Robert Blanchard, deus an Uhelgoad |
Robert BLANCHARD, deus an UhelgoadRobert Blanchard en deus kontet deomp en eñvorennoù deus brezel an Aljeri, ha dreist-holl an darempredoù en doa eno gant ar soudarded all.Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin : Lors : Ha 'keit 'oas du-se 'ba 'ba 'n Aljeri bez ' oa Bretoned all ... ganoc'h Robert : A « ouais » eun deus Fouesnan' 'oa ganin ahe Lors : Deus p'lec'h Robert : Fouesnan' Lors : Fouesnan' Robert : « Ouais » Lors : Ya Robert : « Ouais » Lors : Hag eñ 'gonte brezhoneg ganit Robert : A n'é ket memes brezhoneg Lors : A nann Robert : Nann nann neuhe 'gaozeemp galleg « hein » Lors : A ya Robert : « ouais » Lors : Re stert 'oa da 'n im gompren koa Robert : « ouais » o ya neuhe 'vi'emp ... ha pugur ni 'oa kim 'met c'hwec'h pe seizh « français » 'yaemp toud 'ba 'r rujumant 'ba 'r vatailhon « sénégalais » d'hond set' a-giz-se... « ah ouais » Lors : A 'oa kim 'met seizh pé eizh ... Robert : « ouais , ouais » ni 'oa aet ga' ur ... « un canon de 75 sans recul » ahe 'oa bet 'ba 'r rujumant neuhe « ah ouais » Lors : Set' 'oa seizh pé eizh ... Robert : « français » « ah ouais » Lors : ' N 'm okupiñ deus ur c'hanon Robert : « Ouais » ar re all 'oa toud « des sénégalais » ahe « ouais » ... med ar re-he 'oa lod 'na graet an « Indochine » ha toud « hein » Lors : A ya Robert : « ah ouais » o yao ha lod na graet « Dien Bien Phu » heñ « oh ouais » ar re-he 'oa paotred naint ket aon « hein » Lors : « Hein » Robert : Ar re-he naint ket aon Lors : Nann Robert : « Oh la vache » a nann Lors : Med ar re-se ' oa re zu Robert : « ouais » Lors : Toud nê Robert : Med ar re-he 'oa aesoc'h re zu 'vid « les arabes hein » Lors : A ya Robert : « Oh ouais » minioc'h minioc'h « francs » 'oaint « hein » Lors : Minioc'h « francs » ? Robert : « Ah ouais » Lors : a bon Robert : « Ah ouais » a ya ar re-he ma vez tapet berr ar re-he teuï toud da zifenn 'c'hanout « hein » mes pas mond d'or vis dê eu ma rez vis dê diwall « hein... ah ouais ah ouais » ar re-se é dao tap' nê dous hag 'rer forz peta gate neuhe « ah ouais » Lors : A ya Robert : « Ah ouais » o kalz memes 'raemp ul lizer dê da d'o g... da gas d'o wreg d'ar « Sénégal » ha toud Lors : A ya Robert : « ah ouais » 'vi'e lar't « tu m'fa... » ober 'rez ul lizher din da... da gas d'em wreg « ouais ouais » Lors : A ya Robert : « Ah ouais » Lors : Set ' te te peus bet skrivet dañ ... n'é ket Robert : Nann pez lara-eñ me 'skriv koa Lors : A ya ... da gas du-se Robert : « Ouais » a ya da gas d'e wreg koa Lors : D'e wreg ya Robert : « Ah ouais » Lors : Ha pugur ' ouie ket skriva' koa Robert : Nann nann Lors : A nann nann nann Robert : « Ah ouais » Lors : Ar re-mañ 'ouie ket skriva' nê Robert : Lod deuc'houto nann ... nann nann « ah ouais » setu ar re-he 'baee ur baoc'h dit gou-ze koa Lors : A ya Robert : 'vi'e kaset d'ar « foyer » koa Lors : A ya ar re-he 'eve alkol eu 'n « tirailleurs sénégalais » ahe Robert : O lod ... lod 'raent ket med lod all 'rae 'ouie evañ 'vel ar re all « oh penses-tu » Lors : A ya Robert : Ar re 'oa 'ba 'n « indochine » ha partoud ahe « penses-tu oh ouais » Lors : Ha peta 'oa d'evañ du-se 'ba 'n Aljeri Robert : « Hein » Lors : Peseurt boesonioù 'oa du-se Robert : O kalez bier Lors : Bier Robert : « Oh ouais ah ouais » Lors : Gwin 'oa ket Robert : O nann an dra-he 'vi'e ket roet domp nann nann un tamm gwin 'oa da zibiñ ahe 'oa toud o med ... Lors : Gwin ruz Robert : « Ouais ouais ouais » o ya 'vi'e roet ur c'hard dit ahe Lors : A ya ur picherad ... Robert : « Ouais » Lors : Ur c'hard litrad Robert : « Ouais ouais ouais » ha pé vi'e kulotet ar c'hard 'vi'e vi'e gwelloc'h ar gwin mod all ha mod all an dra-he 'oa un tamm 'vel 'n « aluminium » 'vi'e blaz an « aluminium » gat' « ouais » pé vi'e komañset ar c'hard de vé du un tamm neuhe 'vi'e gwelloc'h ar gwin barzh Lors : A aaaa a ya 'blam 'blam 'blam' vi'e kulot't Robert : « Ouais » a ya Lors : Med med du-se 'oa gwin ru sert... Robert : O nann domp vi'e ket roet ... nann nann nann nann Lors : A nann Robert : O nann ... nann nann 'oa ket yao 'ba Oran 'vi'e... 'oa « du sénéclauze » Lors : 'Ba pl'ec'h Robert : 'Ba Oran 'oa « du sénéclauze » ahe gwin mad med domp vi'e ket roet da ...deus ar sort-se nann Lors : A nann Robert : « Petite qualité » Lors : A ya matrese matrese matrese 'vize laket dour barzh eu Robert : O ouian ket peta vi'e graet ...ooppff Lors : Nann Robert : Memes mod 'vel ar butun neuhe pakajoù ar re-he vi'e 'wechoù melladoù tammoù koad 'barzh eu ... an dra-he 'oa toud ...ppff ...butun Lors : Boutonioù Robert : Nann butun Lors : A butun a ya Robert : « Ah ouais ouais » hain' gros ahe melladoù tammoù koad 'barzh « penses-tu » Lors : A ya a ya pakajoù gwer n'é ket Robert : « ouais » ola ... o nann ahe mamp disket fumiñ koa Lors : A ya 'raok 'pa ket graet Robert : Opf 'wechoù pé yaemp d'ar bal vi'e kemer't ur pakad è med 'wechoù gou-ze 'jome 'ba 'r godell « penses-tu » 'vi'e ket fumet nann nann med ahe gou-ze 'mamp pugur v'ie roet domp mamp desket pfff « ah ouais » Lors : War-lerc'h peus ket kontinuet da vutuniñ Robert : « Ouais » yeo o yeo gast tregont ... tregont vlâ 'zo bennag 'm eus dihanet o gast ! Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau : Lors : Hag e-keit e oas du-se e-barzh ... e-barzh an Aljeri ... bez e oa Bretoned all ...ganeoc'h Robert : A « ouais » unan diouzh Fouesnant e oa ganin aze Lors : Diouzh pelec'h Robert : Fouesnan' Lors : Fouesnan' Robert : « Ouais » Lors : Ya Robert : « Ouais » Lors : Hag eñ a gonte brezhoneg ganit Robert : A n'eo ket ar memes brezhoneg Lors : A nann Robert : Nann nann neuze a gaozaemp galleg « hein » Lors : A ya Robert : « Ouais » Lors : Re start e oa d'en em gompren koa ! Robert : « Ouais » o ya neuze e vezemp ... ha peogwir ni a oa ken nemet c'hwec'h pe seizh « français » ez aemp tout e-barzh ar rujumant e-barzh ar vatailhon « sénégalais » da vond ... setu e-giz-se ... « ah ouais » Lors : A ne oa ken nemet seizh et eizh ... Robert : « Ouais ... ouais » ni a oa aet gant ur ... « un canon de 75 sans recul » aze e oa bet e-barzh ar rujumant neuze « ah ouais » Lors : Setu e oa seizh pe eizh Robert : « Français » ... « ah ouais » Lors : Oc'h en em okupiñ diouzh ur c'hanon Robert : « Ouais » ar re all a oa tout « des sénégalais » aze « ouais » mes ar re-se e oa lod en doa graet an « Indochine » ha toud heñ Lors : A ya Robert : « Ah ouais » o eo ha lod en doa grate « Dien Bien phu » heñ « ah ouais » ar re-se a oa paotred n'o doa ket aon heñ Lors : Heñ Robert : Ar re-se n'o doa ket aon Lors : Nann Robert : « O la vache » nann Lors : Mes ar-se a oa re zu Robert : « Ouais » Lors : Tout anezho Robert : Mes aze a oa aesoc'h re zu evid « les arabes » heñ Lors : A ya Robert : « O ouais » muioc'h ...muioc'h frañ e oant heñ Lors : Muioc'h frañ Robert : « Ah ouais » Lors : A bon Robert : « Ah ouais » a ya ma vez tapet berr ar re-se a deuio tout da zifenn ac'hanout heñ mes pas mond d'ober vis dezho ivez ... ma rez vis dezho, diwall heñ « ah ouais ah ouais » ar re-se eo dao tapout anezho dous hag e raer forzh petra ganto neuze « ah ouais » Lors : A ya Robert : « Ah ouais » o kalz memes a raemp ul lizher dezho da ... d'o g ... da gas d'o wreg d'ar « Sénégal » ha tout Lors : A ya Robert : « Ah ouais » e vije laret « tu m'f... » ober a rez ul lizher din da ... da gas d'em wreg « ouais ouais » Lors : A ya Robert : « Ah ouais » Lors : Setu te ... te az peus bet skivet dezhañ ... n'eo ket Robert : Nann ... ar pezh a lar-eñ ma a skriv koa ! Lors : A ya ... da gas du-se Robert : « Ouais » a ya da gas d'e wreg koa Lors : D'e wreg ya Robert : « Ah ouais » Lors : Ha peogwir ne ouie ket skrivañ koa Robert : Nann nann Lors : A nann nann nann Robert : « Ah ouais » Lors : Ar re-mañ na ouient ket skrivañ anezho Robert : Lod diouto nann ... nann nann « ah ouais » setu ar re-se a baee ur bannac'h dit goude-se koa Lors : A ya Robert : E veze kaset d'ar « foyer » koa Lors : A ya ar re-se a eve alkol ivez, an « tirailleurs sénégalais » aze ? Robert : O lod ... lod na raent ket mes lod all a rae ...a ouie evañ evel ar re all « oh penses-tu » Lors : A ya Robert : Ar re a oa e-barzh an « Indochine » ha partoud aze « penses-tu oh ouais » Lors : Ha petra e oa da evañ e-barzh an Aljeri Robert : Heñ Lors : Peseurt boesonioù a oa du-se ? Robert : O kalz bier Lors : Bier Robert : « Oh ouais ah ouais » Lors : Gwin ne oa ket Robert : O nann an dra-se ne veze ket roet deomp nann nann un tamm gwin a oa da zebriñ aze e oa tout o mes ... Lors : Gwin ruz Robert : « Ouais ouais ouais » o ya e veze roet ur c'hard dit aze Lors : A ya ur picherad Robert : « Ouais » Lors : Ur c'hard litrad Robert : « Ouais ouais ouais » ha pa veze kulotet ar c'hard e veze ... e veze gwelloc'h ar gwin mod-all ha mod-all an dra-se e oa an tamm evel an « aluminium » e veze blaz an « aluminim » gantañ « ouais » pa veze komañset ar c'hard da vezañ du un tamm neuze e veze gwelloc'h ar gwin e-barzh Lors : A a a a a a ya abalamour abalamour abalamour e veze kulotet Robert : « Ouais » a ya Lors : Mes mes du-se a oa gwin ruz sert.... Robert : O nann deomp ne veze ket roet nann nann nann nann Lors : A nann Robert : O nann nann nann ne oa ket eo '-barzh Oran e veze ... a oa « du sénéclauze » Lors : E-barzh pelec'h Robert : E-barzh Oran e oa « du sénéclauze » aze gwin mad mes deomp ne veze ket roet da ... diouzh ar seurt-se nann ! Lors : A nann ! Robert : « Petite qualité » Lors : A ya marteze marteze marteze e veze lakaet dour e-barzh ivez Robert : O ne ouian ket petra a veze graet oopppffff Lors : Nann Robert : Memes mod evel ar butun neuze pakadou ar re-se a veze a-wechoù melladoù tammou koad e-barzh ivez ... an dra-se a oa tout ... pppffff .... butun... Lors : Boutonioù ? Robert : Nann butun Lors : A butun a ya Robert : A « ouais ouais » hini gros aze melladoù tammou koad e-barzh ... « penses-tu » Lors : A ya a ya pakadoù gwer ne oa ket Robert : « Ouais » ola o nann aze hon doa desket fumiñ koa Lors : A ya araok n'az poa ket graet Robert : Ooppff a-wechoù pa'z aemp d'ar bal e veze kemeret ur pakad ivez mes a-wechoù goude-se a jome e-barzh ar godell « penses-tu », ne veze ket fumet nann nann mes aze goude-se hon doa ... peogwir e veze roet deomp hon doa desket pppfff « ah ouais » Lors : War-lerc'h az peus kontinuet da vutuniñ ? Robert : « Ouais » eo o eo gast ! tregont ... tregont vloaz a zo bennag am eus dihanet o gast !
|
Recherche avancée |