Michel Carpy, deus Plougernevel |
Michel Carpy, deus PlougernevelGwechall ez ae Michel Carpy da gestel evit ar c'hure en e garter deus parrouz Plougernevel. Kont a ra deomp penaoz e rae tro ar bourk, en ur ehan a-wechoù en ostaleri !Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin : Lors : Ha... med ar wech all 'poé kontet dein… din… la c'hwi zo bet 'kestel ? Michel : Gad' er person Lors : Hag e poé ur pred… ur pred ti ar person, n'é ket ? Michel : A ya ya ya, med bet on 'kestel ga'd er person hag… er sakrist… eur sakrist 'oé 'ba peb 'ba toud er barrezaoù 'oé ur person, ur « vicaire , comment qu'on dit ça » eur viker… [ur c'hure] Lors : Ar c'hloier, n'é ket ? Michel : ' Oaran ket, me 'oaran ket… Lors : 'Oaran ket eu… Michel : 'Oaret ket eu ? Lors : Nann ! Michel : Hag… ar c'hure… Lors : Ar person… ar beleg Michel : 'r beleg hag er zakrist Lors : Eur zakrist Michel : Ya… 'vel… get « euh » er wech ketañ omp oeit gad eur… gad eur zakrist… gad er person ma peus c'hoant ar-lerc'h 'on oeit gad er… gad er zakrist… 'on bet ga'r c'hure, ga' 'r person war-lerc'h koa Lors : Ar c'hure ? Michel : Ya Lors : Ya med just 'wac'h, peseurt mod ' vize graet ze… mond 'raec'h war ‘maez 'sames ? Michel : Ya ya, med neuhe 'ba peb… pep hain 'rae e gartier… mi 'oa 'ba kartier er bourk koa, « donc » ' c'hampagn er bourk 'petag er c'hamp… med amañ 'momp ket 'ba memes kartier, tu ell er wouez [wazh] ahe 'mañ kartier 'r bourk… amañ 'momp 'ba kartier Sant Yann, Zan' Yann Lors : Zant Yann, ya Michel : « Saint Jean » Lors : Ya Michel : Amañ 'ba, 'ba tu-men deus er wouez Lors : Ya Michel : Med 'ba… pell zo 'ver ket ‘kestel kin heñ, med neuhe 'vi'e kestet 'vid er person ha 'vid, 'vid er c'hure, ha neun 'veze ur preud koa, just pé vizè kestet… graet toud er barrez koa… ya potr ! Lors : Med peseurt mod 'vize graet, mond a raec'h… Michel : « De » feurm « à » feurm Lors : Ya ya, feurm ha feurm, « eu » mond a raec'h deuc'h ar mintin… deus ar mintin 'oa ret ? Michel : Ya ya, ha da vintin ha pe veze lan ar « char à banc » 'vize kas't da, da, da, d'ar bourk koa heñ, da, da, da, d'er c'hoperativ… ha neun vi'e adkrog't d'an abardé koa Lors : Med peta 'vize destumet ? Michel : Gwi... gwinizh 'vize reit koa Lors : Gwinizh 'vize reit da reiñ d'ar person ? Michel : Ya o ya ya, gwinizh 'vid er,'vid er c'hure ha neun… ar zakrist, gwinizh vize reit è, pep hain 'reie, boud 'zo re ‘reie… ur bern, un tamm bian … boud 'zo re … ur bern ! Lors : Med 'oé ket… an an an dud a roe… gwinizh, « euh » hervez an douaroù 'na ? Michel : Ya ya, hervé', hervé' i joñj koa, boud 'zo re nivoe ket c'hoant da reiñ med reiñ, ob'r 'rint memes tra koa… boud 'zo re a… 'blije ket ar person dê… vizè reit un tamm bihan dañ Lors : A ya Michel : An hain' 'blije ar person dañ 'vije reit ur sac'hed dañ, a a a a… Lors : Just 'wac'h med memes, med pugur parrez Plougerne'en d'ar c'hours-ze… Michel : Ya Lors : 'Oé oé ru, pé gwenn, pé… Michel : « Euh » pe 'oan-me, gwenn beta 65… med zé 'noé ket « valeur » 'bet 'vid, 'vid kestel heñ Lors : A nann Michel : Nann nann nann… med beñ mi 'oa 'ba kartier 'r bourk ha 'ba 'r bourk 'vize reit… raem tro ar bistroioù ha tro er c'homersaoù… ya a a a a a ! 'benn 'oa eï noz chwiiit ! Lors : Ya neun 'oac'h mè [mezw] koa ? Michel : Ya, a a a a ! Lors : Ha pe oec'h mé 'oè ket trouz ga'… Michel : O nann nann nann nann Lors : 'Ba 'r gêr ur wech arr… Michel : O dañ 'vejaoù med anfin bon… ze 'rae parti deus er vuhe eu Lors : Ya… ya ya…, med boud 'oè tud tud ell 'kestel 'vid, 'vid ar person… Michel : A ya pep hain vehe 'ba i garter koa Lors : Ya med med ped karter 'oé 'ba… Michel : C'hwec'h Lors : C'hwec'h ' zo ? Michel : Ya Lors : Lar, lar lar din peseurt re 'zo… Michel : Kartier ar bourk, kartier Zantaoù [Saint Thô], kartier Zantavid [Zant David], kartier Lokmaria, kartier Kergrist 'l lann ha kartier Zant Yann Lors : A ya Michel : Ya… Lors : Sete… Michel : 'Oa ur chapel 'ba peb kartier 'ba’r c’hourjaoù-se, med n'eus ket kin koa Lors : A nann Michel : Nann n'eus ket 'met onen [unan] kin… n'eus ket 'met kartier Kergrist al lann n'eus… n'eus ur chapel c'hoazh ha Lokmaria ka Lokmaria 'rae parti deus Plouguerne'en… Bonen, Bonen 'rae parti deus Plouguerne'en hag ze 'zo kaoz ar chapel 'zo chom't 'ba Lokmaria zo 'chom 'ba Bonen Lors : A ya Michel : Bonen, Bonen 'zo bet ur barr… 'zo bet deus Plouguerne'en de gentañ ar-lerc'h 'mañ deit parrez ar-lerc'h, brom' 'mañ Rostren koa Lors : A ya Michel : Ya Lors : Ha perek 'ta Michel : Pppfff Lors : 'Oaret ket ? Michel : Nann Lors : Nann med… hag ar chapelioù ell 'zo bet di… Michel : « Eu » ya n'int ket bet n'int ket bet derc'het Lors : A nann Michel : Nann n'eus ket bet toennaoù warnê ha 'maint oeit Lors : Da goue'o koa Michel : O ya ya neun… neun ya ya « Saint David » m'eus ket ana't, Zant Thô m'eus ana't, Zant Yann an hain' 'zo war 'l leign ameñ m'eus ana't eu ha neun Lokmaria med anfin Kergrist 'l lann 'zo 'zo n'eus ket 'met honn'zh kin koa… Lors : N'eus ket 'met honn'zh ? Michel : Nann, n'eus ket 'met onen kin Lors : Med… mein ar chapeliou-ma' 'zo bet… kemere't ga' 'n dud ? Michel : O ya… boud 'zo re ' n'eus profitet Lors : A ya Michel : O ya moac'had, med m'eus ket joñj m'eus ket « euh » Lors : Ya, da, da sevel tier Michel : Ya ya just… Lors : Mogerioù ha toud Michel : Ya ya Lors : Ha kreier Michel : O, tier surtout, kar'ba chapelaoù 'oè, 'oè, 'oè mein kaer, heñ Lors : Ha mein dibabet Michel : Ya gast… ya n'eus ket… Lors : Mein tailh Michel : Ya Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau : Lors : Ha… mes ar wech all ho poa kontet din… din… la c'hwi zo bet o kestal Michel : Gant… ar person Lors : Hag ho poa ur pred… ur pred e ti ar person… n'eo ket ? Michel : A ya ya ya mes bet on o kestal gant ar person hag… ar sakrist… ur sakrist a oa e-barzh pep… tout ar parrezioù e oa ur person, ur « vicaire, comment qu'on dit ça » ur viker [ur c'hure] Lors : Ar c'hloc'her, n'eo ket ? Michel : Ne oaran ket… me ne oaran ket Lors : Ne oaran ket ivez Michel : Ne oarit ket ivez ? Lors : Nann Michel : Hag… ar c'hure… Lors : Ar person… ar beleg… Michel : Ar beleg hag ar sakrist Lors : Ur sakrist Michel : Ya… evel gant « euh » ar wech kentañ omp aet gant ur… gant ur sakrist… gant ar person m'ho peus c'hoant war-lerc'h on bet gant ar… gant ar sakrist… on bet gant ar c'hure, gant ar person war-lerc'h koa Lors : Ar c'hure ? Michel : Ya Lors : Ya mes just a-walc'h peseurt mod e veze graet se… mont a raec'h war ar maez asambles ? Michel : Ya ya, mes neuze e-barzh pep… pep hini a rae e garter… me a oa e-barzh karter ar bourk koa « donc » ar c'hampagn ar bourk betek ar c'hamp... mes amañ n'emaomp ket e-barzh memes karter evel tu all ar wazh aze emañ karter ar bourk… emañ emaomp e-barzh karter Sant Yann… Sant Yann Lors : Sant Yann, ya Michel : « Saint Jean » Lors : Ya Michel : Amañ, amañ e-barzh an tu-mañ eus ar wazh Lors : Ya Michel : Mes e-barzh… pell zo ne vêr ket ‘kestal ken, heñ mes neuze e veze kestet evit ar person hag evit… evit ar c'hure ha neuze e veze ur pred koa just pa veze kestet… graet tout ar barrez koa… ya paotr ! Lors : Mes peseurt mod e veze graet, mont a raec'h… Michel : « De » feurm « à » feurm Lors : Ya ya, feurm ha feurm, « euh » mont a raec'h diouzh ar mintin, diouzh ar mintin e oa ret… Michel : Ya ya, ha da vintin ha pa veze leun ar charabañ e veze kaset da, da, da, d’ar bourk koa heñ… da, da, da, d'ar c'hoperativ… ha neuze e veze adkroget d'an abardaez, koa Lors : Mes petra a veze dastumet ? Michel : Gwi... gwinizh a veze roet, koa Lors : Gwinnizh a vize roet da reiñ d'ar person ? Michel : Ya o ya ya gwinizh evit… evit ar c'hure ha neuze… ar sakrist, gwinizh a veze roet ivez… pep hini a roe… Bout a zo re a roe… ur bern, un tamm bihan… bout a zo re… ur bern Lors : Mes ne oa ket… an an an dud a roe… gwinizh « euh » hervez an douaroù o doa ? Michel : Ya ya, hervez, hervez e soñj koa, bout a zo re n'o doa ket c'hoant da reiñ mes reiñ, ober a raent memes tra koa… bout a zo re a... ne blije ket ar person dezhe… a veze roet un tamm bihan dezhañ Lors : A ya Michel : An hini a blije ar person dezhañ, e vije roet ur sac'had dezhañ, a a a a ! Lors : Just a-walc'h mes, memes mes… peogwir parrez Plougernevel d'ar c'houlz-ze… Michel : Ya Lors : E oa ruz, pe gwenn, pe ?… Michel : « Euh » pa oan-me, gwenn betek 65… mes se n'en doa ket « valeur » ebet evit evit kestal, heñ Lors : A nann ? Michel : Nann nann nann… mes beñ me a oa e-barzh karter ar bourk hag e-barzh ar bourk e veze roet… e raemp tro ar bistroioù ha tro ar c'homersoù… ya, a a a a ! a-benn e oa erru noz, chwiiit ! Lors : Ya, neuze e oac'h mezv koa ? Michel : Ya, a a a a ! Lors : Ha pa oac'h mezv ne oa ket trouz gant… Michel : O nann nann nann nann Lors : E-barzh ar gêr ur wech erru... Michel : O dañ a-wechoù mes anfin bon… se a rae parti eus ar vuhez ivez Lors : Ya… ya ya… mes bout a oa tud… tud all o kestal evit… evit ar person Michel : A ya… pep hini a veze e-barzh e garter koa Lors : Ya mes… mes pet karter a oa e-barzh… ? Michel : C'hwec'h Lors : C'hwec'h zo ? Michel : Ya Lors : Lâr… lâr… lâr din peseurt re zo… Michel : Karter ar bourk… karter Sant Thô… karter Sant David… karter Lokmaria… karter Kergrist al Lann ha karter Sant Yann Lors : A ya Michel : Ya Lors : Setu... Michel : Ha 'oa ur chapel e-barzh peb karter… e-barzh ar c’hourzioù-se mes n'eus ket ken koa Lors : A nann Michel : Nann… n’eus ket nemet unan ken… n'eus ket nemet karter Kergrist al Lann en deus ur chapel c'hoazh, ha Lokmaria kar Lokmaria a rae parti eus Plougernevel… Bonen… Bonen a rae parti eus Plougernevel, ha se zo kaoz ar chapel zo chomet e-barzh Lokmaria… a zo chomet e-barzh Bonen Lors : A ya ? Michel : Bonen… Bonen a zo bet ur barre(ez)... a zo bet eus Plougernevel da gentañ, war-lerc'h emañ deuet parrez war-lerc'h… bremañ emañ e Rostrenen, koa Lors : A ya Michel : Ya Lors : Ha perak eta ? Michel : Ppfffff Lors : Ne oarit ket Michel : Nann Lors : Nann mes... hag ar chapelioù all a zo bet di… Michel : « Euh » ya, n'int ket bet, n'int ket bet dalc'het Lors : A nann Michel : Nann, n'eus ket bet toennoù warne hag emaint aet Lors : Da gouezhañ koa Michel : O ya ya neuze... ya ya « Saint David » ‘m eus ket anavezet, Sant Thô am eus anavezet, Sant Yann an hini a zo war al lein amañ am eus anavezet ivez, ha neuze Lokmaria mes anfin Kergrist al Lann zo… zo… n'eus ket 'met honnezh ken, koa Lors : N'eus ket 'met honnezh ? Michel : Nann n'eus ket 'met unan ken Lors : Mes… mein ar chapelioù-mañ zo bet… kemeret gant an dud ? Michel : O ya … bout a zo re o deus profitet Lors : A ya Michel : O ya moarvat mes ne ‘m eus ket soñj… ne 'm eus ket « euh » Lors : Ya da da sevel tier… Michel : Ya ya just… Lors : Mogerioù ha tout Michel : Ya ya Lors : Ha krevier Michel : O, tier surtout, kar e-barzh ar chapelioù e oa, e oa e oa mein kaer heñ Lors : A mein dibabet Michel : Ya gast… ya n'eus ket Lors : Mein tailh Michel : Ya
|
Recherche avancée |