Nann

Jean-Michel : Me a wele ma zud a oa ...ma zud-kaer a veze ... a oa e-barzh amañ dija, ar re-se a wele an traoù kuit ... an dra-se a rae poan dezhe, mes bon n'o doa ket kalz a dra da lâret koa...

Lors : Beñ nann, mes just a-walc'h, da biv e oa ar chapel ?

Jean-Michel : Beñ d'ar barrez, 'fin d'ar... komun koa

Lors : A, d'ar gomun

Jean-Michel : Mes ni a soñj evel-se, marteze un deiz bennak ar person, hennezh en doa d'ober argant ha... o mes n'eus ket nemet gwerzhañ ar mein-se, ha pof, evel-se emañ bet graet an traoù, sur awalc'h koa, « ah ouais »

Lors : A ya, n'ho peus ket bet gouiet ?

Jean-Michel : Nann, mes ne oan ket me e-barzh amañ c’hoazh

Lors : A, nann nann nann

Jean-Michel : Hag am eus klasket e-barzh ar... e-barzh ar « mairie », just a-walc'h, ma oa un dra bennak, heñ, n'eus ket netra ... n'eus netra merket heñ

Lors : A, netra merket ?

Jean-Michel : An dra-se a zo bet graet evel-se, koa, heñ

Lors: Ha memes e-barzh ... e-barzh ... e-barzh ar presbital pe ... n'oc'h ket bet o welet ?

Jean-Michel : Nann, kar bremañ n'eus ket presbital ken ... hañ, tout an traoù-se a zo aet da Gemene, ha marteze emaint bet kollet ... ne ouian ket, koa

Lors : Pe marteze e-barzh Gwened, pe ...

Jean-Michel : Marteze e-barzh Gwened ya ...marteze ur sort ...ya marteze ur sort ...ha newazh ar chapel-mañ a oa ... a oa brao pasap, heñ ya ...ne oa ket ur chapel bras mes ... pa vin distaget me a ziskouezo ur foto deoc'h

Lors : A ya ya ya ya ya, brav eo, hag setu ...

Jean-Michel : Ya ha ... pardon

Lors : Nann nann nann larit

Jean-Michel : hag unan all e oa c'hoazh Sant-Jili ... « euh », mes hounnezh a oa etre etre Lokmac'hlaoù ha Gemene, mes a barrez Lokmac'hlaoù ur sort, koa heñ, mes hounnezh a zo bet distujet e-barzh ...e-barzh ... e-men... emañ vered Ar Gemene bremañ

Lors : A ya

Jean-Michel : Hag un dra farsus e oa, kar daou ...daou beleg heñ ... unan ... an hini Gemene hag an hini Lokmac'hlaoù a rae an oferenn bep koulz aze koa, mes un deiz bennak beleg, erfin person heñ, Lokmac'hlaoù en doa chañchet an alc'hwez, setu an all ne c'halle dont ken

Lors : A a a a a, setu e oa bet trouz etrezo koa !

Jean-Michel : O moarvat koa, moarvat

Lors : Mes ... a ya setu ... a-benn ar fin ma vez kontet hounnezh

Jean-Michel : Ya

Lors : E rae c'hwec'h... c'hwec'h chapel ?

Jean-Michel : Ya

Lors : Evit parrez Lokmac'hlaoù koa

Jean-Michel : Hag e-barzh, e-barzh ur ... ur chato a zo e-barzh, aze, e oa unan c'hoazh, an dra-ze a vez laret « chapelle domestique » koa

Lors : A ya

Jean-Michel : Ya

Lors : Setu a rae seizh etre tout koa

 

Auteurs

paypal