Anatole Clochet, deus Lokarn |
Anatole CLOCHETAnatole Clochet deus Lokarn, en deus soñj-mat penaos 'vize graet bara gwezhall er gêr.Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin : Anatole : Ar grun 'vije reit ...ma ' vije un tamm grun benneket da … kerc'h pe un tamm bihan eï 'vije malet da reï d'ar moc'hed koa Lors : A Anatole : Bon ar gwinnizh ' c'hae toud 'ba 'r gambr ha 'vije kaset da di ar meilher da valo evit kaout bleud d'ober bara Lors : A ya … ha 'vije roet bonyioù Anatole : 'Vije reit bonyioù dac'h ya Lors : Ya ya … ha piou … piou 'rae ar bara … 'ba pelec'h 'oa ur forn Anatole : Eu 'ba 'ba lost kêr... 'ba 'r feurm 'oa ur vForn d'ar mare-se Lors : Ha piou 'rae ar bara neun Anatole : Bin pephin' d'e dro 'ba kêr … amañ 'oa seizh 'ba kêr ha pephin' d'e dro bep lun 'domme ar forn ha 'vize laket ar bara da boac'hañ barzh goude koa ...pephin' d'e dro 'domme ar forn Lors : Pephin' … setu a rae ar bara 'vid ar zun koa Anatole : Ya Lors : 'Vid toud kêr koa Anatole : Eu pephin' 'rae e doaz ma peus c'hoant Lors : A pephin' 'rae e doaz Anatole : A ya ya ya Lors : A Anatole : Pephin' 'rae e doaz ha … e Lors : E doaz da goiñ Anatole : Ya ha petra 'vé graet deus an dra-he Lors : Dorzennoù Anatole : Ya un dorzenn … an dorz koa … ya pephin' 'n'om gave ga' e dorzennoù bara toaz koa … da laket 'barzh Lors : Ha setu … seizh … seizh menaj 'oa 'ba 'r feurm ha setu … tro … tro ur menaj a zigoue'e beb Anatole : Ur wech beb seizh zun Lors : Seizh zunez warlerc'h koa Anatole : Ya Lors : Ha 'oa red tommañ ar forn … peseurt koad ' vize laket 'barzh …. fagodennoù Anatole : Fagod ya Lors : Ha goude-ze koad … koad derv petramant eu Anatole : O bep seurt derv petramant kelvé ar muiañ Lors : A kelvé è Anatole : Kelvé ha derv ya Lors : A ya ha kelenn nann Anatole : Nann kelenn 'vize ket laket nann Lors : Ivin Anatole : A bin nann ivin 'vize ket laket barzh hin … 'oa ket kalz ivin è anfin ivin 'vize ket laket barzh … derv petramant kelvé 'vize laket barzh Lors : Kelvé ha derv Anatole : Ya Lors : Ha set' pevare 'vize red komañs krogañ ….tommañ Anatole : An tan Lors : Ya Anatole : O deus ar mintin Lors : Deus ar mintin Anatole : O ya ...o matren me ouian ket eizh pe eizh eur hanter pé 'vize komañset an tan 'ba 'r forn koa Lors : Ha pevare 'vize komañset da laket Anatole : O matren « pour » 'benn deg eur pe deg eur hanter me ouian ket just da bed eur se ouian ket med … Lors : A bon … ' bade ket pell neun tommañ ar forn Anatole : Nann nann nann tommañ ar forn se 'oa fonnus 'wac'h hin … o se 'oa fonnus 'wac'h d'ober Lors : Ha soñj 'peus ped ped dorz vara 'vize red ober 'vid ho familh doc'h Anatole :A sé bremañ n'on ket 'vid laret ... o pemp peder bemp matren 'ouian ket just d'ar mare-se 'vize graet dorz … an dorz deg lur Lors : Deg lur Anatole : « Cinq kilos « Lors : Ya ya Anatole : Ya ya Lors : Ma 'vize graet seizh pe eizh Anatole : Ya ya ouian ket just ped 'vize 'c'ha pemp pe c'hwec'h … ha d'ar vugale 'vize graet … ur gouign raent deus sé Lors : Ur gouign Anatole : Ya …un tamm dorz vihan ahe 'mod-se un tamm 'vel 'vel ur « gâteau « neuhe 'giz-se Lors : Ur gouign Anatole : Ya ar vugale 'n'om ga'e pephin' ga' e gouign hag ' vize stad enne forzh mad Lors : Med memes toaz 'oa Anatole : Memes toaz 'oa ya ya Lors : A ya gouign ur gouign Anatole : Ya ya Lors : Nintra 'met 'vid ar vugale Anatole : Ya ya Lors : Ya ya … ha pephin' 'c'hae da dommañ e damm gouign Anatole : Ya ya Lors : Ya ya ya ya … ha bara gwenn 'vize pe bara du Anatole : Bara gwenn 'vize ya ya Lors : Setu bara gwinnizh koa Anatole : Ya bara gwinnizh ya ya ya Lors : Ha 'vize ket graet bara segal petramant … Anatole : M'eus ket ane... gwelet kalz ober nann ...m'eus ket bet gwelet ober kalz bara segal Lors : Nann Anatole : Nann Lors : Ha daoust hag-eñ 'ba 'r forn … pe 'oa pe 'oa poa'et toud ar bara koa 'vid toud ar gêr … tud kêr koa Anatole : Ya Lors : ' vize ket krase'et …eu eu petra din-me... eu bin gwinnizh du 'gav din d'ober kerc'h ...eu n'é ket kerc'h d'ober youd kerc'h … youd silet Anatole : Kerc'h … o béo matren 'zo bet graet med sé m'eus ket gwall doullet soñj Lors : 'Peus ket bet ...nann Anatole : Nann m'eus ket gwall doullet soñj Lors : Bet ...bet 'peus bet debet youd … Anatole : Youd silet … ya ya ya Lors : Ha piou 'rae nañ neun Anatole : O mamm pe mamm gozh anfin Lors : Mamm gozh Anatole : Ya Lors : 'Ba 'r chidourenn Anatole : «'Ba 'r chidourenn ya o béo sé m'eus bet gwel't 'wac'h Lors : Ar chidourenn 'vize laket … Anatole : 'Ba kreiz al lorzi war an treber Lors : War an treber Anatole : Ya … 'ba kreiz al lorzi … ya pe 'vije poaz't koa Lors : A ya Anatole : Ha 'vize laket … 'c'hae an dud 'ba 'n dro koa Lors : Ya Anatole : Ha 'vize graet un toull 'ba kreiz 'ba kreiz ar youd ha vi'e laket amann barz … lak't an amann eñ ' deue koa Lors : Hin Anatole : An amann ' deue koa pe ' vize tomm ar youd Lors : Ya ya ya ya Anatole : Ha pephin' ' dape deus Lors : Deus e du Anatole : Ha greiz toud dern un tamm bihan muioc'h vis fall … ar re-mañ denne toud an amann treusk' nê koa Lors : Ha ga ' loaioù koad petramant loaioù Anatole : O loaioù houarn 'oa 'benn neuhe Lors : Loaioù houarn … a-benn neuhe ya ya ya … ha 'raog ar youd 'oa bet poae'et 'ba 'r jiminal Anatole : 'Ba ' r jiminal ya Lors : A ya med pas war an treber 'ba 'r jiminal koa Anatole : Ya Lors : Yéo Anatole : War chiminal ya Lors : Pugur 'oa ket … 'oa ket treid d'ar chidourenn Anatole : Nann ar chidourenn 'na... 'na ur …'na ur ' brog Lors : Ur brog 'oa Anatole : Ha 'vize skourret 'ba 'ba 'r chiminal … deus … Lors : Staget deus ar Anatole : Un drezenn 'vize graet deus an dra-he Lors : Un drezenn ya … henzh é 'r gwazhañ tra 'zo 'ba 'n ti 'zo bet laret din pugur … houmañ ' zeusk he zent d'an holl Anatole : Ya Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau : Anatole : Ar greun e vije roet … mar vije un tamm greun bennaked da ...kerc'h pe un tamm bihan heiz e vije malet da reiñ d'ar moc'hed koa Lors : A Anatole : Bon ar gwinnizh a yae toud e-barzh ar gambr hag e vije kaset da di ar meilher da valañ evid kaout bleud d'ober bara Lors : A ya ...hag e vije roet bonyioù Anatole : E vije roet bonyioù deoc'h ya Lors : A ya ha piou a rae ar bara … e-barzh pelec'h e oa ur forn Anatole : Eu e-barzh ...e-barzh lost kêr ...e-barzh ar feurm e oa ur forn d'ar mare-se Lors : Ha piou a rae ar bara neuze Anatole : Bin ...pephini d'e dro e-barzh kêr... amañ seizh e-barzh kêr ha pephini d'e dro bep lun a domme ar forn hag e vize lakaet ar bara da boazhañ e-barzh goude koa... pephini d'e dro a domme ar forn Lors : Pephini … setu a rae ar bara evid ar sizhun koa Anatole : Ya Lors : Evid toud kêr koa Anatole : Eu pephini a rae e doaz m'ho peus c'hoant Lors : A pephini a rae e doaz Anatole : A ya ya ya Lors : A Anatole : Pephini a rae e doaz ha … e Lors : E doaz da goiñ Anatole : Ya ha petra a vez graet diouzh an dra-se Lors : Dorzennoù Anatole : Ya un dorzenn … an dorz koa … pephini en em gave gant e dorzennoù toaz koa da lakaad e-barzh Lors : Ha eu … seizh … seizh menaj e oa e-barzh ar feurm ha setu … tro ...tro ur menaj a zegoueze bep... Anatole : Ur wech bep seizh sizhun Lors : Seizh sizhunvez warlerc'h koa Anatole : Ya Lors : Ha e oa red tommañ ar forn … peseurt koad e veze lakaet e-barzh … fagodennoù Anatole : Fagod ya Lors : Ha goude-se koad … koad derv peotramant eu … Anatole : O bep seurt derv peotramant kelvez ar muiañ Lors : A kelvez ivez Anatole : Kelvez ha derv ya Lors : A ya ha kelenn nann Anatole : Nann kelenn ne veze ket lakaet nann Lors : Ivin Anatole : A bin nann ivin ne veze ket lakaet e-barzh hin … ne oa ket kalz ivin ivez anfin ivin ne veze ket lakaet e-barzh … derv peotramant kelvez e veze lakaet e-barzh Lors : Kelvez ha derv Anatole : Ya Lors : Ha setu pevare e veze red komañs krogañ … tommañ Anatole : An tan Lors : Ya Anatole : O diouzh ar mintin Lors : Diouzh ar mintin Anatole : O ya … o marteze ...me ne ouian ket … eizh pe eizh eur hanter pa veze komañset an tan e-barzh ar forn koa Lors : Ha pevare e veze komañset da lakaad … Anatole : O marteze « pour « a-benn deg eur pe deg eur hanter ...me ne ouian ket just da bed eur ...se ne ouian ket mes … Lors : A bon … ne bade ket pell neuze tommañ ar forn Anatole : Nann nann nann tommañ ar forn se a oa fonnus awalc'h hin ...o se a oa fonnus awalc'h d'ober Lors : Ha soñj ho peus ped...ped dorz vara e veze red ober evid ho familh deoc'h Anatole : A se bremañ n'on ket evid larout … pemp peder pemp marteze ne ouian ket just d'ar mare-se e veze graet dorz … an dorz deg lur Lors : Deg lur Anatole : « cinq kilos « Lors : Ya ya Anatole : Ya ya Lors : Mar veze graet seizh pe eizh Anatole : Ya ya ne ouian ket just ped a veze moarvad pemp pe c'hwec'h … ha d'ar vugale e veze graet ...ur gouign a raent diouzh se Lors : Ur gouign Anatole : Ya … un tamm dorz vihan aze a-mod-se an tamm evel evel ur « gâteau « neuze e-giz-se Lors : Ur gouign Anatole : Ya ar vugale en em gave pephini gant e gouign hag e veze stad enne forzh mad Lors : Mes memes toaz e oa Anatole : Memes toaz e oa ya ya Lors : A ya gouign ur gouign Anatole : Ya ya Lors : Netra nemet evid ar vugale Anatole : Ya ya Lors : Ya ya … ha pephini a yae da dommañ e damm gouign Anatole : Ya ya Lors : Ya ya ya ya … ha bara gwenn e veze pe bara du Anatole : Bara gwenn e veze ya ya Lors : Setu bara gwinnizh koa Anatole : Ya bara gwinnizh ya ya ya Lors : Ha ne veze ket graet bara segal peotramant Anatole : N'am eus ket anavez...gwelet kalz obet nann ...n'am eus ket bet gwelet ober kalz bara segal Lors : Nann Anatole : Nann Lors : Ha daoust hag-eñ e-barzh ar forn ...pa oa ...pa oa poazet toud ar bara koa evid toud ar gêr tud kêr koa Anatole : Ya Lors : Ne veze ket kraset … eu ...eu … petra din-me ...eu bin gwinnizh du a gav din d'ober kerc'h eu n'eo ket ...kerc'h d'ober yod kerc'h ...yod silet Anatole : Kerc'h … o eo marteze a zo bet graet mes se n'am eus ket gwall doullet soñj Lors : N'ho peus ket bet nann Anatole : Nann ...n'am eus ket gwall doullet soñj Lors : Bez … bez ho peus bet debret yod Anatole : Yod silet ya ya ya Lors : Ha piou a rae anezhañ neuze Anatole : O mamm pe mamm gozh anfin Lors : Mamm gozh Anatole : Ya Lors : E-barzh ar chidourenn Anarole : E-barzh ar chidourenn ya o eo se am eus gwelet awalc'h Lors : Ar chidourenn a vize lakaet Anatole : E-barzh kreiz al lorzi war an treber Lors : War an treber Anatole : Ya … e-barzh kreiz al lorzi … ya pa veze poazet koa Lors : A ya Anatole : Hag e veze lakaet … yae an dud e-barzh an dro koa Lors : Ya Anatole : hag e veze graet un toull e-barzh kreiz ...e-barzh kreiz ar yod hag e vize lakaet amann e-barzh ...lakaet an amann ...eñ a deuze Lors : Hin Anatole : An amann a deuze koa pa veze tomm ar yod Lors : Ya ya ya ya Anatole : Ha pephini a dape diouzh Lors : Diouzh e du Anatole : Hag a greiz toud dern un tamm muioc'h vis fall … ar re-mañ a denne toud an amann treseg anezho koa Lors : Hag gant loaioù koad peotramant loaioù Anatole : O loaioù houarn e oa a-benn neuze Lors : Loaioù houarn … a-benn neuze ya ya ya ...hag araog ar yod a oa bet poazet e-barzh ar chiminal Anatole : E-barzh ar chiminal ya Lors : A ya mes pas war an treber e-barzh ar chiminal koa Anatole : Ya Lors : Eo Anatole : War ar chiminal ya Lors : Peogwir ne oa ket ...ne oa ket treid d'ar chidourenn Anatole : Nann ar chidourenn en doa ...en doa ...en doa ur brog Lors : Ur brog e oa Anatole : Hag e veze skourret e-barzh ...e-barzh ar chiminal … diouzh … Lors : Staget diouzh ar Anatole : Un drezenn e veze graet diouzh an dra-se Lors : Un drezenn ya … hennezh eo ar gwashañ tra a zo e-barzh an ti a zo bet laret din peogwir … houmañ a ziskouez he zent d'an holl Anatole : Ya
|
Recherche avancée |