Iffig Le Moigne, deus ar C'hastell Nevez |
Iffig LE MOIGNEIffig Le Moigne, deus ar C'hastell-Nevez, a zo bet o labourat en ti-bank ba' r C'hastell-Nevez ha war-dro.Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin : Lors : Hag ho tud 'neus …. med c'hwi 'peus adkemeret an tiegezh war-lerc'h … al loened ha toud pe... Iffig : A me 'm eus ket Lors : Nann Iffig : Ma breur 'na kemer't an tiegezh war-lerc'h Lors : A ho preur koshañ anfin ho preur koa … pugur 'peus ket bet c'hoar 'bet Iffig : Nann nann nann Lors : Daou baotr… bon… ha eñ neus kemer't Iffig : Eñ neus kemer't an tiegezh… ha bremañ e baotr ' zo ' tarc'hen… ' zalc'h an tiegezh eu Lors : A ya ya… set' an tiegezh 'oa bet roet d'ho... dañ... 'blam ' oa… dehoñ 'blam 'oa 'n hain koshañ koa 'michañs Iffig : N'é ket … me 'm'oa desidet … me 'm'oa ka'et ur plas d'hont da labour'd … me 'oa aet… me 'oa aet kuit koa Lors : A c'hwi 'pa choajet Iffig : Ya ya Lors : D'hont kuit koa Iffig : Ya Lors : Ha peseurt plas 'pa ka'et Iffig : Bin me 'oa … me 'm'oa kemer't d'ar mare-se « Caisse rurale et urbaine , crédit mutuel » Lors : « De Bretagne » Iffig : « Ah non » Lors : A nann, d'ar mare-se 'oa ket... Iffig : « Caisse rurale et urbaine de crédit mutuel et celle-là » … ha hounz neuhe goude-se neus bet fusionet ga' 'r CMB … set' me 'zo digoue'et 'ba 'r CMB goude-se koa Lors : Ya a ya … ha 'ba peseurt blavechoù 'oa se 'peupre Iffig : Euu 'ba 'r blavezh dek ha tri-ugent … 'oan kemer't … 'oan komañs' koa Lors : Ha 'ba pelec'h 'oa ar c'hef neun ...'ba 'r C'hastell-Nê Iffig : 'Ba 'r C'hastell-Nê ya Lors : A ya set' … med c'hwi .. c'hwi ' jome 'ba 'r C'hastell-Nê petramant oac'h ...'oa goul'et ganoc'h mont 'ba … war Iffig : A 'oa ket, 'oa ket … me 'm'oa kemer't ahe 'oa ur vaouez petram' un intron 'tac'hen an dra-he da gentañ ha houm 'oa deut d'an oad deï d'hont 'ba hi retred set' oa dao kaout un' all da ramplas neï ha me 'm'oa kemer't neï me 'm'oa 'n'im bropoz't da gemer an dra-he koa Lors : 'n'im bropoz ya hag Iffig : hag on bet kemer't koa Lors : Ha bez 'oa tud all da 'n'im bropoz … 'n'om ginnig da .. . da Iffig : 'Oa ket … 'oa ket bet hain' all 'met ma-un' koa Lors : A... neun 'oa aes Iffig : Ya Lors : Ha goud a ou'oc'h 'blam beta oc'h bet kemer't … bon 'blam Iffig : 'oa dao kaout un' Lors : Kaout un' sertanamant ha 'oa hain' 'bet all 'n'im bresant' Iffig : Nann Lors : Med mod all daoust de-geñ kontañ brezhoneg neus bet sikouret … Iffig : O pas pas kement-se nann Lors : Nann Iffig : Nann Lors :Nann pugur war-lerc'h 'oc'h bet … é bet ret doc'h 'vel 'pa lar't din mont 'ba 'ba 'r barrochoù en-dro Iffig : A ya hend-all... goude-se on bet 'ba 'r CMB neuhe ...me ' vize 'ober ar permanañsoù 'ba Speied ha neuhe 'ba Landelo Lors : Ya Iffig : Setu beb … da d'ar meurzh vintin 'vizen 'ba Speied d'ar meurzh goude kreisteiz 'vi'en 'ba Landelo Lors : Ya Iffig : D'ar yaou vi'en 'c'haloupad un tamm partout Lors : War 'r maechioù Iffig : War ' r maez Lors : A bon Iffig : A ya … war 'r maez bon bin ti ar c'homersanted ha 'tespugn an arc'hant Lors :A despugn an arc'hant ya ha 'ba 'r feurmoù è Iffig : Euu vi'en ket 'ba enne 'ba 'r feurmou kalz 'naon … 'ba lod vi'en Lors : Lod nê Iffig : Ya Lors : Ha peseurt mod … a ya pugur an dud roe doc'h o arc'hant Iffig : Bin 'r pezh ar c'homersanted ar pezh ni'ent despugnet kuit dë d'hont da c'haloupat eu koa Lors : A ya set' Iffig : Set' me ' gemere toud ar paper ha 'zigase toud an arc'hant ganin Lors : Ha c'hwi ' zigase toud an arc'hant 'ba 'r c'hef 'michañs 'oa ur c'hef 'ba 'r C'hastell-Nê amañ Iffig : Ya d'ar buro Lors : Ur c'hef koa 'michañs Iffig : Bez 'zo bet ur wech m'eus kle'et lod eu bugale d'ar c'homersanted hag un' m'eus soñj deusouti 'lar't d'hi 'lar't d'hi mamm un devezh : « Med 'damm peta c'hwi 'ra tout hoc'h arc'hant da henzh neuhe « Lors : A ya Iffig : A ba ya Lors : Med 'oa ket bet displeget dehon koa Iffig : « Hein « Lors : 'Oa ket bet lar't dehon Iffig : An dra-he 'oa « normal « koa Lors : Ya ya med set' an dud … an dud 'na fiañs ennoc'h Iffig : A ya Lors : ' vid … Iffig : Ya med oblijet oaint eu Lors : Bin ya med … Iffig : Bin me 'rae ar paper dê set' ' riskaint ket nintra 'bet nê Lors : Nann nann nann nann nann ...hag 'n'eur 'ober se 'peus gwelet ar c'honvers mont ha dont … kresk ha digresk 'michañs 'zo bet mareoù 'oa gwelloc'h ar c'honvers 'werze muioc'h an dud petramant Iffig : Ha muioc'h ' dud 'oa 'benn neuhe Lors : D'ar mare-se Iffig : D'ar mare-se … d'ar mare-se anfin « Leclerc et compagnie « ar re-se n'egzitaint ket d'ar mare-se neint koa ...pé 'oan 'krog' ober an dra-he nann … bon goude-se neuint komañset da gemer an tammig startijenn Lors : Ya Iffig : Ha bremañ neuint lac'het nê toud ar re all koa lac'het toud ar re vihan Lors : Ya … med 'michañs é bet … peseurt mod peus ka'et se … ka'et 'peus se trist gwel' … Iffig : O ' ra ket plijadur gwel' an traoù 'vez ' sarriñ a mod-se hin Lors : Nann Iffig : 'welet toud ar c'homersoù bihan 'sarriñ …. 'peus kim gwel' bremañ 'ba 'r C'hastell-Nê neus ket kalz ...'ba Landelo 'zo pet Lors : Un' Iffig : Un' « tiens » Lors : 'Ba Plone Iffig : 'Ba Plone n'eus ket kalz ken eu Lors : Euu daou … daou pe dri 'zo Iffig : O matrese ya Lors : Ya o ya 'peupre … med un' matrese neus ampechet ar stalioù ar vagasinoù bras 'vel « Leclerc » ha toud ar re-he da zont re abred … Jorj neus ket harz' nê un tamm da zond Iffig : Jorj Le Meur Lors : Jorj Le Meur ya Iffig : O pas kement-se hin Lors : Pas kement-se Iffig : Bin 'n hain' kentañ 'oa deut 'oa ...'oa « Leclerc « Lors : A ya Iffig : Bon goude-se … med 'ba 'r C'hastell-Nê 'zo tri hin Lors : Ya Iffig : « Hein » Lors : Ya Iffig : Bin goude-se 'mañ « Intermarché » Lors : Ya Iffig : Ha …. Lors : « Leaderprice » Iffig : « Leaderprice » ya… ha sp… Bon… « Spar » n'oc'h ket gouest da lar't la é-eñ unan bras c'hoazh med henzh 'zo plaset mad 'ba kreiz ar C'hastell-Nê ha toud an dud 'zo gouest d'hont Lors : Di ga'... Iffig : Domaj ' vefe bin harpefe henzh hin Lors : Ya Iffig : Neuhe vé … neuhe vé dao mont tre 'an nec'h deus 'r C'hastell-Nê … da zont treusk … treusk' 'n hent 'hent 'hent bras eu Lors : Ya hag é start 'vid ar re neus ket oto na na … Iffig : Bin lod neuint ket nann Lors : Lod neuint ket Iffig : Ha lod neuint ket … n'int ket gouest da gonduiñ ken eu Lors : Ha just 'wac'h d'ho soñj daoust hag-eñ vé graet tra-walc'h 'vid ar re gozh ...ar re 'zo ampechet 'ba 'ba 'r vro dre amañ … bez veint sikour't pe Iffig : Matrese 'zo ezhomm d'ober un tammig muioc'h 'vid 'vid ' zo graet eu med n'é ket aes ober Lors : Nann petra ' vank an arc'hant pe an dud pe Iffig : Ma vefe graet ...matrehe lak't un oto ur wech dre vare da zespugn an dud matrese 'vefe gwelloc'h … me n'ouzon ket eu med an dra-he neus ur prij eu Lors : Ya ha matren … n'ouzon ket ...matrese ar barrez 'neus dle Iffig : O pas kement-se Lors : Pas kement-se Iffig : O nann Lors : Neus kalz a dle Iffig : Nann deus an tu-se 'mer … 'maomp mad Lors : A bon Iffig : N'ouzon ket pegeit 'zo 'neump ket bet kresket an impojoù nann Lors : A bon 'r pezh 'zo mad Iffig : Med kresk' reant memes-tra pugur war ar pezh é kalkul't vé kresket an departamant hag ar … lod …. un ti neus ur serten « valeur » Lors : Ya Iffig : Bon med henzh … houzh vé kresket …set' bon laket vé laket ur « pourcentage » war an dra-he é oblijet da greskiñ Lors : Ya med piou 'lar ... piou 'laka talvoudegezh un ti da greskiñ Iffig : Ar gouarnamant Lors : Ar gouarnamant Iffig : A ya pugur int 'lak … int « fixent » an « augmentation » Lors : A ya Iffig : Set' int 'lar ar blâ-mañ 'vo kresket deus kement ha kement ... setu ho ti neus muioc'h 'dalvoudegezh ... Lors : Ya ya Iffig : Normalamant n'é ket gwir med anfin... 'mod-se 'mañ ... Lors : Nann pugur … Iffig : 'r pezh 'vo lar't doc'h … houm' 'dalv kement ha kement set' goude-se 'vo laket « pourcentage « warneï set' an dra-he 'gresk ar … Lors : 'Gresk ar priz Iffig : 'n impoioù Lors : 'n impoioù ya ya an tailhou … an taksoù … ha se 'zo kaoz 'baoe 'on digoue'et 'ba Landelo … da zigentañ 'baen ur priz ha bremañ é kresket forzh pegement ha kouskoude neubeutoc'h tud 'zo neubeutoc'h a gonversanted neubeutoc'h 'dra koa ha koulskoude c'ha war an uhel Iffig : Bin ya Lors : Med ur mare bennaked 'vo red dê aretañ ober a-mod-se ...dihanañ Iffig : C'hwi 'peus bet gwelet ur wech bennaket harp' an traoù da greskiñ … m'eus ket gwelet an traoù diminuiñ ar mod-se, nann, ar pezh 'zo ret doc'h paeo ar pezh 'c'houneit ya ar re-he 'greskont ket mes ar pezh 'zo ret doc'h paeo ' gresko ato ... Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau : Lors : Hag ho tud o deus… mes c'hwi ho peus adkemeret an tiegezh war-lerc'h… al loened ha tout pe… Iffig : A me ne'm eus ket ! Lors : Nann Iffig : Ma breur en doa kemeret an tiegezh war-lerc'h Lors : A… ho preur koshañ, anfin anfin, ho preur koa… peogwir n'ho peus ket bet c'hoar ebet Iffig : Nann nann nann Lors : Daou baotr… bon… ha eñ en deus kemeret Iffig : Eñ en deus kemeret an tiegezh… ha bremañ e baotr a zo o terc'hel… a zalc'h an tiegezh ivez Lors : A ya ya… setu an tiegezh e oa bet roet d'ho… dezhañ…abalamour e oa … dezhañ abalamour e oa an hini koshañ koa emichañs Iffig : N'eo ket… me am boa desidet… me am boa kavet ur plas da vont da labourat… me a oa aet… me a oa aet kuit koa Lors : A c'hwi ho poa choazet Iffig : Ya ya Lors : Da vont kuit koa Iffig : Ya Lors : Ha peseurt plas ho poa kavet Iffig : Bin… me a oa… me am boa kemeret d'ar mare-se « Caisse rurale et urbaine, crédit mutuel » Lors : « De Bretagne ? » Iffig : « Ah non » Lors : A nann d'ar mare-se ne oa ket Iffig : « Caisse rurale et urbaine de crédit mutuel, et celle-là… » ha honnezh neuze goude-se en deus bet fusionet gant ar « CMB » setu me zo degouezhet e-barzh ar « CMB » goude-se koa Lors : Ya a ya… ha e-barzh peseurt bloavezhioù e oa se apeupre Iffig : Eu… e-barzh ar bloavezh dek ha tri-ugent e oan kemeret… e oan komañset koa Lors : Hag e-barzh pelec'h e oa ar c'hef neuze… e-barzh ar C'hastell-Nevez Iffig : E-barzh ar C'hastell-Nevez ya Lors : A ya setu… mes c'hwi… c'hwi a chome e-barzh ar C'hastell-Nevez peotramant e oac'h… e oa goulennet ganeoc'h mont e-barzh… war… Iffig : A ne oa ket… ne oa ket…me am boa kemeret… aze e oa ur vaouez peotramant un itron o terc'hel an dra-se da gentañ ha houmañ e oa deuet d'an oad dezhi da vont e-barzh he retred… setu e oa dao kavout unan all da ramplas anezhi ha me am boa kemeret anezhi… me am boa en em bropoziñ da gemer an dra-se koa Lors : En em bropoziñ ya Iffig : Hag ez on bet kemeret koa Lors : Ha bez e oa tud all d'en em bropoziñ… d'en em ginnig… da Iffig : Ne oa ket… ne oa ket bet hini all nemet ma-unan koa Lors : A… neuze e oa aes Iffig : Ya Lors : Ha gouzout a ouzoc'h abalamour da betra ez oc'h bet kemeret… bon abalamour Iffig : E oa dao kavout unan Lors : Kavout unan sertanamant hag ne oa hini ebet all en em brezantiñ Iffig : Nann Lors : Mes mod-all daoust hag-eñ kontañ brezhoneg en deus bet sikouret Iffig : O pas pas kement-se, nann Lors : Nann Iffig : Nann Lors : Nann… peogwir war-lerc'h ez oc'h bet… eo bet ret deoc'h evel ho poa laret din mont e-barzh… e-barzh ar parrezioù en-dro Iffig : A ya met goude-se ez on bet e-barzh ar « CMB » neuze… me a veze oc'h ober ar permanañsoù e-barzh Speied ha neuze e-barzh Landelo Lors : Ya Iffig : Setu bep… da… d'ar meurzh vintin e vezen e-barzh Speied d'ar meurzh goude kreisteiz e vezen e-barzh Landelo Lors : Ya Iffig : D'ar yaou e vezen o c'haloupat un tamm partout Lors : War ar maezioù Iffig : War ar maez Lors : A bon Iffig : A ya war ar maez… bon bin ti ar c'hoñversanted ha dastum an arc'hant Lors : A dastum an arc'hant ya ha e-barzh ar feurmioù ivez Iffig : Eu ne vezen ket e-barzh enno… e-barzh ar feurmoù kalz ac'hanon… e-barzh lod e vezen Lors : Lod anezho Iffig : Ya Lors : Ha peseurt mod… a ya peogwir an dud a roe deoc'h o arc'hant Iffig : Bin ar pezh… ar c'honversanted ar pezh o dije dastumet kuit dezho da vont da c'haloupat ivez koa Lors : A ya setu… Iffig : Setu me a gemere tout ar paper ha zegase an arc'hant ganin Lors : Ha c'hwi a zegase tout an arc'hant e-barzh ar c'hef emichañs e oa ur c'hef e-barzh ar C'hastell-Nevez amañ Iffig : Ya d'ar buro Lors : Ur c'hef koa emichañs Iffig : Bez a zo bet ur wech… am eus klevet lod ivez bugale ar c'honversanted hag unan am eus soñj diouti o laret d'he… o laret d'he mamm un devezh : « Mes abalamour da betra c'hwi 'ra tout hoc'h arc'hant da hennezh neuze » Lors : A ya Iffig : A ba ya Lors : Mes ne oa ket bet displeget dezhañ koa Iffig : « Hein » Lors : Ne oa ket bet laret dezhañ Iffig : Aze e oa « normal » koa Lors : Ya ya mes setu an dud… an dud o doa fiziañs ennoc'h Iffig : A ya Lors : Evit… Iffig : Ya mes oblijet e oant ivez Lors : Bin ya mes… Iffig : Bin me a rae ar paper dezho setu ne riskaent netra ebet anezho Lors : Nann nann nann nann nann … hag-eñ oc'h ober se ho peus gwelet ar c'honvers mont ha dont… kresk ha digresk… emichañs a zo bet mareoù e oa gwelloc'h ar c'honvers… a werzh e muioc'h an dud peotramant… Iffig : Ha muioc'h a dud a oa a-benn neuze Lors : D'ar mare-se Iffig : D'ar mare-se… d'ar mare-se anfin « Leclerc et compagnie » ar re-se n'egzitaent ket d'ar mare-se anezho koa… pa oan o krogiñ oc'h ober an dra-se nann… bon goude o deus komañset da gemer un tammig startijenn Lors : Ya Iffig : Ha bremañ o deus lac'het anezho tout ar re all koa… lac'het tout ar re vihan Lors : Ya… mes emichañs eo bet… peseurt mod ho peus kavet se… kavet ho peus se trist gwelet… Iffig : O ne ra ket plijadur gwelet an traoù 'serriñ ar mod-se hin Lors : Nann Iffig : Gwelet tout ar c'honversoù bihan o koshaat… n'ho peus ken gwelet bremañ e-barzh ar C'hastell-Nevez…n'en deus ket kalz… e-barzh Landelo a zo pet Lors : Unan Iffig : Unan « tiens » Lors : E-barzh Plone Iffig : E-barzh Plone n'en deus ket kalz ivez Lors : Eu… daou… daou pe dri a zo Iffig : O ya marteze ya Lors : Ya o ya apeupre… mes unan marteze en deus ampechet ar stalioù… ar vagasinoù bras evel « Leclerc » ha toud ar re-se da zont re abred… Jorj n'en deus ket harzet anezho da zont ? Iffig : Jorj Le meur Lors : Jorj Le meur ya Iffig : O pas kement-se hin Lors : Pas kement-se Iffig : Bin an hini kentañ e oa deuet e oa… e oa « Leclerc » Lors : A ya Iffig : Bon goude-se… mes e-barzh ar C'hastell-Nevez a zo tri hin Lors : Ya Iffig : « Hein » Lors : Ya Iffig : Bin goude-se emañ « Intermarché » Lors : Ya Iffig : Eu… Lors : « Leader Price » Iffig : « Leader Price » ya… ha « Sp… » …bon « Spar » n'oc'h ket gouest da laret la eo-eñ unan bras c'hoazh mes eñ a zo plaset mat e-barzh kreiz ar C'hastell-Nevez ha tout an dud zo gouest da vont… Lors : Di gant… Iffig : Domaj e vefe… bin e harpefe hennezh hin Lors : Ya Iffig : Neuze e vez… neuze e vez dao mond tre d'an nec'h eus ar C'hastell-Nevez… da zont etreseg… etreseg an hent… an hent… an hent-bras koa Lors : Ya hag eo start evid ar re n'o deus ket oto na… na… Iffig : Bin lod n'o deus ket nann Lors : Lod n'o deus ket Iffig : Ha lod n'o deus ket… ne z'int ket gouest da gonduiñ ken ivez Lors : Ha just awalc'h d'ho soñj daoust hag-eñ e vez graet tra-walc'h evit ar re gozh… ar re a zo ampechet e-barzh… e-barzh ar vro dre amañ… bez e vezont sikouret pe… Iffig : Marteze a zo ezhomm d'ober un tammig muioc'h evit… evit a zo graet ivez mes n'eo ket aes ober Lors : Nann petra a vank… an arc'hant pe an dud pe Iffig : Ma vefe graet… marteze lakaad un oto ur wech dre vare da zastum an dud marteze e vefe gwelloc'h… me n'ouzon ket ivez mes an dra-se en deus ur priz ivez Lors : Ya ha marteze… n'ouzon ket… marteze ar barrez en deus dle Iffig : O pas kement-se Lors : Pas kement-se Iffig : O nann Lors : N'en deus ket kalz a dle Iffig : Nann diouzh an tu-se emaer… emaomp mat Lors : A bon Iffig : N'ouzon ket pegeit zo n'hon eus ket bet kresket an impoioù nann Lors : A bon, ar pezh a zo mat Iffig : Mes kreskiñ a reont memestra peogwir war ar pezh eo kalkulet e vez kresket an departamant hag ar… lod… un ti en deus ur serten « valeur » Lors : Ya Iffig : Bon mes hennezh… honnezh e vez kresket… bon lakaet e vez… lakaet ur « pourcentage » war an dra-se eo oblijet da greskiñ Lors : Ya mes piv a lar… piv a lak talvoudegezh un ti da greskiñ Iffig : Ar gouarnamant Lors : Ar gouarnamant Iffig : Ha ya peogwir int a lak… int a « fixent » an « augmentation »-mañ Lors : A ya Iffig : Setu int a lar ar bloaz-mañ a vo kresket eus kement ha kement, setu ho ti en deus muioc'h a dalvoudegezh Lors : Ya ya Iffig : Normalamant n'eo ket gwir mes anfin ar mod-se emañ Lors : Nann peogwir Iffig : Ar pezh e vo laret deoc'h… houmañ a dalv kement ha kement setu goude-se e vo lakaet « pourcentage » warni… setu an dra-se a gresk ar… Lors : A gresk ar priz Iffig : An impoioù Lors : An impoioù ya ya… an tailhoù… an taksoù… ha se a zo kaoz abaoe ez on degouezhet e-barzh Landelo… da zigentañ a baeen ur priz ha bremañ eo kresket forzh pegement ha koulskoude nebeutoc'h tud zo… nebeutoc'h a gonversanted… nebeutoc'h a draoù koa ha koulskoude ez a war an uhel Iffig : Bin ya Lors : Mes ur mare bennaket e vo red dezho aretañ ober a-mod-se… dihanañ Iffig : C'hwi ho peus bet gwelet ur wech bennaket harpañ an traoù da greskiñ… me n'am eus ket gwelet an traoù diminuiñ ar mod-se nann… ar pezh a vez dao deoc'h paeañ ar pezh a c'hounezit ya ar re-se ne greskont ket… mes ar pezh eo ret deoc'h paeañ a gresko atao !
|
Recherche avancée |