Armand Pichon, Motreff |
Armand PICHON, deus MotrevArmand Pichon a zo bet marichal, o terc'hel ur c'hovel e Motrev 'pad e vuhez.Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin : Lors : Petra 'blij doc'h 'mod-all, pesketa pe chaseal ? Armand : 'Mann 'bet è ! Lors : Nann ? Armand : Nann nann … nann nann Lors : Brikoliñ ha labour'd 'ba 'r feurm ? Armand : A ya ya sepet d'ar sul... d'ar sul 'ran mann ebet ! Lors : D'ar sul ret 'mann... Armand : O yo yo Lors : Ha n'et ket d'an avern ? Armand : O yao, pe vé avern 'ba Moter ha 'c'h amp hon daou Lors : Ho daou 'c'h et d'an avern ? Armand : Med matren vé avern diou wech ar miz … ur wech ar miz ? Annick : Diou wech ! Armand : 'Wechoù 'vé d'ar sa'rn.... Lors : Ya Armand : Ha gou'-se wechoù 'vé d'ar … d'ar sul neun Lors : A 'blam n'eus ket personed 'wac'h ? Armand : Bin n'eus ket tud eu matren 'vemp …pe vemp ' asistiñ d'an avern a-c'hiz-se ugent den Lors : A ya Armand : ha wech' ta … 'ta dac'h Sant Hern pe Keraes c'hoazh Lors : A ya Armand : Mmm 'ta ket … 'ta ket tud d'an avern... ar re gozh naint ket kap d'hont ken, ar re yaouank taint ket ! Lors : Nann Armand : Nann … lar't … lar't 'vé 'ba 'ba Keraes n'eus ket 'met tri berson 'vi 'vi c'hwec'h pe seizh barrez 'm'nneg Lors : A bin Armand : Nann nann nann Lors : ' Ra ket kalz hin Armand : Nann justam'nt Lors : Dao dê galoup'd koa partoud Armand : Ya 'wechoù 'raint diou avern d'ar sul koa Lors : A ya memes devezh koa Armand : Ya ya un' da unneg eur 'benneg ha un' ell deus div eur hanter pe un dra m'nneg a' mod-se koa Lors : Ya ya ya ha pe 'vé interamañchoù vé tud 'ba 'n ilis memestra Armand : O ya o ya, 'n interamañchoù 'vé tud ! Lors : Ya Armand : O yao … an dra-he … an dra-he 'chom Lors : An dra-he 'chom papred Armand : Ya ya ya Lors : Hag eureujoù 'vé è ? Armand : O vé ket 'c'hat o un ' diou wech ar blâ matren … badeañchoù matren vé muioc'h Lors : A badeañchoù 'vé Armand : Ya, be'... be' 'vé ur pardon 'm'nneg Lors : Ya ur pardon Armand : Ya aze 'meump ur chapel hanter hent deus alem' da Blevin « Sainte … Sainte Brigitte » Lors : Santez Berc'het ? Armand : « Sainte Brigitte » é Lors : Peseurt mod lar't in brezhoneg Santez Berc'het n'é ket Armand : Eu... Sant Alar Lors : A Sant Alar Armand : « Saint Eloi » Sant Alar é bet 'vi ar c'herzeg Lors : A 'vi ar c'herzeg, ya Sant Alar, peseurt mod larit in brezhoneg Sant Alar Armand : Sant Al'r Lors : Sant Alar ha neun … med 'blam beta 'vé lar't « Sainte Brigitte » in galleg ? Armand : Ouian ket 'dam beta 'vé laret « y'a deux saints» neun matren Lors : Matren 'zo daou sant ya Armand : Ya ha 'oamp bet deg vlâ ado'r ar chapel Lors : O me 'ma lenn't se wa' 'r journal Armand : « Ah voilà » ya Lors : Ha c'hwi 'oa barzh è Armand : Ya ya me m'eus … me 'ma … n'oun ket b'lec'h 'mañ ar foto dac'h ar groaz Lors : O med gwel't 'vo war-lerc'h Armand : Me … me 'ma g'aet … ur groaz 'oa war beg an tour Lors : Mein greun Armand : ha 'oa brein hi Lors : Ya Armand : ha 'n hain' 'n om okup' 'lar din … « o kap oc'h d'o'r ur groaz a' mod-se ?», « ya ha » eñ 'lare din « 'vel é g'aet-hi hin », lar-eñ, « ya ya », laren dañ neb « soudure » na mann 'bet … toud ga' 'ba 'r c'hoï Lors : A ya Armand : A ya ya Lors : Ha 'peus graet neï ka Armand : A ya ya ya … Lors : Ur groaz hou'rn koa Armand : Ur groaz hou'rn ya Lors : Ha 'vé ket gwel't … Armand : A nann nann nann nann nann nann nann … gwechell 'ba 'r c'hoï (govel) 'vize graet toud... bon un tamm hou'rn rond lakaer nañ « carré », ma vé un tamm « carré » lakaer nañ rond, 'vel 'pa c'hoant d'o'r Lors : Ha penvar' 'peus graet ar groaz nê ? Armand : O brem ' 'zo deg... o n'eus ket deg vlâ 'zo … nann n'eus ket deg vlâ 'zo 'c'ha ! Lors : Set' ar c'hoï 'zo amañ c'hoazh ? Armand : « hein » ? Lors : 'Ba 'ba pelec'h 'peus labouret neï ? Armand : 'Ba amañ, 'ba 'r c'hoï … med 'benn neun 'benn neun me 'oan ket ahe ken 'naon ' koa me 'ma feurm't med me oa vet d'o'r memestra koa Lors : Hag é chomet ar c'hoï ? Armand : A ya ya Lors : A ya Armand : Ya Annick : « mais la forge, y'a plus, si ? » Armand : « hein ? » Annick : « y'a plus de forge là » Armand : « Non non non si le ventilateur et tout … » Lors : Ya med 'benn neun... Armand : An anne', 'n anne' m'eus kaset da di ma merc'h, hag ar morzholed 'zo chomet neun... Lors : A ya, med 'benn 'peus graet ar groaz 'oa ar c'hoï ? Armand : Ya ya ya ya ya ! Lors : Med … mond a rin d'o'r ur gwel deus ar groaz ahe Armand : Yao gwel't 'wac'h a ri neï 'ba beg... 'ba beg an tour 'vé gwel't neï ha neun é a-mod-se koa ur « machin » a' mod-se ha ur « droite » Lors : A ya Armand : A ya c'hwi 'dap un tamm hou'rn ha ga' … ga' ur gizell c'hwi ' faout nañ ha ronteet nañ 'ba 'r penn 'n d'dan ! Lors : Ya Armand : Ha gou'-ze neun 'cheñchet an daou … an daou du Lors : Ya Armand : A ya med hhhh Lors : Ha 'benn 'oa-hi echuet peus … peus livet neï Armand : A nann nann « euh » tommañ neï 'vé graet ha lak... lak … ru ha lak't neï 'ba 'n eoul Lors : 'Ba 'n eoul ? Armand : Ya Lors : A ya Armand : Ha neun 'ta hi du Lors : A du Armand : Ha war-lerc'h ' verked' ket neï Lors : A bon Armand : Nann Lors : A 'ouien ket se 'c'ha Armand : Yao … ha lak' neï gou'-se war … war 'r min Lors : Ya Armand : Ha lak' … ha fiks' neï ga' … ga' « du plomb » Lors : A, plomm ! Armand : Ya Lors : A' mod-se 'vouj' ket, koa Armand : A nann nann … med 'n hain goz 'ma tennet kuit a' mod-se è … 'oan vet ga' 'r « chalumeau » ha tommet ar « plomb » ha cheñchet neï 'maez Lors : A ya Armand : Ar re-he 'ouie ket nê p'seurt mod 'oa … me 'lare 'ouian ket pet' é an dra-he, n'é ket siman' na mann 'bet lar'nt-hè med nann nann nann 'laren dê Lors : Ha c'hwi … c'hwi 'ouie ? Armand : Ya … me 'lare dê ma 'zec'het d'o'r c'het da dorr' ar min damaïck 'laren dê Lors : A ya Armand :Ha 'met tommet neï … « klak », ha cheñchet neï 'maez Lors : Ha dioustu... Armand : « Ah bin dis donc » ' lare-è Lors : Ha 'oaint chom't soue'et, koa Armand : Ya … bon gou'-se neun 'lak' an hain' ell, neun lak neï blomm ha tomm' « plomb » ha lak' neï eu Lors : Ha neun 'oa …. ha brema' 'vich ' ket, koa Armand : A ya ya Lors : Ha neun … bid 'zo ur pardon 'michañs ? Armand : Ya ya 'ba « fin … fin » fin miz eost pe Annick : « juillet » Lors : ' Fin miz gouer' ? Armand : Ya justam' Annick : « Fin juillet » miz ar foen Armand : « non » Lors : N'é ket … miz ar foen 'zo « juin » Armand : « juin » Lors : Miz gouer' ? Armand : Miz kouer' ! Annick : A ya Lors : Miz gouer' 'zo « juillet », a ya Armand : Ya ya Annick : A Armand : Yao yao gast Annick Lors : Yao yao yao … set' fin miz gouer' 'zo ur pardon koa Armand : Ya ya … ahe vé « d'habitude » diou pe deier bade'ian pe 'n dra 'benneg a' mod-se bewech Lors : An devezh-te koa Armand : Ya ya, 'brofitain dac'h ar pardon 'vi'... Lors : Ha neun … neun ' zigas tud, koa Armand : Ya ya Lors : A ya ha bez 'vé … bez 'vé ur « buvette » petram' Armand : A ya ya ya, « un vin d'honneur » 'vé warlerc'h koa Lors : A ya, ha bez 'vé ur fest-noz petram' Armand : A 'vé ket … « euh » 'raog 'raemp ur … ur … ur pred Lors : Ya Armand : Ha bez ' vize sonerien brezhoneg ha traoù, med brem' 'vé ket ken Lors : Brem ' 'vé ket ken ? Armand : Nann nann, brem' 'vé ket just 'met an aver'n « oh oui » Lors : Ha 'vé ket pred 'bet ken Armand : Nann nann nann pppfff hain ebet 'c'houla 'n om okup' ken na mann 'bet Lors : A, d'o'r ar boued ha toud ? Armand : Ya justam' Lors : Ha peseurt … pet'a 'viz kinniget ...roet d'an dud 'pad ar pred-ma', friko prun petram'... Armand : O un tamm dac'h toud 'vize, hin Lors : A ya Armand : Ya Lors : Un antree ' vize eu ? Armand : 'Raog ya ya ya Lors : A ya Armand : Ya ya Lors : Ha pato warlerc'h Armand : Ha pato ha... alies Annick : « gratin » Armand : « ouais ouais » pato « ouais » Lors : « Gratin » ya ya ha kig … kig eu Armand : Ya alies … 'wechoù 'viz' komañd't an dra-he 'ba Kerahes … 'vize ket 'met adtomm' nañ d'o'r, koa, hin Lors : A, 'ba ti Manac'h ? Armand : Ya justam', ya ! Lors : A ya, med an dra-he 'goust ker ? Armand : Justam' … « eu » ' c'houniaent mann 'bet nê ! Lors : A nann Armand : Ar « chapiteau » 'vi'e dao feurm' Lors : Se 'zo ker eu... Armand : A justam' ya ha neuhe mond da glask kadorioù …d a glask bankoù ha Lors : O la la Armand : Nann nann nann nann nann 'chome mann 'bet gate mann 'bet Lors : Med pe vize graet 'raog mod kozh neun 'jome arc'hant ?… kalz ? Armand : A ya ya ya ya ya ya … Lors : A ya pe ' vé red pren' toud ha feurm' toud a bin Armand : A nann nann nann ha gou'-se neun viz' g'aet 'ba' 'r « salle polyvalente » amañ 'giz-ma' Lors : Ya Armand : Mem' brem' vé g'aet c'hoazh è Lors : Ar pred Annick : 'Vé ket ...' vé ket « repas » ken Armand : 'Vé ket « repas » ken è Annick : « Ça coûte trop cher » Lors : A goust re ger ya … a ya 'vé ket pred 'bet ken brem' Armand : Nann nann nann Lors : A an dra-he 'zo drol … med trist é memestra pugur pe vé ur pred bras a-mod-se 'vé... Armand : An dud ' chom ! Lors : Bin ya, hag é joaüs koa ! Armand : Ya Lors : Ya, 'michañs vé kanet ha toud ? Armand : O ya ya, ha dañs, ha traoù... Lors : A ya, bon matren 'teuï en dro ? Armand : Bin ya ya, med dao é kaout tud da 'n om okup' eu ! Lors : Just 'wac'h ! Armand : Ha an dud 'c'houlant ket ken …. Lors : Nann brem' Armand : Nann nann Lors : Nann nann Armand : Me 'zo bet matren izhpenn tregont vlâ 'ba 'r « c'homite des fêtes » 'ba Moter', benn neuhe 'viz' koursoù ha traoù ! Lors : A ya Armand : O iao « cyclocross » ha « lutte bretonne » ha traoù a' mod-se Lors : Toud an traoù Armand : Ha tud, pegem' 'viz', oiaou ahe 'viz tud ! Lors : Ya med ahe ahe … d'ar mare-se an dud 'oa prest da labour'd 'vi nintra ! Armand : Justam' ya … o ya tud, ahe 'viz' tud 'labour'd ! Lors : A ya ya Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau : Lors : Petra a blij deoc'h mod-all, pesketa pe chaseal ? Armand : Mann ebet ivez... Lors : Nann Armand : Nann nann ….nann nann Lors : Brikoliñ ha labourat e-barzh ar feurm ? Armand : A ya ya … sepet d'ar sul … d'ar sul ne ran mann ebet ! Lors : D'ar sul ne rit mann … Armand : O io io Lors : Ha n'it ket d'an oferenn ? Armand : O eo pa vez oferenn e-barzh Motrev hag ez eomp hon-daou Lors : Ho-taou ez it d'an oferenn... Armand : Mes marteze a vez oferenn div wech ar miz ...ur wech ar miz Annick : Div wech... Armand : A-wechoù e vez d'ar sadorn. Lors : Ya Armand : Ha goude-se a-wechoù e vez d'ar … d'ar sul neuze Lors : A, abalamour n'eus ket personed a-walc'h ? Armand : Bin n'eus ket tud « euh » marteze e vezomp … pa vezomp oc'h asistiñ d'an oferenn ar c'hiz-se, ugent den ? Lors : A ya Armand : Hag a-wechoù a zeu … a zeu diouzh Sant Hern pe Keraez c'hoazh Lors : A ya Armand : Humm ne zeu ket ...Ne zeu ket tud d'an ofern … ar re gozh n'int ket kap da zont ken, ar re yaouank ne zeuont ket Lors : Nann Armand : Nann … Laret … laret e vez e-barzh … e-barzh Keraez n'eus ket 'met tri berson evit … evit c'hwec'h pe seizh parrez bennaket Lors : A bin Armand : Nann nann nann Lors : Ne ra ket kalz « hein » Armand : Nann justamant Lors : Dav dezho galoupat, koa, partout ! Armand : Ya, a-wechoù e reont div oferenn d'ar sul koa Lors : A ya, memes devezh koa Armand : Ya ya, unan da unneg-eur bennaket, hag unan all diouzh div eur hanter, pe un dra bennak ar mod-se koa Lors : Ya ya ya, ha pa vez interamantoù e vez tud e-barzh an iliz memestra ? Armand : O ya o ya, en interamantoù a vez tud ! Lors : Ya Armand : O eo … an dra-se a chom Lors : An dra-se a chom bepred Armand : Ya ya ya Lors : Hag euredoù a vez ivez ? Armand : O na vez ket moarvat … o unan div wech ar bloaz marteze … badeziantoù a vez muioc'h Lors : A, badeziantoù a vez ? Armand : Ya pa ...pa vez ur pardon bennak Lors : Ya, ur pardon Armand : Ya, aze hon eus ur chapel hanter hent diouzh alemañ da Blevin, « Sainte … Sainte Brigitte » Lors : Santez Berc'hed ? Armand : « Sainte Brigitte » eo Lors : Peseurt mod a larit e brezhoneg, Santez Berc'hed n'eo ket ? Armand :Euh, « Sant Alar » Lors : A, Sant Alar ? Armand : « Saint Eloi », Sant Alar eo bet evid ar c'hezeg Lors : A evid ar c'hezeg, ya, Sant Alar ...peseurt mod a larit e brezhoneg … Sant Alar... Armand : Sant Talar Lors : Sant Talar ha neuze … abalamour da betra e vez laret « Sainte Brigitte » e galleg ? Armand : Ne ouian ket abalamour da betra e vez laret, « y'a deux saints » neuze marteze ? Lors : Marteze a zo daou ... sent ya... daou sant Armand : Ya, hag e oamp bet deg vloaz oc'h adober ar chapel Lors : O, me am boa lennet se war ar journal ! Armand : « Ah voilà » ya Lors : Ha c'hwi a oa e-barzh ivez ? Armand : Ya ya me am eus … me am boa … n'ouzon ket da belec'h emañ (aet) ar foto diouzh ar groaz... Lors : O, mes gwelet e vo war-lerc'h Armand : Me … me am boa graet … ur groaz e oa war beg an tour Lors : … mein greun Armand : Hag e oa brein hi Lors : Ya Armand : Hag an hini en em okupe a lar din … « o, kap oc'h d'ober ur groaz ar mod-se ? » ya, hag eñ a lare din … « evel eo graet-hi, "hein" » a lar-eñ... « ya ya », e laren dezhañ, « hep "soudure" na mann ebet … tout gant … e-barzh ar c'hovel (hoï) » Lors : A ya ? Armand : A ya ya ! Lors : Hag ho peus graet anezhi, ya ? Armand : A ya ya ya ! Lors : Ur groaz houarn koa Armand : Ur groaz houarn ya Lors : Ha na vez ket gwelet … Armand : A nann nann nann nann nann nann nann ... gwechall e-barzh ar c'hovel e veze graet tout, bon un tamm houarn ront e lakaer anezhañ « carré », ma vez un tamm « carré » e lakaer anezhañ ront evel ho poa c'hoant d'ober... Lors : Ha pevare ho peus graet ar groaz nevez ? Armand : O bremañ a zo dek … n'eus ket deg-vloaz a zo … nann, n'eus ket deg-vloaz a zo moarvat Lors : Setu ar c'hovel a zo amañ c'hoazh ? Armand : « Hein » ? Lors : E-barzh … e-barzh pelec'h ho peus labouret anezhi ? Armand : E-barzh amañ, e-barzh ar c'hovel … mes a-benn neuze … a-benn neuze me ne oan ket aze ken ac 'hanon koa … me am boa feurmet … mes me a oa bet d'ober memestra koa Lors : Hag eo chomet ar c'hovel ? Armand : A ya ya Lors : A ya Armand : Ya Annick : « Mais la forge y'a plus... si ? » Armand : « Hein » ? Annick : « Y'a plus la forge, là » Armand : « non non non si le ventilateur et tout ... » Lors : Ya mes a-benn neuze... Armand : An annev … an annev am eus kaset da di ma merc'h, hag ar morzholed a zo chomet neuze Lors : A ya mes a-benn ho peus graet ar groaz e oa ar c'hovel Armand : Ya ya ya … ya ya Lors : Mes … mont a rin d'ober ur gwel d'ar groaz aze Armand : Eo … gwelet a-walc'h a ri anezhi e-barzh beg … e-barzh beg an tour a vez gwelet anezhi … ha neuze eo ar mod-se koa ur « machin » ar mod-se hag ur « droite » Lors : A ya Armand : A ya … c'hwi a dap un tamm houarn ha gant … gant ur gizell c'hwi a faout anezhañ hag e rontait anezhañ e-barzh ar penn en dan Lors : Ya Armand : Ha goude-se neuze e sachit an daou … an daou du Lors : Ya Armand : A ya mes hhhhh Lors : Hag a-benn e oa-hi echuet ho peus … ho peus livet anezhi Armand : A nann nann « euh », tommañ anezhi a vez graet ha laket ...laket … ruz ...ha laket anezhi e-barzh an eoul Lors : E-barzh an eoul ? Armand : Ya Lors : A ya Armand : Ha neuze a ta-hi du Lors : A du Armand : Ha war-lerc'h ne vergl ket anezhi Lors : A bon Armand : Nann Lors : A ne ouien ket se moarvat Armand : Eo … ha lakat anezhi goude-se war ...war ar maen Lors : Ya Armand : Ha laka ...ha fiks anezhi gant « du plomb » Lors : A, plomm ! Armand : Ya Lors : A ya, ar mod-se ne vouja ket koa Armand : A nann nann … mes an hini gozh am boa tennet kuit ar mod-se ivez, e oan bet gant ar « chalumeau » ha tommet ar « plomb », ha sachet anezhi maez Lors : A ya Armand : Ar re-se ne ouie ket anezho peseurt mod e oa … me a lare « ne ouian ket petra eo an dra-se », « n'eo ket simant na mann ebet » a larent-int mes « nann nann nann » a laren dezho Lors : Ha c'hwi … c'hwi a ouie ? Armand : Ya … me a lare dezho ma zalc'hit d'ober ez it da dorriñ ar maen bremaïk a laren dezho Lors : A ya Armand : Ha nemet tommet anezhi … klak … ha ha sachet anezhi maez ! Lors : Ha diouzhtu... Armand : « Ah ben dis donc ! » a lare-int Lors : Hag e oant chomet souezhet, koa Armand : Ya … bon goude-se neuze lakat an hini all neuze, lakat anezhi 'blomm ha tommañ « plomb », ha lakaad anezhi ivez Lors : Ha neuze e oa … ha bremañ ne fich ket koa Armand : A ya ya Lors : Ha neuze … bez a zo ur pardon emichañs Armand : Ya ya e-barzh « fin … fin » fin miz eost pe … Annick : « Juillet » Lors : Fin miz gouere Armand : Ya justamant Annick : « Fin Juillet » miz ar foen ? Armand : « non » Lors : N'eo ket … miz ar foen a zo « juin » Armand : « Juin » Lors : Miz gouere ? Armand : Miz gouere Annick : A ya Lors : Miz gouere a zo « Juillet », a ya Armand : Ya ya Annick : A Armand : Eo ! eo gast, Annick ! Lors : Eo eo eo … setu fin miz gouere a zo ur pardon koa Armand : Ya ya … aze a vez « d'habitude » neuze diou pe deier badeziant pe un dra bennaK ar mod-se bewech Lors : An devezh-se koa Armand : Ya ya, e brofitont eus ar pardon evid … Lors : Ha neuze a zegas tud koa Armand : Ya ya … Lors : A ya ha bez e vez … bez e vez ur « buvette » peotramant Armand : A ya ya ya « un vin d'honneur » a vez war-lerc'h koa Lors : A ya ha bez e vez ur fest-noz peotramant Armand : A ne vez ket « euh » araok a raemp ur … ur … ur pred Lors : Ya Armand : Ha bez e veze sonerien brezhoneg ha traoù mes bremañ ne vez ket ken Lors : Bremañ ne vez ket ken ? Armand : Nann nann, ne vez ket just nemet an oferenn, « oh oui » Lors : Ha ne vez ket pred ebet ken ? Armand : Nann nann nann pppffff, hini ebet na c'houll en em okupiñ ken, na mann ebet ! Lors : A d'ober ar boued ha tout... Armand : Ya justamant Lors : Ha peseurt...petra a veze kinniget ... roet d'an dud e-pad ar pred-mañ ...friko prun peotramant.... Armand : O un tamm eus toud a veze « hein » Lors : A ya Armand : Ya Lors : Un antre a veze ivez ? Armand : A-raok, ya ya ya Lors : A ya Armand : Ya ya Lors : Ha pato war-lerc'h ? Armand : Ha pato hag alies Annick : « Gratin » Armand : « ouais ouais » , pato ,« ouais » Lors : « Gratin » ya ya ha kig … kig ivez Armand : Ya, aliez e veze komañdet an dra-se e-barzh Keraez … ne veze ket nemet adtommañ anezhañ d'ober koa « hein » Lors : A e-barzh ti Manac'h ? Armand : Ya justamant ya Lors : A ya, mes an dra-se a goust ker... Armand : Justamant … « euh » ne c'hounezaent mann ebet anezho Lors : A nann Armand : ar « chapiteau » a veze dav feurmiñ Lors : Se a zo ker ivez Armand : A justamant ya ha neuze mont da glask kadorioù … da glask bankoù ha... Lors : O la la Armand : Nann nann nann nann nann, ne chome mann ebet ganto, mann ebet ! Lors : Mes pa veze graet ar-aok mod kozh neuze e chome arc'hant... kalz Armand : A ya ya ya ya ya ya ….. Lors : A ya pa vez ret feurmiñ tout ha prenañ tout, a bin .... Armand : A nann nann nann ha goude-se neuze e veze graet e-barzh ar « salle polyvalente » amañ e-giz-mañ Lors : Ya Armand : Memes bremañ a vez graet c'hoazh ivez Lors : Ar pred ? Annick : Ne vez ket … ne vez ket « repas » ken Armand : Ne vez « repas » ken ivez Annick : « Ça coûte trop cher » Lors : A goust re ger ya … a ya ne vez ket pred 'bet ken bremañ Armand :Nann nann nann Lors : A an dra-se zo drol … mes trist eo memes tra peogwir pa vez ur pred bras ar mod-se a vez … Armand : An dud a chom Lors : Bin ya, hag eo joaüs koa ! Armand : Ya Lors : Ya, emichañs e vez kanet ha tout... Armand : O ya ya ha dañs ha traoù Lors : Ya bon, marteze a deuio en dro Armand : Bin ya ya, mes dav eo kaout tud d'en em okupiñ ivez Lors : Just a-walc'h Armand : Hag an dud ne c'houllont ket ken Lors : Nann bremañ Armand : Nann nann Lors : Nann nann Armand : Me a zo bet marteze ouzhpenn tregont vloaz e-barzh ar c'homite « des fêtes » e-barzh Motrev hag a-benn neuze e veze koursoù ha traoù Lors : A ya Armand : Oyao « cyclo-cross » ha « lutte bretonne » ha traoù ar mod-se ! Lors : Toud an traoù Armand : Ha tud, pegement a veze, oiaou ! Aze a veze tud ! Lors : Ya mes aze aze ... d'ar mare-se an dud a oa prest da labourat evit netra Armand : Justamant ya … o ya tud aze a veze tut o labourad Lors : Ya ya ya
|
Recherche avancée |