Skol Vreizh

Votre panier




Votre panier est actuellement vide.

   

Vous êtes ici : Accueil Komzoù brezhoneg
Komzoù brezhoneg

Komzoù brezhoneg a zo un heuliad pennadoù video enrollet gant Lors Jouin evit dastum kmozoù gant tud brezhoneg, hag evit kaout un tañva deus liester ar parlantoù hag an taolioù-mouezh e brezhoneg.

Komzoù brezhoneg est une série de vidéos tournées par Lors Jouin pour recueillir, auprès de bretonnants natifs, un échantillon des parlers et des accents qui font la diversité de la langue bretonne.


NOUVEAU: Le projet Komzoù Brezhoneg lance une campagne de financement participatif !

Vous pouvez contribuer au financement du projet en adressant vos dons sur LE POT COMMUN.



Komzou-20140828THE2



Jean-Yves Auffret, deus Bulad Pestivien

Jean-Yves Auffret, deus Bulad Pestivien

Jean-Yves, bet labourer douar, a gont deomp penaos e veze rannet an douaroù etre ar feurmoù da vare Markiz Kerhoa (Kerouartz), ha penaos e oa bet cheñchet an traou adalek ar bloavezhioù 70.

Lennit amañ da heul
 
François Rolland, deus Boulvriag

François Rolland, deus Boulvriag

François, bet labourer douar, a gont deomp penaos eo deut da ve troet war an arkeologiezh goude bet kavet priaj en ur dreiñ douar er parkeier.

Lennit amañ da heul
 
André Le Courriard, deus Sant Servez (Kernev)

André Le Courriard, deus Sant Servez (Kernev)

André Le Courriard, deus Sant Servez, a gont deoc'h diwar-benn an doare 'veze aozet an obidoù hag an interamantoù e Sant-Servez ha Bulad.

Lennit amañ da heul
 
Lucie Hamon-Guillerm, deus Pont Melvez

Lucie Hamon-Guillerm, deus Pont Melvez

Lucie a gont deomp un dro gaer en deus graet d'un den 'barzh an treñ, en ur vont da Bariz.

Lennit amañ da heul
 
Serge Lavenant, deus Kallag

Serge Lavenant, deus Kallag

Serge 'zo bet skolaer e Bulat e pad c'hwezek vloaz, ha da c'houde en deus graet e vicher sevel chas e Kallag. 'Kehit ma oa e Bulat eo bet dilennet er c'hoñsailh en ti-kêr.

Lennit amañ da heul
 
Albert Guillemot, deus Laoulann

Albert Guillemot, deus Laoulann

Albert zo bet ganet e Laoulann, mab yaouankañ en e familh.

Lennit amañ da heul
 
Anne Hamon, deus Sant Nigouden

Anne Hamon, deus Sant-Nigouden

Anne a zo bet o chom e Sant Nigouden abaoe he bugaleaj. Kont a ra deomp penaos ez ae d'ar skol ha d'ar pañsion gwechall, ha pegen disheñvel eo ar vuhez bremañ.

Lennit amañ da heul
 
Olivane Le Cam, deus Plounevez-Kintin

Olivane Le Cam, deus Plounevez-Kintin

Olivane a gont deomp gant kalz a fent penaos 'oa bet graet al lez dezhi pa 'oa seitek vloaz, ha petra 'oa buhez ur skoliadez-lise kostez Sant-Nikolaz d'ar poent-se.

Lennit amañ da heul
 
Aline Lédan, deus Kommana

Aline Ledan, deus Kommana

Aline he deus bet pevar a vugale. Kont a ra deomp diwar-benn pep hini anezho, hag ivez penaos eo bet kuzuliet gant he noter evit rannañ he douaroù.

Lennit amañ da heul
 
Michel Carpy, deus Plougernevel

Michel Carpy, deus Plougernevel

Gwechall ez ae Michel Carpy da gestel evit ar c'hure en e garter deus parrouz Plougernevel. Kont a ra deomp penaoz e rae tro ar bourk, en ur ehan a-wechoù en ostaleri !

Lennit amañ da heul
 
<< Début < Précédent 1 2 3 4 5 6 Suivant > Fin >>

Page 1 sur 6

Auteurs

paypal