Skol Vreizh

Votre panier




Votre panier est actuellement vide.

   

Vous êtes ici : Accueil Komzoù brezhoneg Yves Bescond, deus Paoul
Yves Bescond, deus Paoul

Yves BESCOND

Yves Bescond deus Paoul, a gont deomp penaos e oa bet e c'herent o sevel un ti e-kerzh ar brezel.

Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :

Lors : Med piou ...piou é an hain' kozhañ 'ba kêr amañ

Yves : Henzh 'zo eo c'hwezek ha per-ugent … an hain' kozh 'zo 'chom 'ba 'n ti a-c'hiz-se « Quatre-vingt seize » ya c'hwezek ha per-ugent ya

Lors : Ha c'hwi pe oad oc'h

Yves : Daou ha per-ugent m'eus eo

Lors : O c'hwi 'zo un' den yaouank

Yves : O ya zur … ur wech paseet per-ugent ya gast a ya ya ya

Lors : Ha c'hwi 'zo ganet 'ba Paoul

Yves : 'ba Mel 'ba Kerdoupin

Lors : A ya med pe oad 'oac'h pe oac'h digoue'et da Baoul

Yves : Eu daou vlâ 'ma 'benn oan éo 'ba amañ 'ba kêr amañ 'giz-mañ

Lors : 'Ba kêr amañ 'giz-mañ 'pa daou vlâ

Yves : Ya ya daou vlâ pé oan éo ya

Lors : Setu 'zo per-ugent vlâ 'zo

Yves : Per-ugent vlâ 'zo paseet 'baoe Gouel Mikel

Lors : 'Baoe Gouel Mikel

Yves : Ya on éo amañ ya

Lors : 'Ba ti-mañ petramant 'ba un ti ell

Yves : A 'ba 'n hain' izeloc'h a-c'hiz-se un tamm bihan koa

Lors : A ya

Yves : Ha hemañ 'oa sa'et goude-se 'pad ar brezel neun … hemañ

Lors : A 'pad ar brezel

Yves : Ya ha c'hoazh ' vije kaout traoù 'c'ha paotr … 'vije red kas amann ha bleud ha vioù ha kig sal toud a ya

Lors : Amañ

Yves : A 'oa ket brav kaout traoù 'pad ar brezel paotr a nann

Lors : Med amañ 'vize papred

Yves : Ka'et 'vize … ka'et ' vize ...med red red ' vize kas traoù ell hin … ya ya ya ya

Lors : Ha petra 'vize kaset neun

Yves : Amann 'laran dac'h ha vioù ha kig … ya ya ya ya … 'pad ar brezel 'oa sé koa

Lors : Ha 'vize ket red paeo

Yves : A « marché noir » 'vize graet ha goui a rit peseurt mod 'vize kont ga' sé è hin

Lors : Ha petra 'vize roet 'ga … 'vid kaout amann ha bara

Yves : O erc'hant pe traoù ell koa koad pe un dra benneg d'ober an ti ha traoù 'giz-se … ya ya

Lors : A ya koed

Yves : Ya ya ya ya o ya

Lors : Med memestra koad koad 'oe partoud

Yves : Ya gast med troc'hañ nê 'vi'e dao eu paotr

Lors : Troc'hañ ha charrañ 'nañ

Yves : Ya ha kas nê d'ar « scierie »

Lors : 'Benn ober plankennoù

Yves : Ya ya just 'wac'h plankennoù ha neun ar speurioù ha toud ar jeu koa

Lors : Speurioù ya ya ya … hag an ti-mañ 'zo bet savet 'pad ar brezel

Yves : 'Pad ar brezel ya ya

Lors : Gant tud deus kêr

Yves : A n'é ket … masonerien 'oa ar re-se koa ...ar re-he 'oa deus Mel-Karaez … ar masoñerien ya

Lors : A ya

Yves : Ma mamm ha ma zad 'na laket da sevel 'nañ koa

Lors : Ya

Yves : Ya

Lors : Ha ped ped masoner 'oa deut

Yves : O wechoù 'vi'e unneg benneg gast… unneg benneg … deus Tabrian 'oa ha dae all deus Mel 'oa o ya ya ya

Lors : 'Unneg

Yves : Unneg ya ya ya ya 'pad ar brezel ya ya

Lors : Unneg 'tre toud 'oaint 'labourad 'sames

Yves : Ya ya 'sames ya ya

Lors : Da sevel an ti koa

Yves : Ya ya ya unneg 'oaint ya ya

Lors : Setu 'michañs 'raent ket ar memes micher pephin' …

Yves : O masoner 'oaint toud

Lors : Ya med 'oa ket re 'oa oa kaset da gerc'hat mein … dibab' nê ha …

Yves : A chareet 'oa ar mein 'raog 'ba amañ koa … ga' ma zad 'oa chareet mein deus ur vengleuz 'ba bord ar c'hanel du-se

Lors : 'Ba bord ar c'hanel 'zo ur vengleuz

Yves : Ya ene 'mañ un tamm park hag ' charee mein deus ene ya

Lors : A ya

Yves : Ya da sevel an ti ya

Lors : Ha kaout … kaout a ra doc'h a jom mein 'barzh c'hoazh

Yves : O ya ya ene 'zo mein 'pred ' c'hat

Lors : Mein brao

Yves : Eu n'int ket gwall vrao nê paotr nann nann n'int ket … ha ar mein benerez ar re-he 'oa deut … deus machin … deus machin … deus Uhelgoad

Lors : Ar mein bennerez

Yves : Ya ar re ' zo ' ober tro ar prenechoù a-giz-se

Lors : A ar mein bennerez 'larit

Yves : Ya ya deus Uhelgoad ya

Lors : Deus Uhelgoad

Yves : Ya

Lors : A ya toud nê

Yves : Ya toud re ar prenechoù anfin an noriched

Lors : Ar prenechoù hag en dro d'an nor eu

Yves : Ya ya ya

Lors : Ha deus an Uhelgoad 'pad ar brezel 'oaint deut

Yves : Ya ha c'hoazh 'oa bet Galopin ...eñ 'oa 'ba Mel « mécanicien » kerc'het nê ga' e gamion « Gazogène » m'eus soñj mad amañ 'oa « gazogène » pugur vije ket ka'et esañs

Lors : Bin nann

Yves : Ha m'eus soñj mad 'oa Galopin ga' e « Gazogène » klask ar mein 'ba Uhelgoad

Lors : Ha d'ar mare-se pe oad 'oac'h pé 'oa komañset sevel an ti

Yves : Hemañ... me … me 'zo ganet « en trente-trois » … eu hemañ 'oa sa'et 'ba « en quarante deux, quarante-trois » deg vlâ benneg 'ma 'benn neuhe … nav pe deg vlâ 'benn oa-eñ komañset ya ya ya ya

Lors : Set' neun 'peus …

Yves : Soñj m'eus ya ya

Lors : Peus soñj mad

Yves : Soñj mad ya ya

Lors : Ha d'ar mare-se ur marmouz a-mod-se 'c'hae partoud

Yves : O ya ya yaouank 'oan 'benn neuhe pugur 'on amañ m'eus soñj mad

Lors : Ya ya ha bid 'oa bugale ...bugale all

Yves : O ya gast o ya ...per 'oamp memes oad 'ba kêr … per ya

Lors : Piou 'oa neun

Yves : André Lorrain henzh … henzh 'zo 'ba « Châteauneuf »

Lors : Bremañ

Yves : Ya bromen ya eñ 'oa...eñ 'oa « routier » ga'… 'zo ga' peseurt « entreprise » 'zo chom 'ba « Châteauneuf » a-giz-se ya ha Jules Peron … ya 'oa ha me ha André Auffret.


Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

Lors : Mes piou … piou eo an hini kozhañ e-barzh kêr amañ

Yves : Hennezh a zo … eo c'hwezeg ha pevar-ugent … an hini kozh a zo o chom e-barzh an ti ar-c'hiz-se « quatre-vingt seize » ya c'hwezeg ha pevar -ugent ya

Lors : Ha c'hwi pe oad ez oc'h

Yves : Daou ha pevar-ugent am 'eus hiziv

Lors : O c'hwi a zo un den yaouank

Yves : O ya zur … ur wech paseet pevar-ugent ya gast … a ya ya ya

Lors : Ha c'hwi a zo ganet e-barzh Paoul

Yves : E-barzh Mêl … e-barzh Kerdoupin

Lors : A ya mes pe oad e oac'h ...pa oac'h degouezhet da Baoul

Yves : Eu daou vloaz am boa a-benn e oan erruet e-barzh amañ … e-barzh kêr amañ a-giz-mañ

Lors : E-barzh kêr amañ a-giz-mañ ho poa daou vloaz

Yves : Ya ya daou vloaz pa oan erruet ya

Lors : Setu a zo … pevar-ugent vloaz a zo

Yves : Pevar-ugent vloaz a zo paseet abaoe Gouel Mikel

Lors : Abaoe Gouel Mikel

Yves : Ya … ez on erruet amañ

Lors : E-barzh an ti-mañ peotramant e-barzh un ti all

Yves : A … e-barzh an hini izeloc'h ar-c'hiz-se un tamm bihan koa

Lors : A ya

Yves : Hag hemañ e oa savet goude-se e-pad ar brezel neuze … hemañ

Lors : A … e-pad ar brezel

Yves : Ya ha c'hoazh e vije kaout traoù moarvad paotr … e vije red kas amann ha bleud ha vioù ha kig sal toud a ya

Lors : Amañ

Yves : A … ne oa ket brao kaout traoù e-pad ar brezel paotr a nann

Lors : Mes amañ e veze bepred

Yves : Kavet e veze … kavet e veze … mes red … red e veze kas traoù all hin … ya ya ya ya

Lors : Ha petra e veze kaset neuze

Yves : Amann a laran deoc'h ha vioù ha kig … ya ya ya ya … e-pad ar brezel e oa se koa

Lors : Ha ne veze ket red paeañ

Yves : A « marché noir » e veze graet ha goud a rit peseurt mod e veze kont gant se ivez hin

Lors : Ha petra e veze roet gant … evid kaout amann ha bara

Yves : O arc'hant pe traoù all koa … koad pe un dra bennag d'ober an ti ha traoù a-giz-se ...ya ya

Lors : A koad

Yves : Ya ya o ya

Lors : Mes memestra koad koad e oa partoud

Yves : Ya gast mes troc'hañ anezho e veze dao eu paotr

Lors : Troc'han ha charreat anezhañ

Yves : Ya ha kas anezho d'ar « scierie «

Lors : A-benn ober plankennoù

Yves : Ya ya just awalc'h plankennoù ha neuze ar speurennoù ha toud ar jeu koa

Lors : Speurennoù ya ya ya … hag an ti-mañ a zo bet savet e-pad ar brezel

Yves : E-pad ar brezel ya ya

Lors : Gant tud diouzh kêr

Yves : A n'eo ket ...mañsonerien e oa … ar re-se koa ... ar re-se a oa diouzh Mêl-Kerahes … ar mañsonerien ya

Lors : A ya

Yves : Ma mamm ha ma zad o doa lakaet da sevel anezhañ koa

Lors : Ya

Yves : Ya

Lors : Ha ped... ped mañsoner e oa deuet

Yves : O a-wechoù e veze unneg bennag gast … unneg bennag ...diouzh Tabrian e oa ha a deue all … diouzh Mêl e oa o ya ya ya

Lors : Unneg

Yves : Unneg ya ya ya ya … e-pad ar brezel ya ya

Lors : Unneg etre toud e oant o labourad asamblez

Yves : Ya ya asamblez ya ya

Lors : Da sevel an ti koa

Yves : Ya ya ya unneg e oant ya ya

Lors : Setu emichañs ne raent ket ar memes micher pephini …

Yves : O mañsoner e oant toud

Lors : Ya mes ne oa ket re a oa … a oa kaset da gerc'hat mein … da zibab anezho ha

Yves : A charreet e oa ar mein e-barzh araog e-barzh amañ koa … gant ma zad e oa charreet mein diouzh ur vengleuz e-barzh bord ar c'hanol du-se

Lors : E-barzh bord ar c'hanol a zo ur vengleuz

Yves : Ya eno emañ un tamm park hag a charree mein diouzh eno ya

Lors : A ya

Yves : Ya da sevel an ti ya

Lors : Ha kaout … kaout a ra deoc'h a jom mein e-barzh c'hoazh

Yves : O ya ya eno a zo mein bepred moarvad

Lors : Mein brao

Yves : Eu n'int ket gwall vrao anezho paotr nann nann n'int ket ...hag ar mein benerezh … ar re-se e oa deuet diouzh machin … diouzh machin … diouzh an Uhelgoad

Lors : Ar mein benerezh

Yves : Ya ar re a zo oc'h ober tro ar prenestroù a-giz-se

Lors : A … ar mein benerezh a larit

Yves : Ya ya diouzh an Uhelgoad ya

Lors : Diouzh an Uhelgoad

Yves : Ya

Lors : A ya toud anezho

Yves : Ya toud re ar prenestroù anfin an noriched

Lors : Ar prenestroù hag en dro d'an nor ivez

Yves : Ya ya ya

Lors : Ha diouzh an Uhelgoad e-pad ar brezel e oant deuet

Yves : Ya ha c'hoazh e oa bet Galopin … eñ a oa e-barzh Mêl « mécanicien » o kerc'hat anezho gant e gamion « gazogène » me am eus soñj mad amañ e oa « gazogène » peogwir ne vije ket kavet esañs

Lors : Bin nann

Yves : Ha me am eus soñj mad e oa Galopin gant e « gazogène » o klask ar mein e-barzh an Uhelgoad

Lors : Ha d'ar mare-se pe oad e oac'h pa oa komañset sevel an ti

Yves : Hemañ … me … me a zo ganet « en trente-trois » eu hemañ e oa savet e-barzh « en quarante-deux , quarante-trois » deg vloaz bennag am boa a-benn neuze ...nao pe deg vloaz a-benn e oa-eñ komañset ya ya ya ya

Lors : Setu neuze ho peus...

Yves : Soñj am eus ya ya

Lors : Ho peus soñj mad

Yves : Soñj mad ya ya

Lors : Ha d'ar mare-se ur marmouz a-mod-se a yae partoud

Yves : O ya ya yaouank e oan a-benn neuze peogwir ez on amañ am eus soñj mad

Lors : ha bez e oa bugale … bugale all

Yves : O ya gast o ya … pevar e oamp memes oad e-barzh kêr … pevar ya

Lors : Piou e oa neuze

Yves : André Lorrain hennezh … hennezh a zo e-barzh « Châteauneuf »

Lors : Bremañ

Yves : Ya bremañ ya eñ a oa... eñ a oa « routier » gant … zo gant peseurt « entreprise » a zo o chom e-barzh « Châteauneuf » a-giz-se ya ha Jules Peron... ya a oa ha me hag André Auffret.

 

Auteurs

paypal