Skol Vreizh

Votre panier




Votre panier est actuellement vide.

   

Vous êtes ici : Accueil Komzoù brezhoneg Daniel Bieuzent, deus Silieg
Daniel Bieuzent, deus Silieg

Daniel Bieuzent, deus Silieg

Daniel Bieuzent a oa kalvez ha aozer meurb, da heul e dad. Kontañ a ra deomp peseurt koad a veze prenet gantañ evit ober meurbl, fenestroù, savadurioù-kalvez...

Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :

Lors : Beñ se 'zo ur chañchamant bras « hein » !

Daniel : A beñ ya, o beñ ya, ke pe rimp (raemp) ... pe rimp toud 'n traoù, vezé imm kaout koed, koed sec'h, bilhoù, bilhoù a b'war... hani ...koed, koed eksotik

Lors : A ?

Daniel : A beñ ya, o traoù 'oé ken uhel-sé da ...

Lors : A ya, med koed doh en Afrik pé...

Daniel : A ya ya ya ya, koed an Afrik, ya !

Lors : Med ho, ho ...hag ho tad dija laboure get koad doh an Afrik ?

Daniel : A ya ya, o ya !

Lors : Dija ?

Daniel : O ya, dija ya, o ya ya ya, med 'vezé, 'vezé, 'vezé ket 'met koed glas, pe neu' komañs' er c'hoed donet koa ... beñ koed glas ... vezé da' lakad neñ da sec'heiñ, da sec'heiñ !

Lors : A ya ?

Daniel : un tammig treñglenn eu e vezé laket e 'tre 'tre ... 'tre 'tre .... er plañch koa

Lors : 'Tre plankennoù ?

Daniel : Ya ya ...ha tole' vezé eu 'vezé laket ar lein, uit harz' ar gla' mont 'arnê !

Lors : Ya

Daniel : Med arlerh neuze, arlerh 'zo bet koed sec'h, « hein » !

Lors : A ya ?

Daniel : Ya ya !

Lors : A ya ya, med, med, set' er bilhaoù 'dae doh an Afrik ?

Daniel : A ya !

Lors : Med boud e oé bilhoù eùe, 'dae doh koed er c'hoedaoù ?

Daniel : A pas, tchet kal ... ya, d'ober, d'ober « charpente » mes pas tchet, pas tchet uit gober vanestraoù na traoù ' sort-se, nann pas, o nann nann nann pas ket meurb, « hein » a nann nann nann pe rimp meurb 'tin... 'tae ag er Mayenn un tamm, mes surtoud ar Sarth

Lors : A, pugur mé m'eus klewet 'vezé koed doh koedoù ar vro ama'...

Daniel : Mmm, koed er vForges, koa

Lors : Ya, marse ya e ... koed der' ha kistin... 'veit gober meurb ...

Daniel : A ya, med kesten 'vezé dre amañ eùe, mes surtoud i Sant-Inan ... Sant-Inan, i Kleiereg tu a Pondi zo un tamm ... med, med 'ba 'amañ 'oé ket kalz a kistin a oé vad ... mad « hein »

Lors : A bon ?

Daniel : Nann nann nann ... nann nann nann, an doar a ra, « hein »

Lors : En doar...

Daniel : A ya ya !

Lors : Ha lare't 'zo dein e oé kiris eùe ... kiris ?

Daniel : A kiris ya ... o, pas ket kement-se !

Lors : Nann ?

Daniel : Peus tchet kement-se, un tammig kiris e vezè, med pas ket kal', nann nann

Lors : Set' er c'hoed 'veit gober meurb 'dae, 'dae doh ar Mayenn ?

Daniel : A beñ ya pe vezè... p' vezè ... p' vezè graet get der', 'tint, 'tint (taent) a Mayenn pé i Sarth « hein », meit kentoc'h a Sarth « hein »

Lors : A ya ?

Daniel : A neuhe 'oé koed, koed superp, koa !

Lors : A ya !

Daniel : Ya ya, hag med ... da gomañs pe m'oe komañset labourat 'veze ...'veze ket 'met kesten « hein »

Lors : A ya ?

Daniel : Ya ya ... toud ...toud er meurb' 'vezè g'aet in kesten hag, hag toud er vanestraoù toud an noriched eùe 'veze 'veze g'aet in kesten ... ya ya

Lors : Kesten ar vro ?

Daniel : Ya, kesten ar vro, ya ya ...

Lors : Hag...

Daniel : Hag ni yae-ni da glah da ...i

Lors : I Pondi ?

Daniel : Ya, i Pondi 'oé ... 'oé un trohour koed koa « hein », un trohour koed maleureu', bernioù bernioù ihuel-passab ... vezé da' kemer toud, toud, toud eul lodenn koa ya ya

Lors : Mmm mmm

Daniel : Kè er c'hoed brawañ 'oé; 'oé dal'hmat d'an dan, a a a a

Lors : A ya a a a a ya ya ... a ya ya hag en trohour koed-sen 'nize oustilhaoù da droc'h a-hed koa

Daniel : A ya, o ya me m'eu' gwelet é ... in Ti Le Touze du-se en Oriant ... ken uhel 'ust (just) 'eldoun « hein »

Lors : A ya ?

Daniel : A ya sort-se 'oé bilhaoù ... sort-se

Lors : Med bilhaoù kesten ?

Daniel : Pas pas pas pas pas, o pas ... « bois » hani Sipo 'oé, Sipo « bois ... bois » a dae ag an Afrik « hein » !

Lors : A ya ?

Daniel : A ya, mes arlerh neuze 'zo bet, 'zo bet beñ ya kè ... re ... re vrahañ « sans doute » 'zo bet torret da getañ

Lors : Mmm

Daniel : Ya ya !


Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

Lors : Beñ se zo ur chañchamant bras, « hein » !

Daniel : A beñ ya, o beñ ya kar pa raemp ... pa raemp tout an traoù a veze ezhomm, kaout koad koad sec'h, bilhoù ... bilhoù a bevar (b'war...), hini ... koad koad eksotik

Lors : A

Daniel : A beñ ya, o traoù a oa ken uhel-se da...

Lors : A ya, mes koad koad diouzh an Afrik pe...

Daniel : A ya ya ya ya, koad an Afrik, ya !

Lors : Mes ho, ho ... hag ho tad dija a laboure gant koad diouzh an Afrik ?

Daniel : A ya ya, a ya !

Lors : Dija ?

Daniel : O ya, dija, o ya ya ya, e veze, e veze, e veze ket 'met koad glas p'en deus komañset ar c'hoad donet koa ... beñ koad glas ... a veze da lakaat anezhañ da sec'hiñ ... sec'hiñ

Lors : A ya

Daniel : un tammig treñglenn ivez e veze lakaet « euh » etre ... etre etre ar plañch koa

Lors : Etre plankennoù .

Daniel : Ya ya, ha taolet 'veze ivez... e veze lakaet àr-lein evid harzañ ar glav mont warne

Lors : Ya ?

Daniel : Mes àr-lerc'h, neuze, àr-lerc'h a zo bet koed sec'h « hein »

Lors : A ya ?

Daniel : A ya !

Lors : A ya ya, mes, mes setu ar bilhoù a deue diouzh an Afrik ?

Daniel : A ya !

Lors : Mes bez e oa bilhoù ivez a deue diouzh koad ... ar c'hoadoù ?

Daniel : A pas, ket kalz ... ya, d'ober, d'ober « charpente », mes pas ket evid ober fenestroù na traoù sort-se, nann pas ...nann nann nann pas, ket meurb « hein », a nann nann nann, pa raemp meurbl e taent (teuent) ... e tae diouzh ar « Mayenne » un tamm, mes surtout ar « Sarthe »

Lors : A, peogwir am eus klevet a veze koad diouzh koadoù ar vro amañ ?

Daniel : Mmm koad ar vForges, koa

Lors : Ya marse (marteze) ya e ... koad derv ha kesten (kistin) evid ober meurbl...

Daniel : A ya, mes kistin a veze dre amañ ivez, mes surtout e Sant-Inan... Sant-Inan ha Klegereg... tu Pondi zo un tamm ... mes, mes e-barzh amañ ne oa ket kalz a gistin a oa vad (vat) ... mat « hein »

Lors : A bon ?

Daniel : Nann nann nann ... nann nann nann an douar a ra « hein »

Lors : An douar ?

Daniel : A, ya ya !

Lors : Ha laret a zo din e oa kiris ivez ... kiris ? (kerez)

Daniel : A, kiris, ya ... o, pas ket kement-se

Lors : Nann ?

Daniel : Pas ket kement-se, un tammig kiris a veze mes pas ket kalz, nann nann

Lors : Setu ar c'hoad evid ober meurbl a deue ... a deue diouzh ar « Mayenne » ?

Daniel : A beñ ya, pa veze, pa veze, pa veze graet gant derv e teuaent e teuaent diouzh ar « Mayenne » pe diouzh ar « Sarthe », « hein », mes kentoc'h ar « Sarthe, hein »

Lors : A ya ?

Daniel : A neuze e oa koad superb, koa !

Lors : A ya !

Daniel : Ya ya hag mes ... da gomañs pa m'oa komañset labourat e veze ... ne veze ket ne veze nemet kistin « hein »

Lors : A ya

Daniel : Ya ya ... tout ... tout ar meurbl a veze graet e kistin hag hag tout ar fanestroù (prenestroù), toud an noriched (dorioù) ivez a veze ... a veze graet e kistin ... ya ya

Lors : Kistin ar vro

Daniel : Ya, kistin ar vro, ya ya

Lors : Hag ...

Daniel : Hag ni a yae-ni da glask da ...

Lors : E Pondi ?

Daniel : Ya, e Pondi a oa ... a oa un troc'her koad, koa « hein », un troc'her koad maleürus ! bernioù, bernioù uhel-pasabl ... a veze da gemer tout, tout, tout ul lodenn, koa ya ya

Lors : Mmm mmm

Daniel : Kar ar c'hoad brawañ e oa, e oa dalc'hmat d'an edan, a a a a !

Lors : A ya, a a a a, ya ya ... a ya ya, hag an troc'her koad-se en deze oustilhoù da droc'hañ a-hed koa ?

Daniel : A ya ... me'm eus gwelet ivez ... e ti Le Touze du-se en Oriant ... ken uhel just eveldon « hein »

Lors : A ya !

Daniel : A ya, sort-se e oa bilhoù sort-se !

Lors : Mes bilhoù kistin ?

Daniel : Pas pas pas pas pas, o pas ... « bois » hini Sipo e oa ...Sipo « bois » a deue diouzh an Afrik, « hein » !

Lors : A ya ?

Daniel : A ya, mes àr-lerc'h neuze a zo bet ... a zo bet ... beñ ya kar ... ar re ... ar re vrasañ « sans doute » a zo bet torret da gentañ.

Lors : Hmmm

Daniel : Ya ya !

 

Auteurs

paypal