Lucie Hamon-Guillerm, deus Pont Melvez |
Lucie Hamon-Guillerm, deus Pont MelvezLucie a gont deomp un dro gaer en deus graet d'un den 'barzh an treñ, en ur vont da Bariz.Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin : Lucie : Bon Lors : Bon Lucie Lucie : Ya Lors : Nign zo digoue'et amañ hirie...hudu fenoz ... hag ar wech all 'pa laret din ' pije bet kontet din kontadenn Paris Lucie : Beñ ya a ta' ya Lors : Pet'a é zé Lucie : Aaaaa aï un droienn hag un droienn 'ma graet d'un den digourdi 'oa 'hont ganin da Baris o 'h ez da welet ... bon me pugur 'ma kollet ma zud abred 'oa sa'et amañ ha gant... ha gant... Ha gant... Hag abred 'wac'h 'oan aet da c'honit è 'wel 'wel 'wel ar ... ma ket 'met pofff tou-just pe'rzek vlâ med 'raok 'oan bet ha d'afer-ze ...'raok 'oan bet 'vessa bugale ...'vessa bugale pé goude 'oan aet da vessa bugale da'm c'hoar goshañ « euh » pas 'n hini goshañ an eil'et ... ha beñ « dis donc » ene 'oan bet un tamm 'vessa bugale ha eï un tamm memes-tra gwech ha gwech all 'h aen ha ma breur kaer oa 'labour't war an hent-houarn ha me c'hoar 'oa ' vessa barrieroù 'ba'zh Ploubêr ... Lors : Ya Lucie : Ya hag un drowez neuhe 'na lar't ma breur kaer e vo paet ur veaj da Lucie d'hont da Baris Lors : A Lucie : O me 'oa c'hwe'et din heñ ... da Baris ... bon 'fin laket 'oan kaer prenet 'oa din toud an traoù ... ur robenn me oaran ket pé 'oa « bleue garrigue » pé « bleue cerise » 'm eus ket joñs Lors : Nann Lucie : Med boped 'oa ur robenn ... a feï 'hat prest oan d'hont da Baris ha me komer an treñ 'barzh gar Kerozern ... hoñz 'zo un tamm gar vihañ kreiz 'tre Ploubêr ha Plouared Lors : A ya Lucie : Ya ha pé 'oan aï 'ba 'n treñ bras 'oan... un tamm bihan ene (eno) ....jenet è bon ma aet 'oan 'ba'zh boped ha pé 'oan aï 'hat 'oa un tamm o un tamm ... un tamm paotr 'oa ket re vras ha tres un otrou mes jentil anfin jentil 'lare ket mann ebet med bon ... gwisket kaer 'oa un tamm med mann ebet 'hat ... bon pé 'oamp aï 'ba' i Gwengamp neuhe 'sed' 'taes daou deus ...o deus treñ Keraes 'taent... ar re-he 'oa deus koste' matren « Finistère « 'n tu bennak ... ar re-he 'oa 'hont da eured o merc'h da Baris ... med pé oaint aï 'ba' i Gwengamp 'vit se pé oaint aï 'ba' an treñ hag i 'ti'or ur voutailhad jistr bouchet 'c'h ober ur c'has-krout kig sall hag amañ ha 'ti'or' ar voutailhad jistr bouchet med ar jistr bouchet 'oarez 'wac'h ... heñz nivoa stribilhet ha 'ma g'aet pet'a 'ma g'aet é troñch' ma robenn un tamm heñ ...'ma ket...ya ya « polie « med heñzh neuhe 'na duvunet an tamm kanfart-se o aï 'oa kalet mat ... ha pé 'oamp aï 'barzh Lamballe nivoa laret din o ma sa'et hoc'h robenn uheloc'h un tamm matrezen me 'rey pemp kant lur dac'h ... a ya 'ha' ha me 'oa kontant 'ha' me 'oa kontant pemp kant lur é... mi 'ma ket arc'hant ... ha fidamdoue dre ma 'h ae ha Sant Brieg ha tout ha memes-tra pemp kant lur boped ... o hema' zo hema' zo un otrou 'vat Lors : Ya Lucie : A ya ... ya ya ha pé 'oamp aï ha derc'h' a rae mont « euh Rennes » bon derc'h' 'rae mont derc'h 'rae an treñ roula' bopred ha fidamdoue 'benn 'fin 'oamp aï tostaad 'raemp d'af-ze da Baris oarez 'wac'h... dre vale 'oamp charret 'benn 'fin med 'benn 'fin sul gwech 'vije ret 'zroñch er robenn Lors : A ya Lucie : A beñ ya ...feï 'benn 'fin...'tostaat da ...benn 'fin 'oa eï izel... uhel-mat er robenn ha me 'lar de'ñ neuhe ha ya ha eñ 'lar din c'hoazh... sav 'neï un tamm c'hoazh matrehen ... ya ya ma 'zo pemp kant lur c'hoazh ... 'benn 'fin dostaemp da Baris 'vit-se ha 'benn 'fin pé oa aï berr 'wac'h ar robenn 'gomze ket ken kalz ... ne 'oa ket re .. ha benn mim tae aï 'oamp « Versailles » ... tost da « Versailles « ha me ' lare de'añ bon 'ma lar't de'eñ ... ma reït pemp kant lur din c'hoazh me 'h a da ziskoueï dac'h p'lac'h 'on bet operet deuc'h an apeñdisit ... a mé 'ma bet arc'hant 'ha ha 'ma bet ... ya ya ha 'ma laret deñ ma vaotr ... sav't a sav memes ha sell vad (a-vad / er-vad) « à gauche « ahe 'ba' r c'hlinik ahe sell 'on bet 'ba 'r c'hlinik ahe on bet operet 'ba' ... deuc'h an apeñdisit ... 'c'hanta tapet 'ma an ewn ...'ma ket tapet neñ brao 'gav dac'h ? Lors : A yéo 'c'ha Lucie : Ha g'aet un toullad arc'hant ganin Lors : Ha pegem' ... 'pa 'pa ... Lucie : O pegem' 'ma tapet « cinq , cinq , dix , quinze , vingt « o matresen Lors : Tregont lur Lucie : Tri mil lur matren Lors : Tri mil lur ya Lucie : Tri mil lur ya 'peupre ya med 'm eus ket joñj Lors : Peus ket joñj Lucie : Med tapet 'ma 'n ewn 'd'af'-ze Lors : Ya ya Lucie : Ya ya tapet 'ma 'ne'en .... « voilà « ma gontadenn mont da Baris Lors : A houz' 'zo brao Lucie : Ya ya Lors : Med ar gontadenn-mañ 'zo ur gontadenn gwir koa Lucie : Heñ Lors : Gwir é ar... Lucie : A zé 'zo gwir ya ya zé 'zo gwir Lors : A ya Lucie : A ya zé 'zo gwir gwir-mad é ...'barzh klinik hag-eñ 'm eus ket joñj deus ar c'hlinik... « Val d'Or « Lors : « Val d'Or « Lucie : « Val d'Or « ...klinik « Val d'Or « 'ba « Versailles » Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau : Lucie : Bon Lors : Bon Lucie ... Lucie : Ya Lors : Ni a zo degouezhet amañ hirio hudu fenoz ... hag ar wech all ho poa laret din ho pije bet kontet din kontadenn Paris Lucie : Beñ ya a 'ta ya ! Lors : Petra eo se Lucie : A a a a a arru un droienn hag un droienn 'm boa graet d'un den digourdi a oa o vont ganin da Baris ... o 'c'h ez da welet ... bon me peogwir 'm boa kollet ma zud abred a oa savet amañ ha gant ha gant ha gant... Hag abred awalc'h e oan aet da c'honit ivez evel ... evel...evel ar... me n'am boa ket nemet pofff tou-just pevarzek vloaz ...mes araok e oan bet ha d'afer-se ... araok e oan bet o vesa bugale (maes+ha) ... o vesa bugale pe goude e oan aet da vesa bugale da'm c'hoar goshañ « euh » pas an hini goshañ ... an eilvet ... ha beñ « dis donc « eno e oan bet un tamm o vesa bugale hag arruet un tamm memes-tra gwech ha gwezh all ez aen ha ma breur-kaer a oa o labourat war an hent-houarn ha ma c'hoar e oa o vesa barrieroù e-barzh Ploubêr ... Lors : Ya Lucie : Ya hag un drovezh neuze en doa laret ma breur kaer a vo paeet ur veaj da Lucie da vont da Baris Lors : A Lucie : O me a oa c'hwezet din heñ ...da Baris ... bon fin laket e oan kaer ...prenet e oa din tout an traoù ...ur robenn me ne oaran ket pe oa « Bleue garrigue « pe « Bleue cerise « ne'm eus ket soñj... Lors : Nann Lucie : Mes bepred e oa ur robenn ... a feiz moarvat e oan prest da vont da Baris ha me (ha) kemer an treñ e-barzh gar Kerozern ... hounnezh a zo un tamm gar vihan 'kreiz 'tre Ploubêr ha Plouared Lors : A ya Lucie : Ya ha pa oan erruet e-barzh an treñ bras e oan... un tamm bihan... eno ...jenet ivez ... bon ma aet e oan e-barzh bepred ha pa oan arruet moarvat a oa un tamm ...o un tamm paotr ne oa ket re vras ha tres un aotrou mes jentil anfin jentil ne lare ket mann ebet mes bon...gwisket e oa un tamm mes mann ebet moarvat ... bon pa oamp erruet e-barzh e Gwengamp neuze setu e tdeuas daou eus...o eus treñ Keraez 'teuaent ... ar re-se a oa diouzh kostez marteze « Finistère « un tu bennak ...ar re-se a oa o vont da eured o merc'h da Baris ... mes pa oant erruet e-barzh e Gwengamp evit-se pa oant erruet e-barzh an treñ hag i o tigoriñ ur voutailhad chistr bouchet oc'h ober ur c'ha-skrout kig sall hag amann hag o tigoriñ ar voutailhad chistr bouchet mes ar chistr bouchet a oarez a-walc'h ...hennezh en devoa stribilhet hag am boa graet petra moa graet eo troñsan ma robenn un tamm heñ ...n'am boa ket ... ya ya ... « polie « mes hennezh neuze en doa dihunet un tamm kanfard-se ... o erruet e oa kalet-mat (en oad)... ha pa oamp erruet e-barzh Lambal en devoa laret din o ma savit ho robenn uheloc'h un tamm marteze me a roy / roio pemp kant lur deoc'h a ya moarvat ... ha me a oa kontant moarvat pemp kant lur eo ... me n'am boa ket arc'hant ... ha fidamdoue dre ma'z ae ha Sant Brieg ha tout pemp kant lur bepred ... o hemañ a zo ... hemañ a zo un aotrou moarvat Lors : Ya Lucie : A ya ... ya ya ha pa oamp erruet ha derc'hel a rae mont « euh Rennes « bon derc'hel a rae mont derc'hel a rae an treñ roulañ bepred ha fidamdoue a-benn ar fin e oamp arruet tostaat a raemp d'afer-se da Baris, oarez awalc'h ... dre vale e oamp charret a-benn ar fin mes a-benn ar fin seul gwech e vije ret din troñsañ ar robenn Lors : A ya Lucie : A beñ ya ... feiz a-benn ar fin ... o tostaat da ...a-benn ar fin e oa arru izel... uhel-mat ar robenn ha me a lar dezhañ neuze ha ya hag eñ a lar din c'hoazh ... sav anezhi un tamm c'hoazh marteze ... ya ya ma'z eus pemp kant lur c'hoazh 'benn ar fin a dostaemp da Baris evit-se ha 'benn ar fin pa oa arru berr a-walc'h ar robenn ne gomze ket kalz ken ...ne oa ket re ...ha 'benn ni a deue ... arru e oamp e « Versailles « tost da « Versailles « ha me a lare dezhañ bon am boa laret dezhañ ... ma roit pemp kant lur din c'hoazh me a ya da ziskoueziñ deoc'h pelec'h on bet operet diouzh an apeñdisit ... ha me am boa bet arc'hant moarvat hag am boa bet ...ya ya hag em boa laret dezhañ : ma v\faotr, savit a-sav memes ha sellit a-vad / (ez-)vad, « à gauche « aze e-barzh ar c'hlinik aze sell on bet e-barzh ar c'hlinik aze on bet operet e-barzh ... diouzh an apeñdisit ! Ac'hanta tapet am boa an evn ... ne'm boa ket tapet anezhañ brav, a gav deoc'h ? Lors : A ! eo moarvat ! Lucie : Ha graet un toullad arc'hant ganin Lors : Ha pegement ... ho poa ho poa Lucie : O pegement am boa tapet « cinq , cinq , dix , quinze , vingt « o marteze Lors : Tregont lur Lucie : Tri mil lur marteze Lors : Tri mil lur ya Lucie : Tri mil lur ya apeupre ya mes ne'm eus ket soñj Lors : N'ho peus ket soñj Lucie : Mes tapet am boa an evn d'afer-se ! Lors : Ya ya Lucie : Ya ya tapet am boa anezhañ ... « voilà « ma gontadenn "mont da Baris" Lors : A hounnezh a zo brav ! Lucie : Ya ya Lors : Mes ar gontadenn-mañ zo ur gontadenn gwir koa Lucie : Heñ Lors : Gwir eo ar... Lucie : A se zo gwir ya ya se zo gwir Lors : A ya Lucie : A ya se zo gwir gwir mad eo ... e-barzh klinik ...hag-eñ 'm eus ket soñj eus ar c'hlinik ... « Val d'Or « Lors : « Val d'Or « Lucie : « Val d'Or « klinik « Val d'Or « e-barzh « Versailles »
|
Recherche avancée |