Aline Lédan, deus Kommana |
Aline Ledan, deus KommanaAline he deus bet pevar a vugale. Kont a ra deomp diwar-benn pep hini anezho, hag ivez penaos eo bet kuzuliet gant he noter evit rannañ he douaroù.Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin : Aline : Beñ pep hini n'eus n'eus … n'eus bet é é Lors : E lod Aline : E lod …hag bon a zo estimet pep hini n'eus bet e li'ur …bremañ é aesoc'h de'o neuhe hag med bremañ … n'eus ket ne'o … n'eus e e e n'eus ar jouisañs deuc'houto ken … pa vin-me ket kin Lors : A Aline : A beñ Lors : A ya Aline : bah neuhe lar setu bremañ é … é 'm eus toud 'rankan paea' i'é heñ an impojoù ha toud, setu bon bremañ pa pa 'mez em eus… pet'a 'vez graet dac'h an dra-he dija… dac'h brem' ar … mouniz dac'h ar … Lors : Ar mouniz ya Aline : ar mouniz dac'h, dac'h, dac'h an douar koa … dac'h … a me' beb bloaz Lors : Ya Aline : Nemet ' rankan paeañ 'laran dit toud ar … setu 'jom ket kalz ganin med bon Lors : Med kalz douaroù 'jom ganit c'hoazh ? Aline : Toud ar re … toud ar re a oa roe … ma re… a zo … n'int ket din kin nemet pa da jouisañ dac'houto 'tao …'vint ket gouest … ken e vin partiet Lors : A ya med memes tra é … é red dit paeo ar frejoù Aline : A med ya beñ normal é pa pa douchin ar … pet'a ar … Lors : Ya … ar feurmaj koa Aline : « voilà » Lors : Ya setu te a douch ar feurmaj ha te a baef ar frejoù war-lerc'h koa Aline : Ya Lors : Beb blâ Aline : Ya Lors : Ya Aline : Beñ 'mod-se 'oa konsailhet din « hein » Lors : Ya, an noter 'na graet ? Aline : Ya 'barzh e Landi zo nao pé zek vloa' zo … n'oun ket… n'eus ket dek vlâ … dek vlâ 'zo 'mañ 'tao in « période mois d'avril » aï aï eo ya ya dac'h « mois d'avril » ya Lors : Miz ebrel ? Aline : Ya, miz ebrel Lors : Ya ya ya …hag me 'ane'ef la ur … ur mab 'peus ' zo ' terc'hen bistro amañ 'ba Koumanna ? Aline : Ya Lors : Hema' 'n hain' é heñ … hema' … hema' 'zo 'n hain' brasañ, 'n hain' koshañ pé … Aline : Ar verc'h é ar c'hoshañ hag hennezh 'zo 'n eil hag an hini 'zo amañ neus loened 'zo an tride hag an hin' 'zo e Brest … ket … é chom 'mañ é Lampaul, é Lampaul neus graet un ti … Lors : A zo ar bevare ? Aline : A a ya setu … « euh » beñ neus é … neus e lod i'é Lors : Ya ya, set' ho mab 'n hain' 'zo 'terc'hen ostaleri amañ … bistro koa … hema' 'zo an eil, koa ? Aline : Ya, heñ'zh 'zo 'n eil Lors : Ya ha pé oad é-eñ brema' ? Aline : Beñ … ganet « en soixante » Lors : A, ganet e tri-ugent ? Aline : Ya Lors : A ya … sete ar… ar verc'h henañ Aline : « en soixante », ha va merc'h 'zo ganet « en », o m'eus … Lors : Mil nao c'hant … Aline : « Attends » … « euh » beñ … o 'm eus ket joñj kin Lors : Tri blâ 'raok ? Aline : Heñ ? Lors : Tri blâ … Aline : Daou pé dri blâ 'raok Lors : Daou pé dri blâ 'raok ? Aline : Ya Lors : Ya set' mil nao c'hant, « euh » seizh ha' hanter kant, koa ? Aline : Ya hmmmm Lors : War-dro … apeupre Aline : 'Peupre …ya 'peupre Lors : Ya hag ar ré all, pegoulz int … Aline : An daou yaouankañ ? Lors : Ya Aline : Beñ é …unan 'zo é 'laran dit, é Brest é labourad hag e neus konstruiset é … Lors : Ya med … ya med pezavare é ganet ? Aline : A pevare é ganet … an hin' yaouankañ 'zo ganet « en soixante-quatorze » hag an hin' 'neus amañ loened 'zo ganet « en soixante-neuf » Lors : A Aline : « Voilà » ! Lors : Bon … ha te pezavare 'out ganet ? Aline : E pelec'h 'on ganet ? Lors : Pegoulz Aline : Beñ me 'zo ganet é é é … Lors : Peseurt blavezh, peseurt bloavezh ? Aline : Aaaaaa, « mille neuf cent trente-cinq » ! Lors : Mil nao c'hant pemp ha tregont Aline : Ya … hag un « dimanche » c'hoazh Lors : Ha peseurt devezh ? Aline : « Alors là », ? keid 'vé ato neuhen Lors : Peseurt miz Aline : A, dac'h a miz ar vFoenn ! Lors : Miz ar foenn ? Aline : Ya Lors : Ha peseurt devezh ? Aline : D'ar bevar a viz ar vFoenn Lors : D'ar bevar a viz ar vFoenn mil nao c'hant … pemp ha tregont Aline : Aaaaa ya Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau : Aline : Beñ pep hini en deus… en deus… en deus bet e e e… Lors : E lod Aline : E lod… hag bon a zo estimet pep hini ‘n eus bet e levr… bremañ eo aesoc'h dezho neuze ha mes bremañ… n'o deus ket anezho… n'o deus e e e… n'o deus ar jouisañs diouto ken … pa ne vin-me ket ken Lors : A Aline : A beñ Lors : A ya Aline : « bah » neuze la… setu bremañ em eus tout a rankan paeañ ivez heñ an impojoù ha tout setu bremañ… pa… pa 'm bez… em eus… petra a vez graet eus an dra-se dija… deus bremañ ar… moneiz eus ar… Lors : Ar moneiz ya Aline : Ar moneiz eus eus eus an douar koa… diouzh…'m bez bep bloaz Lors : Ya Aline : Nemet e rankan paeañ a lâran dit tout ar… setu ne chom ket kalz ganin mes bon Lors : Mes kalz douaroù a chom ganit c'hoazh ? Aline : Tout ar re… tout ar re a oa roe… ma re… a zo… n'int ket din ken nemet da jouisañ diouto atav n'int ket gouest… ken e vin partiet Lors : A ya mes memestra eo… eo ret dit paeañ ar frejoù ? Aline : A mes ya beñ « normal » eo pa… pa douchin ar… petra… ar… Lors : Ya… ar feurmaj, koa ? Aline : « Voilà » Lors : Ya setu, te a douch ar feurmaj, ha te a bae ar frejoù war-lerc'h koa Aline : Ya Lors : Bep bloaz ? Aline : Ya Lors : Ya Aline : Beñ ar mod-se e oa konsailhet din, heñ ! Lors : Ya, an noter en doa graet Aline : Ya e-barzh e Landi zo nav pe zek vloaz zo… n'ouzon ket… n'eus ket dek vloaz… dek vloaz a zo amañ 'tav e « mois d'avril » aïe aïe eo ya ya e « mois d'avril », ya Lors : Miz Ebrel ? Aline : Ya miz Ebrel Lors : Ya… ya ya… hag me a anavez la ur… ur mab az peus a zo o talc'hen bistro amañ e-barzh Komanna… Aline : Ya… Lors : Hemañ an hini eo heñ… hemañ… hemañ a zo an hini brasañ… an hini koshañ pe… Aline : Ar verc'h eo ar c'hoshañ hag hennezh a zo an eil hag an hini a zo amañ en deus loened a zo an trede hag an hini a zo e Brest… ket… o chom emañ e Lambaol… e Lambaol en deus graet un ti Lors : A zo ar bevare ? Aline : Ya …a ya setu « euh » beñ en deus… en deus e lod ivez Lors : Ya ya, setu ho mab an hini a zo o telc'hen ostaleri amañ… bistro koa… hemañ a zo an eil koa Aline : Ya hennezh a zo an eil Lors : Ya ha pe oad eo-eñ bremañ Aline : Beñ ganet « en soixante » Lors : A ganet e tri-ugent Aline : Ya Lors : A ya… setu ar… ar verc'h henañ Aline : « En soixante » ha va merc'h a zo ganet « en » o o ‘m eus… Lors : Mil nav c'hant Aline : « Attends »… « euh » beñ … o o o ‘m eus ket soñj ken… Lors : Tri bloaz araok Aline : Heñ Lors : Tri bloaz Aline : Daou pe dri bloaz araok Lors : Daou pe dri bloaz araok Aline : Ya Lors : Ya setu mil nav c'hant « euh » seizh ha hanter kant koa Aline : Ya hmmmm Lors : War-dro… apeupre Aline : Apeupre ya… apeupre Lors : Ya hag ar re all pegoulz int… Aline : An daou yaouankañ Lors : Ya Aline : Beñ e… unan a zo a lâran dit e Brest o labourat hag en deus konstruizet e… Lors : Ya mes… ya mes pevare eo ganet Aline : A pevare eo ganet… an hini yaouankañ a zo ganet « en soixante-quatorze » hag an hini en deus amañ loened a zo ganet « en soixante-neuf » Lors : A Aline : « Voilà » Lors : Bon… ha te, pevare out ganet ? Aline : E pelec'h on ganet ? Lors : Pegoulz Aline : Beñ me a zo ganet e, e, e… Lors : Peseurt bloavezh, peseurt bloavezh ? Aline : Aaaaa, « Mille neuf cent trente-cinq » Lors : Mil nav c'hant pemp ha tregont ? Aline : Ya hag un « dimanche » c'hoazh Lors : Ha peseurt devezh ? Aline : « Alors là » e-keit e vez atao neuze Lors : Peseurt miz Aline : A, miz ar Foenn ! Lors : Miz ar Foenn ? Aline : Ya Lors : Ha peseurt devezh ? Aline : D'ar bevar a viz ar Foenn Lors : D 'ar bevar a viz ar Foenn mil nav c'hant… pemp ha tregont Aline : Aaaaaa ya
|
Recherche avancée |