Yvette Collobert, deus Groñwel |
Yvette COLLOBERTYvette Collobert, deus Groñwel, a zo bet terc'hel ostaleri.Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin : Lors : Hag ar gwin, daoust degeñ neus chañchet ar gwin 'baoe ' baoe ar gomañsamant ha 'ba'r fin ar memes gwin 'oa pe ... Yvette : O 'benn 'oan deut me 'oa dija gwin mad koa o ya Lors : Ha 'ba'r fin 'oa ar gwin mad, se Yvette : Bin da gomañs tre zur ... 'benn 'oa komans' ar bistro 'vije ket gwin gwall vad, 'gredan ket Lors : Petra 'oe ? Yvette : O m'eus ket soñj ken med 'benn 'oan deut me 'benn neuhe 'oe gwin mad me 'vize livret ga' Manac'h Karaez Lors : A ya dija Yvette : Ya ya ya Lors : Manac'h Yvette : Manac'h ya Lors : Hag chistr 'oe è Yvette : Chistr 'm eus ket gwerzet ... pas ... nann Lors : Gwin ha kafe Yvette : Gwin ha kafe ha bier warlerc'h Lors : Ha bier 'oe è Yvette : Ya ya Lors : Bier boutailhou Yvette : Bier boutailhou ya ha ya bier « pression » m'eus ket laket gwech ebet Lors : Ha « rhum » Yvette : O ya tammig gwechou 'ba kafe Lors : Peseurt mod 'vize gwerzet « rhum » doc'h 'ba boutailhou peotramant... Yvette : Ya ya Lors : ' vi'e ket doukennoù Yvette : Nann nann pas me me 'gemere toud 'ba Lors : Boutailhou Yvette : Ga' boutailhou Lors : A ya ha peseurt mod vi'e pae'et an impoioù 'ba ur bistro egizse Yvette : Med da gomañs 'vize ket 'oa ket kalz impoioù... med da gomañs me me 'ma ket « chiffre d'affaire » gwall vras koa hag ar re all ma 'oa raog 'oa kozh kozh « eh ben » an drase .... neus derc'het ... vi'e derc'het ar buro butun ... ha 'raent ket kalz konvers ken koa ... ha me 'ma demar't ga' ga' priz ar rese ha 'na sikouret 'c'haon daou vlâ benneked 'raog 'oa eo war ma gont 'vel faot koa ... ha ya ya an impoioù ma peus c'hoant a vé pae'et douzh ar blâ araog pe douzh daou araog memes wechoù, gred 'walc'h 'ran Lors : A Yvette : Ya ya « j'crois qu'c'est deux ans » Lors : Daou vlâ 'raog Yvette : « Oui j'crois » ha med warlerc'h gast 'na chañchet an traoù gast ola me me « brassait » ur bern moneiz med vi'e ket kalz « bénéfice » an taksoù 'na augmentet ur bern ... ha warlerc'h neuhe 'oa aet ou la la ... med bon Lors : Re uhel koa re bell Yvette : Ya ya med bon Lors : Ha 'tre toud 'zo bet moaien doc'h n'on jeñch koa Yvette : Ya ya ya ya Lors : Ped bugel 'peus bet ? Yvette : C'hwec'h 'vugale Lors : Ha 'peus gallet sav nê toud Yvette : Ya ya Lors : Ga' 'r bistro Yvette : Ya diskoue'et mad toud ... ha ya ma vizen bet chomet 'ba 'r feurm mize ket gallet kas nê d'ar skol ar modse « hein » Lors : Nann Yvette : Nann o nann 'ba 'r feurm 'oa mizer ru Lors : Mizer ru Yvette : Ya ha ma gwaz Doué d'e bardono 'oa bambocher Lors : A bon Yvette : Bin ya ... 'oa oeit d'ober marc'hadour saout Lors : Da belec'h Yvette : A bin Lors : Partoud Yvette : Partoud med hennz 'debe toud e moneiz 'wac'h egeun Lors : Egeun Yvette : Bon « paix à son âme » Lors : Doue d'e bardono Yvette : Doue d'e bardono Lors : Ya ya ha penvare éeñ maro ? Yvette : Bin ... med ... divorset 'oan araog med... se 'na sikouret 'c'haon ur bern kar keit 'vize amañ vize mè mè bemdé mè' dall Lors : A ya Yvette : Ha « méchant » Lors : A ya Yvette :Ya ya med bon Lors : Ha droug ' vize pe vize ket mè ? Yvette : Pe 'vize ket eñ 'oa jentil ken ken'... ya ... sé zo kaoz na graet ur bern bugale din è Lors : A ya ... ha pe vize mè Yvette : O ya 'benn 'fin 'na kollet e benn koa Ya ya bin 'baoe 'baoe apeupre 'maon amañ oan maeun koa ... me 'ma divors't oan « en 77 » ha warlerc'h goar' 'rit ... 'na ket mann 'bet da wel't amañ ken ... ha maro ... petra 'na eñ pemp vlâ ha triugent matrese Lors : A ya Yvette : Nann pemp ha hanterkant Lors : Ha peseurt micher 'rae Yvette : Bin 'mann 'bet bin nann 'benn 'na aretet da ... warlerc'h on konsideret « comme » klañv eu koa Lors : Kollet ga' 'r Yvette : Kollet ga' 'r boeson Lors : Kollet ga' 'r boeson trist é Yvette : Bin ya Lors : Peseurt ano bihan 'na Yvette : Denis Lors : Denis... Ha peus ket bet kemeret ur gwaz all goudese Yvette : Nann bet m'eus bet copainyed med Lors : Pas da zimi Yvette : Pas da zimi ha nann nann 'c'houlan ket dimi ken ha bromen 'mañ « très bien » Lors : Mad tre amodse Yvette : Ya mad tre amodse Testenn skrivet : Yvette : O abenn e oan deuet me e oa dija gwin mat koa o ya Lors : Hag eb arzh ar fin e oa ar gwin mat, se Yvette : Bin da gomañs tre zur ....abenn e oa komañset ar bistro ne vije ket gwin gwall vat... ne gredan ket Lors : Petra a oa ? Yvette : O n'am eus ket soñj ken mes abenn e oan deuet me ... abenn neuze e oa gwin mat ... me a vize livret gant Manac'h Karaez Lors : A ya dija Yvette : Ya ya ya Lors : Manac'h Yvette : Manac'h ya Lors : Ha chistr a oa ivez ? Yvette : Chistr ne'm eus ket gwerzhet ... pas .....nann Lors : Gwin ha kafe Yvette : Gwin ha kafe .... ha bier warlerc'h Lors : Ha bier a oa ivez ? Yvette : Ya ya Lors : Bier boutailhoù Yvette : Bier boutailhoù ya ha ya bier « pression » ne'm eus ket bet lakaet gwech ebet Lors : Ha « rhum » ? Yvette : O ya tammig gwechoù ebarzh kafe Lors : Peseurt mod e vize gwerzhet « Rhum » deoc'h, ebarzh boutailhoù peotramant Yvette : Ya ya Lors : Ne vize ket doukennoù ? Yvette : Nann nann pas... me me a gemere tout ebarzh ... Lors : Boutailhoù Yvette : Ya boutailhoù Lors : A ya ha peseurt mod e vize paeet an impoioù ebarzh ur bistro egizse ? Yvette : Mes da gomañs ne vize ket ... ne oa ket kalz impoioù ... mes da gomañs me me ne'm boa ket « chiffre d'affaire » gwall vras koa hag ar re all ...am boa araok e oa kozh kozh « eh ben » an drase .... o deus dalc'het ... a vize dalc'het ar buro butun Ha ne raent ket kalz konvers ken koa ... ha me am boa demarret gant gant priz ar rese hag en doa sikouret ac'hanon daou vloaz bennaket araog e oa erruet war ma c'hont evel a faot koa ...ha ya ya an impoioù m'ho peus c'hoant a vez paeet diouzh ar bloaz araok pe diouzh daou araok memes awechoù ... krediñ awalc'h a ran Lors : A Yvette : Ya ya « j'crois qu'c'est deux ans » Lors : Daou vloaz araok Yvette : « Oui j'crois » mes warlerc'h gast en doa chañchet an traoù, gast ola me ... me « brassait » ur bern moneiz mes ne veze ket kalz « bénéfice » an taksoù o doa ogmantet ur bern ... ha warlerc'h neuze e oa aet o la la ... mes bon Lors : Re uhel koa re bell Yvette : Ya ya mes bon Lors : Hag etre tout zo bet moaien deoc'h en em sachañ koa Yvette : Ya ya ya ya Lors : Pet bugel ho peus bet ? Yvette : C'hwec'h a vugale Lors : Hag ho peus gallet sevel anezho toud Yvette : Ya ya Lors : Gant ar bistro Yvette : Ya ha deskouezet mad toud ... ha ya ma vizen bet chomet ebarzh ar feurm ne'm beze ket gallet kas anezho d'ar skol ar modse « hein » Lors : Nann Yvette : Nann o nann ebarzh ar feurm e oa mizer ruz Lors : Mizer ruz Yvette : Ya ha ma gwaz, Doue d'e bardono, a oa bambocher Lors : A bon Yvette : Bin ya ... e oa aet d'ober marc'hadour saout Lors : Da belec'h ? Yvette : A bin Lors : Partout Yvette : Partout mes hennezh a zebre toud e moneiz awalc'h eunan Lors : Eunan Yvette : « Bon... paix à son âme » Lors : Doue d'e bardono Yvette : Doue d'e bardono Lors : Ya ha pevare eoeñ maro ? Yvette : Bin ... mes ... divorset e oan araok mes... se en doa sikouret ac'hanon ur bern kar ekeit 'vize amañ e veze mezv... mezv bemdez, mezvdall Lors : A ya Yvette : Ha « méchant » Lors : A ya Yvette : Ya ya mes bon Lors : Ha drouk e veze pa ne veze ket mezv ? Yvette : Pa ne veze ket eñ a oa jentil kenkenañ ...ya ... se a zo kaoz en doa graet ur bern bugale din Lors : A ya ha pa veze mezv Yvette : O ya abenn ar fin en doa kollet e benn koa ... ya ya bin abaoe abaoe apeupre emaon amañ ... e oan maunan koa ... me am boa divorset e oan « en 77 » ha warlerc'h goar' 'rit... n'en doa ket mann ebet da welet amañ ken ...ha maro ...petra en doa eñ pemp vloaz ha triugent marteze Lors : Ha ya Yvette : Nann pemp ha hanterkant Lors : Ha peseurt micher a rae Yvette : Bin mann ebet ...bin nann abenn en doa aretet da ... warlerc'h e oa konsideret « comme » klañv ivez koa Lors : Kollet gant ar ... Yvette : Kollet gant ar boeson Lors : Kollet gant ar boeson ... trist eo Yvette : Bin ya Lors : Peseurt anv bihan en doa ? Yvette : Denis Lors : Ha n'ho peus ket bet kemeret ur gwaz all goudese Yvette : Nann, bet am 'eus bet kopinyed mes Lors : Mes pas da zimeziñ Yvette : Pas da zimeziñ nann nann ... ne c'houlan ket dimeziñ ken ha bremañ emañ « très bien » Lors : Matre ar modse Yvette : Ya mattre ar modse
|
Recherche avancée |