Jean Gestin, deus Landelo |
Jean GestinJean Gestin, deus Landelo, a gonto deomp diwar-benn an amzer en deus tremenet en Afrik.Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin: Lors : Peseurt mod éo bet... peseurt mod peus gallet komandi nê pugur oac’h ket ‘vit kontañ o langaj dê ? Jean : Int ‘ouie kalz deus oute ar galleg pugur ‘ba lec’h oamp 'lab... ‘ba oa ur un ti skol spesialamant ‘vid ar re oa ‘ krog labour’d... Lors : Ar re zu koa Jean : ‘Vid ar re zu. Lors : Ha int gaozee ul langaj all è ? Jean : A' mod-all ya Lors : Peseurt langaj oa gate ? Jean : opff ! Lors : 'Peus ket bet disket ? Jean : Nann nann pugur oa re a langajoù Lors : Re ? Jean : Ya, kalz seurt langajoù Lors : A bon ? Jean : Nann nann, gaozeent ket toud memes mod Lors : Gouest oaint memestra da ‘n em gompren ? Jean : Da ‘n em grompren, ya, ya ha goude-ze kalz deus ar re oa « des manoeuvres » deusoute ar re-he... ar re-he oa deus uheloc’h deus tro-war-dro deus Bamako oa oaint ket memes seurt... Lors : Memes pobl... Jean : Nann Lors : A ya Bamako setu « les manoeuvres » ar re-he gaozee un dra all Jean : Ya, ya, ar re-he gaozee mod-all ha goude-ze ar re-he... ar re-he oa vize toud ‘sames ‘ba ‘r memes, lec’h mod all ar re all vize « par couple » koa ‘vel ‘vel deomp ‘vel ar re all lec’h « les manoeuvres » oa vizent kalz ‘ba memes... Lors : Memes ti Jean : Memes loch Lors : Memes loch memes kamp Jean : Memes kamp oa ket kampchoù ene oa kim ‘met ul loch loch goloet ga’ Lors : Al lojeiz peseurt mod oa ? Jean : Graet ga’ plouz ha ha ga’ koad koa Lors : A ya mogerioù koat ? Jean : A oa ket mogerioù toet ga’ Lors : Ga’ plouz ? Jean : Ga’ ………….. nann feuillennoù banan laket an eil war gorre egile Lors : A ya d’ober un doenn Jean : D’ober un doenn Lors : Ha mogerioù oa ket ? Jean : A nann Lors : Ha peseurt meurb oa barzh ? Jean : O oa ket meurb ‘bet Lors : A bon Jean : A nann nann Lors : Taolioù, kadorioù ? Jean : Kadorioù oa ket eu nann nann nann Lors : Gweleioù ? Jean : Gweleioù ? O gweleioù nann nann ar re-he gouske war an douar. Lors : War an douar ? Jean : War an douar ya. Lors : Ha naent ket riou nê ? Jean : Ben ene oa tomm ‘wac’h, koa ar c’hontrol ‘n hin’ oa Lors : Ha memes d’an noz oa tomm eu ? Jean : Ya ya. Lors : Ha petra vize roet dê da zibi ? Jean : Da zibi ? opf ! ar re-he zebe kalz deus ar « bananes » surtoud « bananes » re melladoù re oa ya reou apeupre a mod-se tregont santimetr hed, ha gros a mod-se, ar re-he vizent poaet ha zebent an drahe Lors : Bemdé ? Jean : Ya ya, peotramant « riz » petra oa c’hoazh... Ha zebent « riz » ‘ zebent kalz Lors : Ha frouez ? Jean : Ha oa ket dao dê kaout loa na fourchetez ‘bet. An dra-he vize debret ga’ ‘n dorn a mod-se Lors : Ga’ ‘n dorn a mod-se ? Jean : Ya Lors : Ha kig oa ket ? Jean : Yao yao memes me m’eus debret kig « elefant » ! Lors : A bon ? Jean : Ya ya ! Lors : Ha peseurt mod oa ? mad oa ? Jean : A ya, surtoud e fri, « la trompe d’éléphant » zo « super » ! Lors : Ha peseurt mod vi’e preparet neï ? Jean : O, poae’et koa, ‘ba ‘n dour ! Lors : ‘ba ‘n dour ? Jean : Ya Lors : Setu faot a ra kaout ur chidourenn vras ! Jean : Ur mell pezh chidourenn, paotr, memes ‘vel ul « lessiveuse » ! Lors : A ya Jean : Ya ya Lors : Ha trompenn olifant Jean : Ya vi’e dao remuiñ neï benn... Lors : A ya Jean : ...benn poeo neoñ, koa Lors : Nintra ‘met dour Jean : Ya Lors : Ha pad pegeit faota... Jean : Houm’ vi’e preparet pad n’oun ket ped eur raog vé ‘mer zeb nê o c’hortoz nê da virvi ha da boeo koa Lors : Da boeo ar c’hig, koa. Ha n’éo ket start ar c’hig ? Jean : Nann nann surtoud an « trompes » ar re-he oa « formidable » Lors : A bon, ha mod-all kig deus lec’h all ?... Jean : Yao yao Lors : Feuskennoù elefant n’éo ket mad ? Jean : Nann, ar c’hig zo re sec’h ! Lors : A ya... Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau : Lors : Peseurt mod eo bet … peseurt mod ho peus gallet komandiñ anezho peogwir ne oac’h ket evit kontañ o langaj dezho ? Jean : Int a ouie … kalz diouto ar galleg peogwir e-barzh lec’h e oamp labourat… e-barzh e oa ur … un ti skol spesialamant evit ar re a oa krog labourat. Lors : Ar re zu koa ? Jean : Evit ar re zu. Lors : Hag int a gaozee ul langaj all ivez ? Jean : A mod-all ya... Lors : Peseurt langaj e oa ganto ? Jean : opff... Lors : N’ho peus ket bet desket ? Jean : Nann nann peogwir a oa re a langajoù Lors : Re ? Jean : Ya, kalz seurt langajoù. Lors : A bon ? Jean : Nann nann, ne gaozeent ket toud memes mod ! Lors : Gouest e oant memestra d’en em gompren ? Jean : D’en em gompren, ya ya, ha goude-se kalz diouzh ar re a oa « des.. les manoeuvres » diouto … ar re se… ar re se e oa diouzh uheloc’h …. Diouzh tro-war-dro da Bamako e oa ….. ne oant ket memes seurt Lors : Memes pobl ? Jean : nann Lors : A ya Bamako setu « les manoeuvres » ar re se a gaozee un dra all ? Jean : Ya ya ar re se a gaozee en ur mod all… ha goude-se ar re se … ar re se e oa … e vize tous asambles e-barzh ar memes … lec’h mod-all ar re all a vize « par couple » koa… evel evel deomp … evel ar re all war-lerc’h « les manoeuvres » e oa, e vizent kalz e-barzh memes... Lors : Memes ti Jean : Memes loch Lors : Memes loch memes kampr Jean : Memes kampr, ne oa ket kamproù eno ne oa ken nemet ul loch … loch goloet gant - Lors : Al lojeiz peseurt mod e oa ? Jean : Graet gant plouz ha gant koat, koa Lors : A ya, mogerioù koad Jean : Gant … nann, feuilhennoù banan lakaet an eil war gorre egile Lors : A ya, d’ober un doenn Jean : D’ober un doenn Lors : Ha mogerioù ne oa ket ? Jean : A nann Lors : Ha peseurt meurb e oa e-barzh ? Jean : A, ne oa ket meurb ebet Lors : A bon Jean : A nann nann Lors : Taolioù, kadorioù... Jean : Kadorioù ne oa ket ivez Lors : Gweleoù ? Jean : Gweleoù ? O gweleoù nann nann ar re se a gouske war an douar Lors : War an douar ? Jean : War an douar ya Lors : Ha naint ket riou anezho ? Jean : Ben eno e oa tomm a-walc’h koa … Ar c’hontrol an hini e oa. Lors : Ha memes d’an noz e oa tomm ivez ? Jean : Ya ya Lors : Ha petra e vize roet dezho da zebriñ ? Jean : Da zebriñ, opff... ar re se a zebre kalz diouzh ar banan surtoud … banan … re … melladoù re a oa … ya reou apeupre a mod-se, tregont santimetr hed ha gros a mod-se, ar re se vizent poazet ha zebraent an dra-se Lors : Bemdez ? Jean : Ya ya peotramant ris, petra e oa c’hoazh ? … Ha zebraent ris, ris zebraent kalz Lors : Ha frouezh ? Jean : Ha ne oa ket dav dezho kaout loa na fourchetez ebet. An dra-se a vize debret gant an dorn a mod-se. Lors : Gant an dorn a' mod-se ? Jean : Ya Lors : Ha kig ne oa ket ? Jean : Eo eo, memes me a m’eus debret kig « éléphant » Lors : A bon ? Jean : Ya ya ! Lors : Ha peseurt mod e oa ? Mad e oa ? Jean : A ya, surtoud e fri, « la trompe d’éléphant » a zo « super » ! Lors : Ha peseurt mod e vize preparet anezhi ? Jean : O, poazhet koa, e-barzh an dour ! Lors : E-barzh an dour ? Jean : Ya Lors : Setu faot a ra kaout ur chidourenn vras ? Jean : Ur mell pezh chidourenn, paotr, memes evel ul « lessiveuse » ! Lors : A ya ! Jean : Ya ya. Lors : Ha trompenn olifant... Jean : Ya, e vize dav remuiñ anezhi a-benn... Lors : A ya Jean : A-benn poezhañ anezhañ koa. Lors : Netra nemet dour ? Jean : Ya. Lors : Hag e-pad pegeit e faot... Jean : Houmañ e vize preparet e-pad n’ouzon ket ped eur araog e vez emer da zebriñ anezho, o c’hortoz anezho da virviñ ha da boezhañ koa. Lors : Da boezhañ ar c’hig, koa, ha n’eo ket start ar c’hig ? Jean : Nann nann surtoud an « trompes » ar re-se a oa « formidable » ! Lors : A bon, ha mod-all kig diouzh lec’h all ? Jean : Eo eo. Lors : Feuskennoù olifant n’int ket mad ? Jean : Nann nann, ar c’hig a zo re sec’h. Lors : A ya...
|
Recherche avancée |