René Hamon, deus Mellioneg |
René HamonE Mellioneg eo bet degemeret Lors Jouin gant René Hamon.Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin: Lors : Chaseour lapined kalz René : O ya ya lapined o ya gadaou klujiri klomed kevelegi toud al loned koa med d'er c'hours oa loned maleurus ben ar bléman m'eus ma m'eus bet ba ya arrriuet ma fermi pemp pemp permi ha triuigent m'eus bet Lors : A ya René : Ya 'ba 'oed a c'hwezeg vlé moé komanset kar moé ket droad da chiboej araog o memesta a raein Lors : Ya René : med pe moé bet ma fermi da c'hwezeg vlé me ' lar dac'h an désé oé sakré deweh 'vidon o la la la ha ankouain ket james Lors : hag ho fusul kentañ ? René : A ba ma fusul kentañ ma zad 'noé 'noé daou euh div fusuillenn koa Lors : A ya René : Ya ya Lors : hag e neus roet inon René : A ya ya ya ya Lors : ha peseurt hani ' oé ? René : O hani 16 inon « à percussion centrale » d'er c'hoursse oé ket oé ket bo bo 'n « Hammerless » komanse dont koa med dam kozi toud er fusinoù fusinoù a chach ( à chien ) oé groeit deus sé Lors : A ya René : Ya ya Lors : ha peseurt mod peseurt difers ' oa 'tre ar c'hoursse ha bremañ ? René : O bein bremañ chiboej neus ket loned kin hein Lors : Nann René : N'eus ket loned kin bo bidouc'hed bidouc'hed e vé lac'het ' zo med louarned moc'h goué eu med « gibier » loned bihan n'eus ket ken n'eus ket na kounifed gadaoù marse ' zo un 'noneket ( quelques uns ) med n'eus ket kalz Lors : Nann René : klujeri peh pé vé lachet med henderell n'eus ket Lors : A bon René : Re goué n'eus ket nann nann nann nann faisanyed vé lachet eue meur a wech choma un nonnek med choma ket kalz a nann Lors : Ha marse ma vé lachet faisanyed al louarned c'h a warné René : O ya al louarned er bused toud al loned koa o ya Lors : Ha petra ' zo kaos n'eus ket loned ... René : Ben 'n henchoù ' ra, "penses tu", loned goué zur wac'h ha opfff er peh e vé laket 'ar an douar arañja ket eué Lors : A ya René : Toud er produioù Lors : A ya René : Toud er produioù a vé laket 'ar 'n douar sé arañja ket el loned hein 'peus ket 'met sell gwenan gwenan vé ket gwel't kin Lors : A gwenan ya René : A n'eus ket kin hein surtoud 'zo ur bern er bléman ' zo merchen gwenn ha 'ar merchen gwenn veze gwel't gwenan lar « à volonté « 'ba 'raog mes n'eus ket kin Lors : N'eus ket kin René : A nann nann nann nann Lors : An drahe a zo trist memestra René : A nann nann nann Lors : Ha peus ket soñj deus un deweh chase lec'h oa bet chiboej kalz hag kalz tud ha chas ha toud René : O dam Lors : Memes gwechall René : Ya ya ya ya o ben d'er c'hourssé dé an « ouverture » oé un eur med ahenderell ' heller chiboej adaleg ' vintin adaleg weler spann bitag noz koa Lors : A ya René : A ya da vintin sur wac'h ' c'haemp d'ar c'hounifed da gadaoù toud el loned toud peh gowim ( gavaem ) koa med stang wac'h oemp ket 'vid dougen toud peh lac'himp. O nann, gwel't m'eus get ma zad dé an « ouverture » hon doé lac'het naondeg klujar tri pé boar gad ha ouian ket... O, kounifed hon doé lac'het eue oemp ket 'vit dougen er peh e lahim hein Lors : A bon René : O nann Lors : Med peseurt mod oé moian doc'h debo toud an traoùse ? René : O la gwerzet 'vezint tal e rae an taol hein Lors : A bon René : O ya dé an « ouverture » arriuemp da baeo ar permi gartenn ar c'hartouchaoù gozeig ( hogozig ) 'vid er seson Lors : A bon René : O ya soñj m'eus ur bleac'h ... oen oiet da zikour ur c'honsort d'ober 'vid dorno an eost koa ha c'houniemp mil mil lur « ancien » d'er c'hourssé koa mil lur Lors : A ya an deweh ? René : An deweh ha da chiboej ge' ma zad hon doé graet d'ohpenn pemzeg mil Lors : peb hani ? René : pemzeg mil ya Lors : 'tre daou ? René : 'tre daou ben dale ket an taol mond da mond 'ba 'n humenn ( poussière ) hein Lors : A ya ya ya hag imen vehe gwerzet ? René : O ben 'ba toud er bureioù butun ha toud ar jeu Lors : A ya ? René : A ba amañ 'ba Melioneg oé tri « dépôt ». Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau : Lors : Chaseour lapined kalz ? René : O ya ya lapined o ya kujiri klomed kefelegi toud al loened koa mes d'ar c'houlzse e oa loened maleürus ! Ben, ar bloazmañ am eus ma... am eus bet... ba ya, erruet ma « fermi » pemp... pemp « permi » ha triugent am eus bet ! Lors : A ya ? René : Ya, ebarzh an oad a c'hwezeg vloaz am boa komanset kar n'am boa ket droad da jiboesat araok, o, memestra a raen... Lors : Ya René : Mes pa moa bet ma « fermi » da c'hwezeg vloa, me a lar doc'h an deizse e oa sakre devezh evidon, o la la ha n'ankounac'hin ket james Lors : Hag ho fuzuilh kentañ ? René : A ba ma fuzuilh kentañ ma zad en doa en doa daou « euh » diou fuzuilhenn koa Lors : A ya René : A ya Lors : Hag en deus roet unan René : A ya ya ya ya Lors : Ha peseurt hini e oa ? René : O hini 16 unan « à percussion centrale », d'ar c'houlzse ne oa ket... ne oa ket... eo eo an « hammerless » komanse dont koa mes « dam » kazi toud ar fuzilhoù fuzilhoù a chas e oa graet diouzh se Lors : A ya ? René : Ya ya Lors : Ha peseurt mod, peseurt diferz e oa etre ar c'houlzse ha bremañ ? René : O ben jiboej, n'eus ket loened ken hein... Lors : Nann René : N'en deus ket loened ken, eo, bidoc'hed, bidoc'hed e vez lac'het a zo mes louarned, moc'h goueñv ivez mes « gibier », loened bihan n'eus ket ken n'eus ket na konifed gadaou marteze a zo unan'eket mes n'en deus ket kalz... Lors : Nann René : Klujiri ar pezh pa vez lachet, mes ahend all n'eus ket Lors : A bon René : Re goueñv n'eus ket nann nann nann nann faisanyed e vez lachet ivez meur a wech chom un unanek bennaket mes ne jom ket kalz a nann Lors : Ha marteze ma vez lachet faisanyed al louarned a ya warnezo René : O Ya, al louarned, ar buzed toud al loened koa. O ya... Lors : Ha petra a zo kaoz n'eus ket loened ? René : Ben an hentoù a ra « pensestu » al loened goueñv zur awalc'h Opfff ar pezh a vez lakaet war an douar 'aranja ket ivez Lors : A ya ? René : toud ar produioù Lors : A ya René : Toud ar produioù a vez lakaet war an douar se ne aranja ket al loened hein n'ho peus ket nemet sellet gwenan gwenan ne ver ket gwelet ken Lors : A gwenan ya René : Ha n'en deus ket ken hein surtoud a zo ur bern... ar bloazmañ a zo melchon gwenn ha war ar melchon gwenn e vize gwelet gwenan da laret « à volonté » ebarzh en araok, mes n'eus ket ken Lors : N'eus ket ken René : A nann nann nann nann Lors : An drase a zo trist memestra René : A nann nann nann Lors : Ha n'ho peus ket soñj diouzh un devezh chase e lec'h e oa bet jiboej kalz hag kalz tud ha chas ha toud ? René : O « dam » Lors : Memes gwechall René : Ya ya ya ya ! D'ar c'houlz-se deiz an « ouverture » e oa un eur mes ahendall e c'haller chiboesaat adalek da vintin, adaleg e weler splann, beteg noz koa Lors : A ya René : A ya da vintin zur awalc'h ec'h aemp d'ar c'honifed d'ar gadaoù toud ,al loened, toud ar pezh a gavemp koa, mes stank awalc'h, ne oamp ket evid dougen toud ar pezh a lac'hemp o nann... gwelet am eus gant ma zad deiz an « ouverture » hon doa lac'het naonteg klujar, tri pe pevar gad ha ne ouian ket, o konifed hon doa lac'het ivez, ne oamp ket evit dougen ar pezh a lac'hemp hein Lors : A bon René : O nann Lors : Mes peseurt mod e oa moaien da zebriñ toud an traoù-se ? René : O la gwerzhet e vezent, talvoud' a rae an taol hein Lors : A bon René : O ya deiz an « ouverture » erruemp da baeañ ar « permis », ar gartenn, ar c'hartouchoù kazimant evid ar sezon Lors : A bon René : O ya, soñj am eus ur bloavezh e oan aet da zikour ur c'honsort d'ober evid dornañ an eost koa, hag e c'hounezemp mil mil lur « ancien » d'ar c'houlzse koa mil lur Lors : A ya an devezh ? René : An devezh ha da jiboesaat gant ma zad ouzhpenn pemzek mil Lors : Pep hini ? René : Pemzeg mil ya Lors : Etre daou ? René : Etre daou ben ne dalve ket an taol mont da mont ebarzh an humenn hein Lors : A ya ya ya hag emen e vize gwerzhet ? René : O ben ebarzh toud ar buroioù butun ha toud ar jeu Lors : A ya ? René : A ben amañ ebarzh Melioneg e oa tri « dépôt »
|
Recherche avancée |