Skol Vreizh

Votre panier




Votre panier est actuellement vide.

   

Vous êtes ici : Accueil Komzoù brezhoneg
Komzoù brezhoneg

Komzoù brezhoneg a zo un heuliad pennadoù video enrollet gant Lors Jouin evit dastum kmozoù gant tud brezhoneg, hag evit kaout un tañva deus liester ar parlantoù hag an taolioù-mouezh e brezhoneg.

Komzoù brezhoneg est une série de vidéos tournées par Lors Jouin pour recueillir, auprès de bretonnants natifs, un échantillon des parlers et des accents qui font la diversité de la langue bretonne.


NOUVEAU: Le projet Komzoù Brezhoneg lance une campagne de financement participatif !

Vous pouvez contribuer au financement du projet en adressant vos dons sur LE POT COMMUN.



Komzou-20140828THE2



Catherine Quiniou, Plonevez ar Faou

Caterine QUINIOU, deus Plonevez ar Faou

Catherine Quiniou a gont deomp diwar-benn he bugaleaj, penaos e kave dudi gant he c'hamaraded e-pad a goañv, ha penaos he doa ranket kuitaat he familh evit mont da vevañ da di he eontr, nebeud a-raok ma varvfe he mamm.

Lennit amañ da heul
 
Joseph Bizouarn, Lokvaria Berrien

Joseph BIZOUARN, deus Lokvaria Berrien

Joseph Bizouarn n'en deus ket bet desket brezhoneg er gêr, met klevet 'n deus bet dalc'hmat, setu ur wech deut war an oad n'eo ket bet diaes dezhañ deskiñ ar yezh ha mont pelloc'h, deskiñ ar mod da zañsal, enrolliñ kanerien...

Lennit amañ da heul
 
Jean-Yves Briand, Le Moustoir

Jean-Yves BRIAND, deus ar Vouster

Jean-Yves Briand a gont deomp penaos e oa bet graet an adlodenniñ (« remembrement ») er Vouster, ha pegen diaes eo bremañ en em staliañ 'vel labourer-douar er vro...

Lennit amañ da heul
 
Lucienne JOURDREN, Plevin

Lucienne JOURDREN, deus Plevin

Lucienne JOURDREN deus Plevin a gont deomp petra eo bevañ 'barzh ur familh micherourien ar maen-glas, mont da labourat war an devezh evit gonid e vara... n'eo ket bet aes bemdez !

Lennit amañ da heul
 
Armand Pichon, Motreff

Armand PICHON, deus Motrev

Armand Pichon a zo bet marichal, o terc'hel ur c'hovel e Motrev 'pad e vuhez.

Lennit amañ da heul
 
Marie-Thérèse Le Louarn, Saint Hernin

Marie-Thérèse LE LOUARN

Marie-Thérèse Le Louarn, deus Sant Hern, a zo bet gant he gwaz o terc'hel ur c'harrdi, ha bremañ war he leve e kemer perzh e buhez ar gommun.

Lennit amañ da heul
 
Robert Le Guillou, Treogan

Robert Le GUILLOU

Robert Le Guillou, deus Treogan, a zo bet labourer douar, hag e kont deomp diwar-benn talvoudegezh ar c'hezeg war-lec'h ar brezel diwezhañ.

Lennit amañ da heul
 
Robert Henri, Plounéour-Ménez

Robert HENRI

Robert Henri, deus Ploneour-Menez, a zo perc'henn war kant devezh-arad koadoù, hag e tispleg deomp penaos e ra war o zro : plantañ, kempenn, gwerzhañ...

Lennit amañ da heul
 
Jean Cloitre, Brennilis

Jean CLOITRE

Jean Cloitre, deus Brenniliz, a gont deomp penaos 'ra war-dro e wreg a zo chomet klañv. Kont a ra deomp ivez penaos ne gred ket ken er Baradoz, nag en Doue, na mann ebet !

Lennit amañ da heul
 
Armand Le Goff, Karaez

Armand Le Goff

Armand Le Goff, deus Karaez, a zispleg deomp penaos 'vez graet fourmaj-kig diwar ar jiboes chaseet gantañ.

Lennit amañ da heul
 
<< Début < Précédent 1 2 3 4 5 6 Suivant > Fin >>

Page 3 sur 6

Auteurs

paypal