Marcel Le Meur, deus Karnoed |
Marcel LE MEURMarcel Le Meur, deus Karnoed, a gont deomp diwar-benn e avanturioù gant ar merc'hed.Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin: Lors : Ha mod all hend all ‘vid konta’ un tamm deus ar merc’hed … kar brem’ brem’ out paotr yaouank koz ? Marsel : Ya, ya, ya Lors : set’ ‘vel ar ré all, eu... out oblijet d’hont da glesk’... da glask ‘... Marsel : Daon’ ya, ya... Lors : set’, gall ‘ rit, gall ‘ rez kaout... Marsel : Bet … bet ‘ma ane’et un goud’ oa maro ma gwreg … daou vlâ goude ha hou’m oa ‘ba Gwengamp du-he … kontet m’eus dit damaïk Lors : Ha ‘ba plec’h peus bet rankontret neï ? Marsel : ‘ba Gwengamp ‘ba ti ma genitervez, ‘ma lar’t dit damaïk, ouzez ‘wac’h ! Lors : Ha peseurt mod ‘pa, ‘pa kinniget deï ? Marsel : Lar’ ‘ma deï -- hi lar « moi j’connais…’ » « me aneon ket Marsel », ben ‘ma lar’t deï roï din da « numéro » delefon din, a-mod-se me delefono dit ma zigouéo « une panne » treusk’ Gwengamp ha ‘ma telefon’ deï … ‘o lar’t din mont da wel neï ar sul warlerc’h, neun, ha m’eus bet presant’ neï deus ma bugale ha toud hein … ha ya ya, ur plac’h komod ‘oa. He c’hoar ‘na foutet bec’h etre’emp ! … Lors : A ? Marsel : Ya ! Lors : Peseu' mod ? Marsel : Peseu' mod ? Hi « dis donc », hi oa aet da skleroziñ deus he diouharr Da Sant – Brieg ha pe oa ‘na lar’t din mont d’ar yaou di, pugur c’hae d’ar yaou ha chom ene d’ar yaou d’an noz ha mont da sortial he c’hi deï d’ar yaou d’an noz, ha dibi ma c’hoan ene ha toud, ha chom da gousk ene ha toud, ha sortial ar c’hi an dé warlerc’h med he c’hoar ‘na telefon’ din ‘hont d’ar, ‘hont d’ar frijider 'oan ….. da wel’ petra oa da zibi da goan… ha ‘na lar’t din « mé ‘ zo hont d’erru’ ‘ba ti Josette... » « a nann Annick », ‘ma lar’t deï, « Josette ‘ma ket amañ, med deus da zibi ur bannc’h soubenn ganin 'ta neun ta' ! » Lors : Ben c’hwi peus « succès » ! Marsel : Ya ya ya ya ! Lors : Ha ‘baoe, debaoe peus ket bet ka’et un all prop ? Marsel : Nann, ‘boé on chomet, ‘boé m’eus ka’et houm’ all ‘ba Karnod amañ neun... Lors : A, ‘ba Karnod peus ka’et... Marsel : Ya ya ya ya ya ! Lors : Ben kontet deom un tamm... Marsel : Ya ya ya... Lors : Peseu' mod ‘peus ka’et houm’ ? Marsel : Peseu' mod ? Laket ‘na ur machinn, un « annonce » ‘ba ‘r Poher memes teier sun ‘zo Lors : A, med névé ‘zo neun ! Marsel : Ya ha ‘na laket he numéro telefon, petra ‘ma graet, ‘ma telefon’ deï... Lors : ‘lar’t petra ? Marsel : Klasket ‘ma, klasket ‘ma ‘ba Duod ha toud pugur ‘oa 21 56 85 ‘ma soñjet an dra-he zo Duod ! 56, oa ket numéro 56 ‘ba Karnod 52 53 51 é Karnod, med brem’ ‘ta tud all deus partoud è ouzez ‘wac’h... Lors : Ba ya ! Marsel :Bonn ‘ma telefon’ deï ‘ma lar’t deï « kle’et m’eus gwel’t m’eus war ar Poher lar 'c’h out ‘klask ur paotr », « ya c’ha ! » ‘ lar din « deus pelec’h out ? » lar din. Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau : Lors : Ha mod-all a-hend-all evid kontañ un tamm diouzh ar merc’hed … lar bremañ out paotr yaouank kozh ? Marsel : Ya ya ya... Lors : Setu evel ar re all ivez out oblijet da glask, da glask... Marsel : Daonet, ya ya ! Lors : Setu gallout a rit, gallout a rez kaout... Marsel : Setu, bet am boa anavezet unan goude e oa maro ma gwreg … daou vloaz goude, hag houmañ e oa e-barzh Gwengamp du-hont… kontet am eus dit bremaïk Lors : Ha e-barzh pelec’h az peus bet rankontret anezhi ? Marsel : e-barzh Gwengamp, e-barzh ti ma genitervez am boa laret dit bremaïk, ouzez awalc’h ! Lors : Ha peseurt mod az poa kinniget dezhi … Marsel : Laret am boa dezhi … Hi a lar « moi j’connais … » « me n’anavezan ket Marsel », ben am boa laret dezhi ro din da « numéro » delefon din ar mod-se me a delefono dit ma zegouezo « une panne » etreseg Gwengamp, ha am boa telefonet dezhi … e oa laret din mont da welet anezhi ar sul war-lerc’h neuze, hag am eus presantet anezhi diouzh ma bugale ha toud hein … ha ya ya ur plac’h komod e oa, he c’hoar en doa foutet bec’h etrezomp. Lors : Ya ? Marsel : Ya Lors : Peseurt mod ? Marsel : Peseurt mod ? Hi « dis donc » hi e oa aet da skleroziñ diouzh he diouc’harr da Sant-Brieg ha pa oa ... he doa laret din mont d’ar yaou ha chom eno d’ar yaou da noz, ha mont da sortial ar c’hi dezhi d’ar yaou da noz, ha debriñ ma c’hoan eno ha toud, ha chom da gousked eno ha toud ha sortial ar c’hi an deiz war-lerc’h, mes he c’hoar he doa telefonet din …. O vont … o vont d’ar frijider e oan da welet petra e oa da zebriñ da goan … hag en doa laret din : me a zo o vont d’erruout e-barzh ti Josette … a nann Annick am boa laret dezhi, Josette n’emañ ket amañ, mes deus da zebriñ ur bannac’h soubenn ganin eta neuze eta. Lors : Ben c’hwi peus « succès » Marsel : Ya ya ya ya ! Lors : Ha abaoe, debaoe, n’az peus ket bet kavet unan all prop ? Marsel : Nann, abaoe on chomet, abaoe am eus kavet houmañ all e-barzh Karnod amañ neuze... Lors : A, e-barzh Karnod az peus kavet ? Marsel : Ya ya ya ya ya ! Lors : Ben kontit deomp un tamm... Marsel : Ya ya ya Lors : Peseurt mod az peus kavet houmañ ? Marsel : Peseurt mod ? lakaet en doa ur « machine », un « annonce » , e-barzh ar Poher memes, teier sizhun zo. Lors : A, mes, nevez a zo neuze ! Marsel : Ya ha en doa lakaet he « numéro » telefon. Petra am boa graet... am boa telefonet dezhi. Lors : O laret petra ? Marsel : klasket am boa ... klasket am boa e-barzh Duod ha toud peogwir e oa "21 56 85" am boa soñjet an dra-se a zo Duod, 56, ne oa ket « numéro » 56 e-barzh Karnod : 52 53 51 e Karnod, mes bremañ e ta tud all diouzh partoud ivez, ouzez awalc’h ! Lors : Ba ya... Marsel : Bonn, am boa telefonet dezhi, am boa laret dezhi « klevet am eus, gwelet am eus war ar Poher da laret 'c’h out o klask ur paotr... » « ya moarvat » a lar din, « eus pelec’h out ? » a lar din … « eus Karnod » am boa laret dezhi.
|
Recherche avancée |