Guy Le Goff, deus Kergrist Moeloù |
Guy LE GOFFGuy Le Goff, deus a Gergrist Moeloù, a gont deomp diwar-benn an doare ma 'wel bed ar politikerezh.Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin : Lors : Ha mod-all, hend-ell, c'hwi 'zo bet kentoc'h war zu ar re ru pe ar re wenn pe neblec'h 'bet ? Guy : 'Vid peta ? ' vid ? Lors : 'Vid ar politik ? Guy : A a Lors : Hag ho tud ? Guy : A ma zud 'oa 'ba'n tu... 'ba'n tu gwenn Lors : An tu gwenn Guy : Ya hag... me 'zo bet disket deus ar mod-se ...heu … ahe c'han da laret un dra neuhe … 'pad ar brezel 'r resistañs 'oa 'ba'n tu ru kazi toud Lors : A bon ? Guy : O ya, ur bern deusê … ur bern deusê Lors : An dern vrasañ deusoute ? Guy : Peta ? Lors : Un dern vrasañ deusê ? Guy : Ya Lors : Oe oe ru Guy : Ya … ha neus bet graet ur bern … neus bet graet ur bern ... lac'het ur bern tud Lors : A bon Guy : Ya Lors : Ped zo bet lac'het ? Guy : O bé o bé pezh 'oa ket 'ba'n tu gate … ur bern 'zo bet lac'het Lors : Ur bern … ur c'hant... daou c'hant tri c'hant ? Guy : O n'eus ket med 'ba heu... re 'vi'é … 'ba pelec'h 'zo bet lac'het ? 'ba Melioneg 'zo bet lac'het deusê, daou daou, an tad hag ar vamm … 'ba ti An Du, ar re-he 'oa telc'hen ur c'hoñvers 'ba 'ba Melioneg … un devezh 'oa erru ar batrioted pugur ... vize deusê, ale deit omp da glesk an arc'hant pe da glesk … Lors : Boued ? Guy : Ya boued … ha ma c'houla ket reiñ bin ... daou 'oa bet lac'het 'ba 'ba Melioneg Lors : 'Ba Melioneg è ? 'ba 'ba 'r vourc'h ? Guy : 'Ba bourk … re An Du Lors : Re An Du Guy : Ya 'peus ket bet ana'at heu … un' Du 'ba Rostren war hent Plougerne « charcutier » Lors : Nann 'ba Melioneg, ar re An Du 'oa bet lac'het 'oaint ket 'chom 'ba'r c'horn ? Guy : Béo Lors : 'Ba'r bourk Guy : Ya Lors : Me m'eus kle'et kaoz deus sé Guy : 'Ba Groñwel 'oa bet lac'het heu ar maer Lors : Maer Groñwel ? Guy : Maer Groñwel 'oa bet lac'het 'ba'r mare-se ya heu Croizer heu 'ba 'ba 'ba Paoul Plevin 'oa bet lac'het un neubeud c'hoazh... digare 'oaint ket 'ba 'n tu gant…gant FTP koa Lors : Ha 'blam 'oaint ru, se 'zo kaoz out chomet gwenn ? War-lerc'h ... Guy : Peseurt mod larit ? Lors : 'Blam... 'blam 'oe ru ar resistanted ar batrioted é 'blam da se ha 'blam d'ho tud oc'h chomet 'ba'n tu … Guy : A bah ! n'é ket, me soñj deus a-mod-se ha pas 'velto koa … med an dra-se zo... an dra-se 'zo kollet huru an deiz Lors : Kollet é ? Guy : O ya Lors : Peta 'zo kaoz ? Guy : Bin... bromen neuhe …heu 'ba'n oed 'maon eo me 'ran ket forz ken pe ru pe gwenn pe … Lors : Ha bremañ kalz tud 'lar … Guy : Bet on... bet on bet on war 'l listenn 'ba Kergrist 'ba Kergrist 'oa 'oa ru ar « municipalité » Lors : Ya Guy : Me 'oa 'ba'n tu ell, n'on ket bet... n'on ket bet n'on ket bet « contraire » gwech ebet Lors : Nann Guy : Ma merc'h kaër zo bet deit war-lerc'h ha hi zo bet … ha heu un tamm deus toud 'zo war … 'ba huru 'ba Kergrist Lors : Ya med bremañ 'maer kleo an dud 'lar 'la 'n tu kleiz hag 'n tu deou zo ar memes tra … peta soñjit ? Guy : Heu n'eus ket kalz … Lors : Difers Guy : Nann n'eus ket kalz difers 'trede Lors : An dra-he zo drol memestra pugur gwechall oe difers … Guy : Ya med chañchet n'eus un tamm 'b'oe memes-tra ...gwechall vi'é ar gomunisted 'ni oa deit er plas kar an dud vi'é, an dud oa bet gwiñset gant gant ar re 'oa 'ba penn med huru huru an deiz … neuint ket neuint ket Lors : Neuint ket trubuilhoù ga' den 'bet koa Guy : Nann Lors : Ha d'ho soñj bremañ evid echuiñ un tamm pugur 'momp eo 'ba'r fin apeupre koa … bremañ 'mer 'kontañ deus ar « Grèce « ha deus an « Europe » ha deus ar gouarnamant 'benn 'blâ 'benn ar blâ ell 'vo eleksionoù c'hoazh Guy : Ya Lors : 'Vid ar prezidant Guy : Ya Lors : D'ho soñj piou 'baseo prezidant ? piou eï 'ba penn ar Frañs ? Bro-C'hall ? Guy : « Peu importe » Lors : Ra ket forz Guy : « Non c'est vrai » verna... 'verna ket piou c'h eï, 'verna ket piou c'h eï 'ba penn 'vo ret gwiñsañ an tamm 'n un tu bennek Lors : A ya ? Guy : N'eus ket forz piou c'h eï Lors : A bon Guy : Pé c'heï unan gwenn pe unan unan Lors : Unan roz Guy : Unan roz pe pe Lors : Un' gwer Guy : Gwer n'eï ket Lors : Gwer n'eï ket ? Guy : Pugur n'on gle'ont ket 'trede Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau : Lors : Ha mod-all, 'hend-all, c'hwi a zo bet kentoc'h war zu ar re ruz pe ar re wenn pe neblec'h ebet ? Guy : Evit petra ? Evit … Lors : Evit ar politik Guy : A a Lors : Hag ho tud ? Guy : A ma zud e oa e-barzh an tu... e-barzh an tu gwenn Lors : An tu gwenn Guy : Ya hag … me a zo bet desket diouzh ar mod-se ...heu … aze ez an da laret un dra neuze … e-pad ar brezel, ar resistañs e oa e-barzh an tu ruz kazimant toud Lors : A bon Guy : O ya ur bern diouto ur bern diouto Lors : An darn vrasañ diouto Guy : Petra Lors : An darn vrasañ diouto Guy : Ya Lors : A oa... a oa ruz Guy : Ya … hag o deus bet graet ur bern ...o deus bet graet ur bern … lazhet ur bern tud Lors : A bon Guy : Ya Lors : Pet zo bet lazhet ? Guy : O eo eo ! ar pezh ne oa ket e-barzh an tu ganto … ur bern a zo bet lazhet Lors : Ur bern... ur c'hant daou c'hant tri c'hant ? Guy : O n'eus ket, nemet e-barzh ...heu... ar re a veze … e-barzh pelec'h a zo bet lazhet ? E-barzh Melioneg a zo bet lazhet diouto ... daou daou, an tad hag ar vamm e-barzh ti An Du … ar re-se e oa o talc'hen ur c'honvers e-barzh e-barzh Melioneg … un devezh e oa erru ar batrioted peogwir ... veze diouto ale deuet omp da glask arc'hant pe da glask … Lors : Boued ? Guy : Ya boued … ha ma ne c'houl ket reiñ... bin … daou e oa bet lazhet e-barzh e-barzh Melioneg Lors : E-barzh Melioneg ivez ? E-barzh... e-barzh ar vourc'h ? Guy : E-barzh ar bourk, re An Du Lors : Re An Du Guy : Ya n'ho peus ket bet anavezet ...heu ... un Du e-barzh Rostren war hent Plougerne « charcutier » Lors : Nann …. e-barzh Melioneg … ar re An Du … ar re a oa bet lazhet … ne oant ket o chom e-barzh ar c'horn ? Guy : Eo Lors : E-barzh ar bourk Guy : Ya Lors : Me am eus klevet kaoz eus se Guy : E-barzh Groñvel e oa bet lazhet … heu … ar maer Lors : Maer Groñvel ? Guy : Maer Groñvel e oa bet lazhet e-barzh ar mare-se ya … heu … e-barzh e-barzh e-barzh Paoul Plevin e oa bet lazhet un nebeud c'hoazh … war zigarez ne oant ket e-barzh an tu gant … gant FTP koa Lors : Hag abalamour e oant ruz … se a zo kaoz ez out chomet gwenn war-lerc'h ? Guy : Peseurt mod a larit ? Lors : Abalamour... abalamour e oa ruz ar resistanted, ar batrioted eo abalamour da se hag abalamour d'ho tud ez oc'h chomet e-barzh an tu … Guy : A ba ! n'eo ket me a soñj diouzh ar mod-se ha pas evelto koa ...mes an dra-se a zo … an dra-se a zo kollet hiziv an deiz Lors : Kollet eo ? Guy : O ya Lors : Petra a zo kaoz ? Guy : Bin … bremañ neuze ...heu... e-barzh an oad emaon erruet, me ne ran ket forzh ken pe ruz pe gwenn pe … Lors : Ha bremañ kalz tud a lar... Guy : Bet on... bet on bet war al listenn e-barzh Kergrist … e-barzh Kergrist e oa... e oa ruz ar « municipalité » Lors : Ya Guy : Me a oa e-barzh an tu all … n'on ket bet … n'on ket bet ...n'on ket bet « contraire » gwech ebet Lors : Nann Guy : Ma merc'h-kaer a zo bet deuet war-lerc'h ha hi a zo bet … heu … un tamm diouzh tout zo war … e-barzh hiziv e-barzh Kergrist Lors : Ya mes bremañ emaer o klevet… an dud a lar an tu kleiz hag an tu dehoù a zo ar memes tra ...petra a soñjit ? Guy : … heu... n'en deus ket kalz … Lors : Difers Guy : Nann n'en deus ket kalz difers etrese Lors : An dra-se a zo drol memes-tra kar gwechall e oa difers … Guy : Ya mes chañchet en deus un tamm abaoe memestra … gwechall a veze ar gomunisted 'ni oa deuet er plas kar an dud a veze … an dud a oa bet gwiñset gant gant ar re a oa e-barzh ar penn, mes hiziv hiziv an deiz … n'o deus ket n'o deus ket Lors : N'o deus ket trubuilhoù gant den ebet koa Guy : Nann Lors : Ha d'ho soñj bremañ peogwir emaomp erruet e-barzh ar fin apeupre koa … bremañ emer o kontañ diouzh ar « Grèce « ha diouzh an « Europe » ha diouzh ar gouarnamant a-benn ar bloaz … a-benn ar bloaz all a vo eleksionoù c'hoazh Guy : Ya Lors : Evit ar prezidant Guy : Ya Lors : D'ho soñj piv a baseo prezidant ? Piou a yelo e-barzh penn ar Frañs ? Bro-C'hall ? Guy : « Peu importe » Lors : Ne ra ket forzh Guy : « Non c'est vrai » ne vern... ne verna ket piv az ay e-barzh ar penn e vo ret gwiñsañ en un tu bennak Lors : A ya Guy : N'eus ket forzh piv az ay (a yelo) Lors : A bon Guy : Pe 'z ay unan gwenn pe unan … unan Lors : Unan roz Guy : Unan roz pe pe Lors : Unan gwer Guy : Gwer ne yelo ket Lors : Gwer ne yelo ket ? Guy : Peogwir ne n'em glevont ket etreze
|
Recherche avancée |